Tipologiezh semantikel-kevreadurezhel
Er yezhoniezh e vez implijet an termen tipologiezh semantikel-kevreadurezhel (saoz. semantico-syntactic typology) evit komz eus un doare da renkañ yezhoù ar bed hervez an doare da urzhiañ an arguzennoùsemantikel-kevreadurezhel pennañ, da lâret eo en degouezh resis-mañ:
- arguzenn nemeti ur verb amdranzitivel ("S": arguzenn ar rener);
- arguzenn tostañ ouzh arc'hwel graer ur verb tranzitivel ("A": arguzenn ar graer yezhadurel);
- arguzenn pellañ diouzh ouzh arc'hwel gouzañver ur verb tranzitivel ("P": arguzenn ar gouzañver yezhadurel)
Tipologiezh APV kv. Tipologiezh SOV
kemmañDiorroet e oa an dipologiezh semantikel-kevreadurezhel (div. amañ APV) diwar an dipologiezh kent bet diorroet gant Joseph Greenberg anvet "tipologiezh hervez urzh ar c'hedrannoù" (saoz. constituent order typology, div. amañ SOV) diazezet war urzh ar rener ("S") ar renadenn ("O") hag ar verb ("V").
Hervez an deorienn-mañ eo chomet war-lerc'h an deorienn kent bet diorroet gant Greenberg, dreist-holl peogwir emañ diazezet war elfennoù yezhadurel europek disheñvel-krenn an eil re diouzh ar re all ("S", "V" hag "O") a c'hell bezañ didalvoud evit deskrivañ mont-en-dro yezhoù all.
Kentoc'h evit komz eus "S" hag "O" neuze e vez komzet gant an deorienn nevesañ-mañ eus "S" (rener ur verb amdranzitivel), "A" (graer ur verb tranzitivel) ha "P" (gouzañver ur verb tranzitivel).
O vont pelloc'h e c'hell bezañ kenstrollet "A" gant "S" evel elfennoù "renerel" hag "S" gant "P" evel elfennoù "absoloutivel" hervez bep o arc'hwel e degouezh pe degouezh yezhadurel resis.
Doareoù kavet an aliesañ
kemmañAn darn-vrasañ eus holl yezhoù ar bed (85%) a ra gant ar sistem tranzitivel, o vont eus an urzh kavet an aliesañ d'an hini kavet ar ralañ:
- AVP/SV > APV/SV > VAP/VS
Diaes eo avat renkañ ar yezhoù a ra gant ar sistem tranztivel (15% eus holl yezhoù ar bed), implijet gante meur a urzh kemm-digemm.
Kavadennoù
kemmañA-drugarez d'an dielfennadur-mañ e teu da vezañ sklaer ar fed ma teu arguzenn ur verb tranzitivel pellañ hec'h arc'hwel diouzh hini ar graer ("P") goude an arguzenn tostañ ouzh arc'hwel ar graer ("A") atav, hag amplegadurioù kognitivel e c'hellfe kaout ar gavadenn-mañ.