Terminator Salvation
Terminator Salvation zo ur film skiant-faltazi niñvek stadunanat embannet e 2009. Produet eo bet gant McG ha skrivet ar senario gant John Brancato ha Michael Ferris. Evel aktourien e vez Christian Bale evit John Connor ha Sam Worthington evit Marcus Wright. Kavet e vez ivez Anton Yelchin evit Kyle Reese, Moon Bloodgood, Bryce Dallas Howard evit Kate Connor, Common, Michael Ironside hag Helena Bonham Carter. ar pevare film eo eus ar frañchiz Terminator.
Titl | Terminator Salvation |
---|---|
Labour da-heul | Apocalypse, Terminator Salvation, Terminator Salvation |
Heuliad | Terminator |
Danvez pennañ | android, AI takeover |
Raklec'hiet gant | Terminator 3: Rise of the Machines |
Heuliet gant | Terminator Genisys |
Tachenn | film birvidik, Ar skiant-faltazi er Sinema, post-apocalyptic film, dystopian film |
Dezerc’her | Danny Elfman |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
Deiziad embann | 21 Mae 2009, 3 Mez 2009, 4 Mez 2009 |
Sevener | McG |
Senarioour | John Brancato, Michael Ferris, Jonathan Nolan, Paul Haggis |
Rener ar skeudennaouiñ | Shane Hurlbut |
Frammer filmoù | Conrad Buff IV |
Penn ar sevel kostumioù | Mike Wilkinson |
Sonaozer | Danny Elfman |
Make-up artist | Arjen Tuiten |
Produer | Moritz Borman |
Embregerezh produiñ | The Halcyon Company, Wonderland Sound and Vision |
Dasparzher | InterCom, Netflix |
Pladenn ar sonerezh | Terminator Salvation |
Mare an oberenn | 2018 |
Lec'h an istor | Los Angeles, San Francisco |
Lec'h filmañ | San Francisco, Mec'hiko Nevez |
Aspect ratio (W:H) | 2.35:1 |
Liv | liv |
Notenn ar varnouriezh | 5.1/10, 33%, 49/100 |
Hollved faltaziek | bed Terminator |
Diskouez a ra | Karl G. Jansky Very Large Array |
Diaz embann | video diwar c’houlenn |
Renkadur Filmiroda | Category III |
Renkadur FSK | FSK 16 |
Renkadur JMK | free from 14 years |
Renkadur Kijkwijzer | 12 |
Renkadur MPAA | PG-13, R |
Lec'hienn ofisiel | https://www.warnerbros.com/movies/terminator-salvation |
Dezverket dre | titl e Kebek |
A implij | time travel |
Assessment | Test Bechdel |
Renkadur Medierådet | For ages 15 and up |
Renkadur RCQ | 13+ |
Media franchise | Terminator |
Ar film-se a glask bezañ disheñvel diouzh an daou re gentañ lec'h ma oa staliet an istor e 1984 ha 2004 oc'h implij ar beajiñ en amzer evel diaz d'an istorioù. Salvation a zo kentoc'h ur film goude apokalips o tremen e 2018, ur wech bet an Judgment Day. Pevarzek bloavezh a zo tremenet abaoe Terminator 3: Rise of the Machines. Diazezet eo an obererezhioù war ar brezel etre Skynet hag e robotoù hag dreistbeverien an denelezh. Ar rezistañs a-enep ar robotoù a zo peurest an nerzhioù milourel bedel. E-keñver lodennoù ar filmoù all a taolenne an darvoudoù kalz amzer goude an apokalips nukleel amañ ez eo dafaret gwelloc'h an denelezh gant kirri-nij, viñzaskellioù pe listri-spluj rak nebeut amzer a zo bet abaoe an dagadenn robotel.
Bale a c'hoari John Connor, ur stourmer eus ar rezistañs gant arwarzh. An dudenn pennañ eo er film. Yelchin a c'hoari Kyle Reese pa vez yaouank, an dudenn a oa bet taolennet evit ar wech kentañ er film The Terminator. E Terminator Salvation e vez gwelet diorroadur ar robotoù ha penaos e voe krouet an Terminator T-800 (doarel 101). Goude ur savidigezh a-raok filmañ hir ha trubuilhet, gant The Halcyon Company o prenañ ar gwirioù gant Andrew G. Vajna ha Mario Kassar, ha meur a senarioiour o labourat war an destenn, ar filmañ a oa kroget da vat e Mae 2008 en New Mexico, ha padet 77 devezh.