Timbroù Jerzenez
E-pad an Eil Brezel-bed eo e voe embannet timbroù kentañ Jerzenez. Aloubet e voe inizi Mor Breizh gant lu an Trede Reich e miz Gouere 1940, ha bloaz war-lerc'h e voe lakaet daou dimbr e gwerzh (unan gwer-melen, egile a liv ruz) evit ur priz izel (1/2 p. hag 1 penny), warno skoed-ardamez an enezenn (tri leon). Ar c'hwec'h timbr a vent vihan a voe embannet e 1943 a ginnige lec'hioù zo e Jerzenez : tour-tan Corbiere, kastell Elesbed, kastell Mont-Orgueil, pleg-mor Portelet… N'eus meneg ebet eus ar velestradurezh alaman, JERSEY POSTAGE a lenner hepmuiken.
Adembannet e voe skeudenn an timbroù-se war timbroù nevez e 1993. Diwezhatoc'h ec'h implijas Jersey timbroù rannvroel Breizh-Veur merket a-ratozh evit bezañ implijet e Jerzenez met talvoudus evit ar postañ dre ar Rouantelezh-Unanet a-bezh.
Emren e voe postoù Jerzenez adalek ar 1añ a viz Here 1969.
Liesseurt eo danvez an timbroù embannet gant Postoù Jerzenez, buhez an enezenn o vezañ un danvez pouezus : loened ar vro, arzourien Jerzenez, ilizoù, kevredigezhioù sevenadurel hag istorel (Klub kirri-tan, "Société Jersiaise"…), skoed-ardamez ar familhoù pennañ. Un timbr eus ar rummad Europa a vez embannet bep bloaz. Abaoe 2014 e vez embannet timbroù-pegsun "Post & Go gant Jersey" ivez.
War holl dimbroù Jerzenez e lenner pep tra e saozneg, n'eus ket bet roet he flas d'ar jerzenezeg, yezh hengounel an enezenn.
Liamm diavaez
kemmañ- (en) Postoù Jerzenez