Timbroù Gwiana c'hall
Gwiana c'hall a zo ur vro e biz Suamerika. Dindan dalc’h Bro-C’hall emañ abaoe kreiz ar XVIIvet kantved. Un drevadenn e voe betek 1946, un departamant tramor etre 1946 hag an 18 a viz Kerzu 2015 pa voe krouet ur "Strollegezh tiriad unik" (Collectivité territoriale unique de Guyane).
E 1886-1888 e voe lakaet e gwerzh timbroù an trevadennoù gall dreistmoullet gant ar gerioù :
Sklaeroc’h e voe e 1892 pa vo embannet an anv GUYANE a-dreuz war timbroù boutin an trevadennoù, gant ur pik pe get. Ar bloaz-se e voe moullet ivez ur skwerenn eus ar rummad Navigation et Commerce (1892) gant an alc’hwez GUYANE.
Tresadennoù ur merienaer meur, ur c’hlasker aour ha plasenn ar gwez-palmez e Cayenne a zo bet e 1904 ar rummad kentañ gant un danvez a glote gant buhez ar vro. Heuliet e voe e 1929 gant un eil rummad ezotek a ginnige tresadenn un henvroad o tennañ gant ur wareg (engravet gant Antonin Delzers, ur birogenn war ar stêr Maroni ha, uheloc’h an talvoud-gwerzh dezho, timbroù oc’h enoriñ Ti ar Gouarnour e Cayenne.
Treut e voe an embann timbroù e-pad ar bloazioù war-lerc’h. Embannet e voe e Gwiana an hevelep rummadoù timbr a veze kavet e trevadennoù all en Impalaeriezh trevadennel Frañs : Diskouezadeg Pariz (1937), Deiz-ha-bloaz an Dispac’h (1939), Difenn an Impalaeriezh (1941), L’Entraide française… E 1947 e oa bet moullet ur rummad diwezhañ dre ma voe cheñchet statud melestradurel an tiriad. Timbroù Frañs a vez graet gante hiviziken.
An timbroù savet e 1921 evit ar postoù dre-nij a zo rouez-kenañ hag uhel o friz. Difeson eo ar skeudennoù (un tokarn gant divaskell, poltred an Doue Hermes, al lizherennoù TAG war teir diwar beder elfenn ar rummad, da lavaret eo "Transports Aériens Guyanais" (Treuzdougen aer Gwiana).