Timbroù Tiriad Dieub Trieste

Emañ bremañ kêr Trieste e reter-pellañ Italia, tost d'ar vevenn gant Slovenia.

Timbroù Trieste – Rann A

E dibenn ar Brezel-bed kentañ e voe aloubet kêrioù Trento ha Trieste, dindan dalc’h Aostria-Hungaria, gant Lu Italia. Timbroù italia ar bloavezhioù 1901-1917 zo dreist-moullet « centesimi di corona » ("kantimoù krurunenn") pe « corona » ("kurunenn"), mui an dalvoudegezh-werzh e 1919. E 1921 e voe staget an tiriadoù ouzh Italia.

E dalc'h Alamagn e voe Trieste adalek 1943. Gant droukziwezh arme an Trede Reich avat e kouezhas etre daouarn partizaned Tito e 1945. D’ar c’houlz-se eo e voe embannet timbroù Republik Sokial Italia dreist-moulet gant ar meneg « IV 1945 Trieste TRST » mui ur sterenn.

Gant ar feur-emglev sinet e Pariz gant Italia d’an 10 a viz C'hwevrer 1947 e voe krouet Tiriad Dieub Trieste. Rannet e voe ar vro etre daou damm :

  • an tiriad A (222,5 km², ennañ kêr Trieste ha 262 406 a dud) dindan melestradurezh an aotrouniezh breizhveuriat ha stadunanat ;
  • an tiriad B (515,5 km² ha 71 000 a dud) meret gant arme Republik Kevreadus Poblel Yougoslavia (Federativna Narodna Republika / FNR Jugoslavija, Федеративна Народна Република / ФНР Југославија).

Tiriad Dieub Trieste (Territorio Libero di Trieste en italianeg, Svobodno tržaško ozemlje e sloveneg ha Slobodna Teritorija Trsta e serbeg-ha-kroateg) a oa ur vro emren neptu etre 1947 ha 1954. N’heller ker ober eus an tiriad-se ur Stad dizalc’h penn-da-benn, met dieub a-walc’h e oa evit embann moneiz ha timbroù.

Timbr 1952 an tiriad B

Timbroù Yougoslavia gant un alc’hwez “STT Vuja” (betek 1952) ha « STT Vujna »(1952-54) a veze implijet er rann B etre 1948 ha 1954.

Er Rann A e veze graet gant timbroù Italia mui an dreist-mouladenn « A.M.G F.T.T. », da lavaret eo : Allied Military Government - Free Territory Trieste (« Gouarnamant Arme ar Gevredidi – Tiriad Dieub Trieste").

Staget e voe an tiriad A ouzh Italia hag an tiriad B ouzh Yougoslavia e 1954.

D’ar 26 a viz Here 2004 e voe lidet 50vet deiz-ha-bloaz distro Trieste da Italia dre embann un timbr.