Tchotki
Un tchotki (ruseg: Чё́тки, anvet ivez κομποσκίνι komboskini e gresianeg ha mătănii e roumaneg) a zo anezhañ un doare chapeled graet gant ur c'helc'hig danvez, peurliesañ gloan, warnañ meur a skoulm. Implijet e vez evit pediñ gant kristenion/ezed zo, dreist-holl re Ilizoù Katolik Lidoù ar Reter ha re Ilizoù Reizhkredennel (pe Ortodoksel) ar Reter.
Peurliesañ e vez kavet 100 skoulm war bep tchotki, met a-wechoù e vez kavet 50 pe 33 skoulm ivez. E penn ar c'helc'hig e vez kavet ur groaz ha bouloù etre pep renkad skoulmoù. Un doupenn a vez staget ivez ouzh ar re hirañ evit sec'hiñ an daeroù bet skuilhet oc'h ober koun eus ar pec'hedoù.
Kontet e vez gant an tchotki an niver a wechoù ma vez lâret Pedenn Jezuz: "Aotrou Jezuz Krist, mab Doue, bez madelezhus ouzhin, (ur) pec'hour".
A-hervez e oa bet ijinet an tchotki gant Sant Pac'homius en IVvet Kantved evit sikour ar venec'h na ouient ket lenn da gas da benn o fedennoù en un doare reizh.