Teutates zo un anv doue galian ha n'anavezer nemet dre ur meneg er varzhoneg Farsal, gant Lucanus skrivet diwar-benn ar brezel etre an daou jeneral roman Julius Caesar hag e gevezer Pompeius ; meneget eo gant Esus ha Taranis. Ur stumm all a zo dezhañ, Toutatis, nevesoc'h marteze.

Anavezet eo ivez gant an enskrivadurioù « Totatus » e santual Beauclair e bro an Arverned.

Gerdarzh

kemmañ

Krediñ a reer e teu eus teutã aet da touta ha totã, tost da "tud" e brezhoneg. « Tad an dud » (ar meuriad, ar vroad) eo, ha difenner ar boblad er brezel.

Ur ger heñvelik a gaver en iwerzhoneg en anv Tuatha Dé Danann, tuath eo ar meuriad

Tud zo a gav gante eo kar-tost d'an Dagda iwerzhonat, ha d'ar Meurzh roman zoken, met diwar nebeud e varnont. Koulskoude, e proviñs Britannia ez eus bet kavet enskrivadurioù en enor da Mars Toutatis .


Hervez ar c'heltiegour Joseph Vendryes e c'hallfe an anv Teutates bezañ un anv-gwan implijet evit chom hep menegiñ anv an doue, dre zoujañs ouzh un tabou, ha ne vije ket bet ar memes doue eus an eil meuriad d'egile. Met martezeadennoù n'int ken.


Astérix

kemmañ

Hervez al levrioù treset Astérix, gant René Goscinny hag Albert Uderzo e veze touet gant ar C'halianed "dre Doutatis", met n'int ket testenioù istorel a fiziañs.

Notennoù

kemmañ