Kilimanjaro
Kilimanjaro
Gwel eus Kibo (5892 m) e 2006.
Anv er vro Kilimanjaro e Swahilieg
Douaroniezh
Uhelder 5895 m
Aradennad Menezioù reter ar Rift
Lec'h uhelañ Kibo
Melestradurezh
Bro Tanzania Tanzania
Isrann Distrig Rombo
Hent kern ar menez
Pignet da gentañ (European) 6 a viz Here 1889 gant Hans Meyer ha Ludwig Purtscheller
Hent aesañ Marangu Route
Geologiezh
Oad 4 milion a vloavezhioù
Mein Rhiolit
Seurt Menez-tan rift
Morfologiezh Menez-tan gweleadek
Oberiantiz Kousket
Tarzhadenn diwezhañ Pliosen[1], etre 150 000 ha 200 000 bloaz zo
Arsellva Hini ebet


Menez Kilimanjaro (pe Kilimandjaro) eo menez uhelañ Afrika, dezhañ 5892 metr uhelder. Emañ en hanternoz Tanzania, nepell diouzh harzoù Kenya. Tri menez-tan a ya d'e ober Kilimanjaro : Kibo (5892 metr), Mawensi (5149 metr) ha Shira (3 962 metr).

Uhuru eo ar pikern uhelañ, war menez-tan Kibo. Ar re gentañ da bignat gant ar menez uhel-se ha da dizhout al lein e voe Yohanas Kinyala Lauwo, Hans Meyer ha Ludwig Purtscheller, d'ar 6 a viz Here 1889.

Gallout a reer krapañ war menez Uhuru hep bezañ ur c'hrimper arroutet hag e-leizh a douristed a vez bep bloaz o vont betek al lein, o kerzhet etre c'hwec'h ha dek devezh en holl, sevel ha diskenn. Nemet e rank an hanter anezho dont war o c'hiz dre ma vezont klañv abalamour d'an uhelder. Ur park naturel, Park broadel Kilimanjaro, a oa bet savet e 1973, da wareziñ al loened a vev en tolead. Lakaet e oa bet war roll ar Glad bedel gant UNESCO e 1987.

Brudet eo ar C'hilimanjaro abalamour d'e galotenn skorn zo o kilañ buanoc'h-buanañ abaoe deroù an XXvet kantved hag a zlefe mont da get etre ar bloavezhioù 2030 ha 2050. Digresk ar c'houezhadennoù erc'h a vez lakaet alies war gont tommadur an hin met an digoadadur en deus c'hoariet ur roll a-bouez. Daoust ma oa bet krouet Park broadel ar C'hilimanjaro e 1973 ha daoust ma c'hoariont ur roll hollbouezus da reoliañ kelc'hiad an dour e kendalc'h ar c'hoadoù da zigreskiñ. Implijet e vez ar pradoù uhel gant ar Vasaied en norzh hag er c'hornôg, da lakaaat o zropelladoù da beuriñ, hag al labourerien-douar wachaggat er su hag er reter a c'hounez logelloù en em astenn mui-oc'h-mui war an tostaloù.

Goude ar souezh degaset e-mesk ar skiantourien gant e zizoloadenn gant Europiz a-drugarez da Johannes Rebmann e 1848, ar C'hilimanjaro en deus sachet an ergerzherien evel Hans Meyer ha Ludwig Purtscheller a dizhas kern ar menez e 1889 ambrouget gant o bleiner Yohanas Kinyala Lauwo. Da-c'houde e oa bet helebini etre ar Gatoliged hag ar Brotestanted da avielañ ar vro. Goude bloavezhioù ma oa trevadennet ar vro gant Alamagn ha goude gant ar Rouantelezh-Unanet e tiwanas ur vegenn chagga a gemeras penn ar vro pa zeuas Tanganyika da vezañ dizalc'h e 1961.
Kalz a douristed a gendalc'h da zeredek da bignat ar menez.

