Þurisaz ᚦ (pe Thurisaz) eo an trede run eus ar Futhark hag ar rann gentañ anvet Fehu / Fraujaz / Freyr. Diaraoget eo gant Ūruz hag heuliet gant Ansuz. Anvet eo Þorn (Thorn) en hensaozneg ha Þurs (Thurs) e norseg.

*Þurisaz eo ar stumm kentgermaneg, adsavet diwar an norseg, an henalamaneg izel thuris hag an henalamaneg uhel duris-es («ar ramz»).

Er wengelouriezh finlandat eo Tursas un euzhvil-mor, ha d'ar c'houlz-se e oa azaouezet bro Finland evel tir ar jötnar er wengelouriezh lec'hlennat[1]. Dre-se e voe kendeuzet gant Thor / Donar, lazher ramzed, ha gant e vorzhol Mjöllnir. Ha rouesoc'h e veze ereet ouzh an doue gwidreüs Loki, a zo ramzed e hendadoù. Hogen ned eus ere gerdarzhel ebet etre Þōrr (Thor) ha þurs, ar ger a dermen ar ramzed. Ar ger kentañ a dalv Þunor (kurun).

En hensaozneg e raed Thorn (Þorn, Ðorn) eus ar run ᚦ, hag a vev hiziv dindan stumm al lizherenn islandek Þ. Thorn (draen) n'eo ket ereet ouzh Thurs, daoust ma oa tostaet an daou c'her dre ma voe graet ur c'henning eus an eil[2] er varzhoniezh runek saoz.

Ar run-se a arouez ar son [θ]. Hennezh, boutin er yezhoù germanek, ne oa ket anezhañ el lizherenneg latin. Neuze e voe amprestet diwar ar futhark evel lizherenn latin ouzhpenn dindan anv thorn, da gentañ evit skrivañ an hensaozneg, hag an norseg diwezhatoc'h. Implijet e vez atav er skritur islandek.

Barzhoniezh run

kemmañ
Barzhonegoù run Troidigezh
Hennorwegeg

ᚦ Þurs vældr kvinna kvillu,
kátr værðr fár af illu.

Thurs[3] zo aon ar maouezed,
an drouklamm ne ro ket kalz a laouenidigezh.

Norseg

ᚦ Þurs er kvenna kvöl
ok kletta búi
ok varðrúnar verr.
Saturnus[4] þengill.

Thur zo jahin ar maouezed
hag a annez an tornaodoù
ha pried ur ramzez.
Thegn eus Sadorn.

Hensaozneg

ᚦ Ðorn byþ ðearle scearp;
ðegna gehwylcum anfeng ys yfyl,
ungemetum reþe manna gehwelcum,
ðe him mid resteð.

An draen zo re vegek ;
evet pep nobl, ha fall da dapout,
re griz outañ,
an hini hag a c'hourvez warni.

Notennoù

kemmañ