Tal-y-bont (Conwy)

Tal-y-Bont zo ur gêriadenn e hanternoz Kembre, e Sir Conwy. E kumuniezh Caerhun emañ. Emañ e gwalarn Dyffryn Conwy, er gornaoueg d'ar stêr Conwy, er c'hreisteiz da gêr Gonwy hag en hanternoz da Llanrwst. Emañ e-kichen kêriadennoù Dolgarrog ha Llanbedr-y-cennin.

Tiez e kreiz Tal-y-bont.

Ar pont a gaver meneg en anv ar gêriadenn zo ur pont dreist an Afon Dulyn, un adstêr d'ar stêr Conwy.

Emañ Tal-y-Bont er reter da Bark Broadel Eryri hag alese ez eer da bourmen d'ar menezioù Carneddau, gant Carnedd Llywelyn, an hini uhelañ anezho.

Ur chapel hag ur skol kentañ derez zo e Tal-y-bont, koulz hag un ostaleri ha meur a stal.

Liamm diavaezAozañ