Lec'hanvadur

kemmañ

Anvet eo ar menez-tan Ol Doinyo Oibor e Masaieg, da lavaret eo « Menez gwenn » pe « Menez skedus »[2]. Badezet eo bet Kilimanjaro e 1860 ha dont a rafe eus ar egswahili Kilima Njaro[3]. Studiet eo bet an anv "Kilimanjaro"» abred, Johann Ludwig Krapf a dro e anv gant "Menez ar gloar" hep reiñ muioc'h a zisplegadennoù koulskoude[4]. E 1884, Gustav Adolf Fischer a zisklêr ez eo Njaro un droukspered eus ar yenien, un disklêriadenn hag a voe adkemeret gant Hans Meyer pa bignas ar menez-tan e 1889, met ne veze anavezet Njaro nemet gant Arvoriz ha pas gant tud an diabarzh, na gredent ouzhpenn nemet e speredoù madelezhus[4]. Joseph Thomson eo ar c'hentañ da c'houlakaat, e 1885, e talvez « Menez skedus ».Mar dalvez ar bihanaer kilima kement ha « tuchenn », « menez bihan », ne zispleg ket ar c'houlakadenn-se perak ne vez ket implijet ar ger mlima d'ober anv en un doare dereatoc'h eus ar "menez" nemet evit abegoù afektivel pe dre zistummadur e vefe. Njaro a dalvezfe "gwennder, sked" e swahilieg[4] met ne gaver ket ar pennger-se er geriadurioù kozh pe a-vremañ eus ar c'hiswahilieg ha marteze n'eo ket implijet er yezh voutin. Ouzhpenn, e Masaieg, ngaro pe ngare a dalvez dour pe mammenn[4]. Jaro avat a c'hell talvezout kement ha karavanenn e Chagaeg hag ur c'houlakadenn all a ginnig ar wrizienn kilmanare/kilemanjaare, kilelemanjaare pe c'hoazh kileajao/kilemanyaro a zo o ster « a drec'h al labous » pe « al loupard » pe « ar garavanenn ». Koulskoude, ne vefe bet degemeret an anv-se nemet e-kreiz an XIXvet kantved gant ar Wachagga a oa boas da envel ar menezioù-tan a anavent gant pep a anv, ar pezh a ziskouez eo anakonek an displegadenn-se[4].

Topografiezh

kemmañ
 
Fiñvskeudenn eus ar C'hibo e teir ment.
 
Ar C'hilimandjaro gant ar Shira (a-gleiz), ar C'hibo (er c'hreiz) hag ar Mawenzi (a-zehou).
 
Skeudenn loarel eus penn uhelañ ar C'hibo.

Ur menez-tan gweleadek pikernek eo ar C'hilimanjaro. Tri c'hern pennañ a ya d'ober anezhañ : ar Shira er c'hornôg, dezhañ 3 962 m, ar C'hibo, dezhañ 5891,8 m. uhelder, er c'hreiz hag ar Mawenzi, dezhañ 5149 m, er reter. Kurunennet eo ar C'hibo gant ur c'haldeira elipsek, dezhañ 2,4 km treuz ha 3,6 km hirder, ennañ ur c'hrater anvet Reusch Crater, dezhañ 900 treuz, ma sav ur pikernad ludu, dezhañ 200 m treuz anvet Ash Pit[5],[6]. Graet e vez pikern Uhuru eus ar pikern pennañ, war bord kreisteiz e galdeira diavaez. Perzhioù heverkañ all ar C'hibo eo an Inner Cone da 5835 m uhelder, Hans Meyer Point, Gilman's Point, Leopard Point ha Yohanas' Notch, un ode badezet en enor d'ar bleiner a ambrouge ar c'hentañ ergerzhadenn european er menez. E Mervent ar c'hern, ur riskladenn vras a zouar en deus digoret Western Breach, 100 000 vloaz zo, a-us Barranco Valley[7]. A-wezhioù e vez sellet ouzh ar Mawenzi evel trede uhelañ kern menez er c'hevandir goude Menez Kenya[6].

Sevenadur

kemmañ

Eno e voe skrivet gant Ernest Hemingway e zanevell anvet The Snows of Kilimanjaro (1936) ("Erc'hegi Kilimanjaro") kent dont da vezañ ur film — The Snows of Kilimanjaro an titl anezhañ — sevenet e 1952 gant ar filmaozer amerikan Henry King.

Notennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.