Timbroù Kenya Ouganda Tanganyika

An timbroù embannet dindan an anv « Kenya Ouganda Tanganyika » gant Melestradurezh Postoù ha Pellgehenterezh Afrika ar Reter a voe impljet e-barzh an trevadennoù dindan dalc’h ar Rouantelezh-Unanet, etre 1935 ha 1963.

E-pad an Eil Brezel-Bed e tivizas Gouarnourien saoz trevadennoù Ouganda, Kenya ha Tanganyika krouiñ ur c’huzul rannvro evit kenurzhiañ asambles an oberezhioù brezel. Pa voe echu ar brezel e voe embannet gant ar Gouarnamant saoz « kinnigoù ur raktres evit merañ ar servijoù etre an tiriadoù en Afrika ar Reter », a voe spisaet e 1947. Ijinet e voe er bloaz-se ar Gomision Uhel (‘’High Commission’’), lakaet da wir d’ar 1añ a viz Genver 1948. Kefridi ar bodad a oa sevel un aotrouniezh unvan gant barregezhioù resis, hep ma vefe direnket beli pep melestradurezh trevadennel.

Treiñ a reas an East African High Commission da East African Common Services Organization (Komision ar Servijoù kumun evit Afrika ar Reter) etre 1948 ha 1961, gant an hevelep palioù.

Dizalc’h e voe Tanganyika d’an 9 a viz Kerzu 1961, Ouganda d’an 9 a viz Here 1962, Zanzibar ha Kenya d’an 9 ha 12 a viz Kerzu 1963.

Diazezet e 1967, Kumuniezh Afrika ar Reter (‘’East African Community’’ e saozneg) a oa un aozadur etregouarnamant graet evit aesaat ar c’henlabour etre seizh bro eus Afrika ar Reter(Republik Demokratel Kongo, Burundi, Kenya, Rwanda, Soudan ar Su, Ouganda ha Tanzania), dizalc’h a-nevez, ha evit sevel ur c’hevredad. Ar pal uhelek-se n bado nemet 10 vloaz avat.

Timbroù George V

kemmañ
 
Ar Roue George V, 1935
 
Ar Roue George V, 1935

Dont a reas war wel e 1935 an timbroù kentañ embannet gant anv an teir zrevadenn, anezho ur rummad timbroù boutin savet evit lidañ 25vet deiz-ha-bloaz ren ar Roue George V. Kinnig a reont penn ar roue a-skerb e-barzh un hirgelc’h ha lec’hioù-annez naturel : ar menez Kenya, al Lenn Victoria, ar menez Kilimandjaro.

Divoaz e oa ar mod sevel an timbroù 10 c hag 1 lur saoz avat, rak hervez teknik an dipografiezh int bet moullet pa veze engravet an holl dimbroù d’ar c’houlz-se. Divoaz ar skeudenn ivez : dremmskeud ul leon, gant un dibab livioù du/melen ha du/ruz.

An hevelep tresadennoù a voe advoullet e 1938 gant penn George VI a-skerb.

E-pad ar brezel 1939-45 e paouezas ar velestradurezh da embann timbroù nevez, implijet e voe re Suafrika, Aden (rummad ‘’Ar Peoc’h’’), Ascension, Antigua, skrivet warno KENYA TANGANYKA AND UGANDA.

Timbroù Elesbed II

kemmañ
 
Timbroù 1960
 
Timbr 1958

Beaj ar Rouanez nevez e voe pennabeg ar sevel ur rummad timbroù gant tresadennoù nevez, e 1954, met gant ur patrom heñvel (gweledvaoù ar vro, loened gouez e-kichen poltred a-skerb Elesbed II.

E 1958 e teuas er-maez ur rummad daou dimbr-lidañ da-geñver 100vet deiz-ha-bloaz dizoloadenn Lennoù bras Afrika gant Burton ha Speke.

Ur rummad nevez “loened ha gweledvaou ar vro”, modernoc’h, a voe an hini diwezhañ (e 1960). Heuliet e voe e 1963 gant tri rummad timbroù-lidañ (kantvet deiz-ha-bloaz ar Groaz Ruz e 1963 da skouer).

Timbroù Kumuniezh Afrika ar Reter

kemmañ
 
Timbr 1973

Adalek 1964 (ha betek 1976) e voe embannet timbroù gant an aozadur etretiriadel, daoust da dimbroù pep Stad bezañ implijet ivez. Kavet int er c’hatalogoù er rann “Afrika ar Reter”.

Kendeuzet e voe Tanganyika ha Zanzibar dindan an anv nevez Tanzania ; kavout a reer neuze ar meneg "UGANDA KENYA TANZANIA", an tri anv o vezañ en urzh-se pe get.

Danvez an timbroù a glote gant darvoudoù an amzer : C’hoarioù Olimpek (Tokyo e 1964, München e 1972…), c’hoarioù Kenglad ar Broadoù, ensavadurioù ar bed (UNESCO, Interpol…) …