Timbroù Tanganyika
Ur vro e gevred Afrika e oa Tanganyika, bevennet gant Afrika ar Reter saoz (« British Eastern Africa »), deuet da vezañ Kenya, Nyassaland (Malawi bremañ), Kongo Velgia ("Republik Demokratel ar C'hongo" ) ha Mozambik, (suj d’ar Portugal betek 1974).
Trevadenn Alamagn eo bet etre 1888 ha 1916, a-raok bezañ ac’hubet gant ar Vreizhveuriz. Pa ‘z eus kaoz eus dismantr an Impalaeriezh alaman eo fiziet Tanganyika er Rouantelezh Unanet gant Feur-Emglev Versailhez.
Da vare an impalaeriezh alaman ec’h embann Berlin 40 timbr adalek 1893. Timbroù ar vammvro eo ar re gentañ, soulgarget « Deutsch-Ostafrika » dezho prizioù e « Pesa ».
E 1900 e teu er-maez ur rummad boutin anavezet en holl drevadennoù alaman hag a ziskouez ar yacht « Hohenzollern », gant ar meneg « Deutsch-Ostafrika » ha prizioù e Pesa c’hoazh. Un eil rummad gant prizioù e « Heller » a vo moulet evit 1905.
Aloubet eo Tanganyika gant an armeoù saoz e 1916. Ingalet e vez e 1921 timbroù trevadenn saoz « Ouganda hag Afrika ar Reter » (e saozneg : "East Africa and Uganda Protectorates") gant "G.E.A.", pezh a dalv « German East Africa ».
E 1921 e laka e gwerzh ar gouarnamant ur rummad timbroù gant skeudenn ur penn-jirafenn gant ar meneg "TANGANYIKA", dezho un dalvoudegezh e kentimoù (« cents »), shilling ha lurioù saoz (100 kentim evit ur shilling, 20 shilling par d'ul lur). E 1925 e reer un eil rummad heñvel, nemet gant livioù all.
Aet ar penn-jirafenn kuit eo poltred ar Roue George V hag ar gerioù MANDATED TERRITORY OF TANGANYIKA" a deu war-wel war an timbroù e 1927.
Etre 1935 and 1961 eo unvanet melestradurezhioù-post trevadennoù saoz ar rannvro dindan anv « East African Posts and Telecommunications Administration » hag implijet an hevelep timbroù evit an holl vroioù gant ar meneg « Kenya Uganda Tanganyika". Ar framm-se a bado betek 1976.
Gwelet : Timbroù Kenya Ouganda Tanganyika
Dizalc’h eo Tanganyika e 1961. War-bouez ur rummad pevar zimbr embannet e 1962 gant ar meneg "JAMHURI YA TANGANYIKA" e koun deroù ar Republik, e vez impljet anv nevez ar Stad, da lavaret eo Tanzania. Sultanelezh kozh Zanzibar zo aet da get pa 'z eo bet staget an enezenn ouzh Tanzania.