Meur a ster zo d'ar ger 'teskad.

Teskad a reer eus ar pezhioù ed a zo chomet goude tremen an eosterien ha lakaet en ur bern pa 'z int bet klasket er parkoù. Pa ne vez mui a-bouez teskata evel ma rae ar beorien gwechall en deus miret ar ger teskad ar ster dre skeudennadur a roe dezhañ dija oberour Geriadur an Armerie e kreiz ar XVIIvet kantved evit skridoù disheñvel lakaet da embann.

Levrioù

kemmañ

Implijet e vez teskad evit skridoù lakaet asambles evit bezañ moullet ken eo an teskad ur seurt levr, ennañ meur a destenn ha n'eus ket liammoù diabarzh etrezo evel kaout an hevelep danvez en un heuliad amzer. Gant un oberour pe meur a oberour e c'hellont bezañ bet savet. N'eus ket da veskañ un teskad testennoù gant un torkad, ennañ testennoù dibabet diwar ur yoc'h a oberennoù lennegel. Un doare lennegel dibar eo.

Teskadoù dre gennadoù lennegel

kemmañ

Kavet e vez ivez ar ger dastumad gant an hevelep ster, met implijet e vez peurliesañ evit un heuliadenn levrioù heñvel a-walc'h dre o stumm pe dre o gennadoù lennegel.

Deskrivadur reolataet

kemmañ

El levraouegoù e vez renablet an teskadoù skridoù dindan anv an oberour, ma 'z eus unan hepken pe dindan hini an den en deus klasket bodañ an testennoù, hemañ ar rener-embann, met n'eo ket renket ar rener-embann e live an oberourien.

Niverennet e c'hell bezañ pezhioù an dastumad hag un titl a c'hell bezañ roet dezhañ. An titl dastumad, an titl isdastumad, an niverenn a dle bezañ meneget e deskrivadurioù al levrioù hag an enrolladennoù.

E matematik e termener teskadoù (niverennoù, kevreizhennoù, perzhioù, hag all) pa ouezer mat pe elfennoù a zo e-barzh.

Diwar-benn an teskadoù ez eo bet ijinet damkaniezh an teskadoù.