Emañ Greunland e hanternoz Amerika, etre ar meurvor Atlantel hag ar Meurvor Arktika. Un tiriad emren eus rouantelezh Danmark eo Greunland, e-maez Unvaniezh Europa.

Timbroù Pakke-Porto

kemmañ
 

Lakaet e voe e gwerzh timbroù kentañ e 1905, gant Kongelige Grønlandske Handel ("Kengor roueel ar C’henwerzh evit Greunland") a oa karget eus ar c’henwerzh, ar velestrdurezh hag an diazezañ er vro en anv Gouarnamant Danmark etre 1774 ha 1908. An timbroù, warno skeudenn an arzh gwenn war-sav a veze implijet evit kas pakadoù hepken.Ne oa ket meneget anv Greunland, Pakke-porto ("Frejoù-kas pakadoù" e daneg) a oa skrivet hepmuiken. Betek 1937 e oa digoust ar c’has lizhiri e Greunland.

Timbroù kentañ

kemmañ

Ur servij-post a-zoare a voe krouet e 1938 hag embannet war-lerc'h an timbroù kentañ d’ar 1añ a viz Kerzu. Arvestiñ a reer poltred ar Roue Kristian IX war bemp timbr, un arzh war zaou anezho. Aloubet eo Danmark gant armeoù an Trede Reich etre 1940 ha 1945. Er Stadoù-Unanet neuze e voe embannet e 1945 ar rummad da-heul gant an American Bank Note Company. Un Inuit er ur c’hayak, un arzh gwenn, chas o sachañ ur stlejell, ar Roue war varc’h e voe an danvezioù dibabet. Dreistmoullet e vint e fin ar brezel gant DANMARK BEFRIET 5 MAI 1945 ("Danmark dieubet 5 a viz Mae 1945"). . Timbroù Greunland n’int ket eilskouer re Danmark avat, war-bouez an hini gouestlet da Niels Bohr Priz Nobel ar Fizik. Kinnig a reont loened ar vro, mojennoù skeudennaouet, tudennoù istorel Greunland (Hans Egede e 1958). Evit ar wech kentañ e teuas er-maez timbroù gant un alc’hwez divyezhek e 1969 : KALÅTDLIT NUNÅT GRØNLAND. Treiñ a ray an anv da gKALAALLIT NUNAAT adalek ar bloaz 1978.

Liesseurtoc’h ha bravoc’h-bravañ e yelo da vezañ timbroù Greunland gant an amzer.

Postoù lec’hel : Thule

kemmañ
 
Knud Rasmussen
 
Timbr (gwir ?) Ivigtut 1922

Ur strobad timbroù a voe moullet evit trevadenn dizarempred Thule e hanternoz ar vro, bet diazezet gant Knud Rasmussen. Lidañ 25vet deiz-ha-bloaz krouidigezh ar gumuniezh e oa ar pal, ha roet da welet poltred Rasmussen, banniel Danmark, ur reunig hirzantek ha Kab York (Innaangaeq bremañ).

Dav eo menegiñ ivez un timbr a liv glas embannet e 1922 e Ivigtut (Ivittuut bremañ) e Su Greunland. Lenn a reer IVITUT Kryolithbrud Bypost 1922 warnañ, evit lakaat da grediñ e oa bet savet gant ar gompagnunezh mengleuzioù, met douetañs zo e vije bet ijinet gant un dastumer timbroù amerikan er bloavezhioù 1960.

Liamm diavaez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • (en) Gilberg, Rolf. Greenland Seen Through 50 Years of Stamps, 1938-1988. Copenhagen: Kalaallit Allakkeriviat, 1989 ISBN 8798292323 122p.
  • (en) Hjørne, Torben. Greenland: pakkeporto, stamps, postmarks, letters, parcelcards. Århus: H. Torben, 1985 ISBN 8788273040 96p.
  • (en)Lidegaard, Mads. Stamps tell the story of Greenland. Nuuk: POST Greenland: Atuakkiorfik, c2000 ISBN 8755815499 157p.
  • (en) Wowern, Eric v. Greenland: Pakke Porto Stamps 1905-1938. Virum, Denmark: GF Frimaerker, 1987 96p. Series Title: GF catalogue; no. 1.
  • (en) Wowern, Eric v. Greenland: The Thule Locals. Virum, Denmark: GF Frimaerker, 1984 40p. Series Title: GF catalogue; no. 4.
  • (en) Wowern, Eric v. Greenland: Postage Stamps after 1938: incorporating the postmarks after 1938, formerly listed in GF 6, and also a simplified listing of the pakke-porto stamps 1905-1938. Virum, Denmark: GF Frimaerker, 1990 192p. Series Title: GF catalogue; no. 5.