Tiranosaor Roue

Korf-eskern un Tiranosaor Roue
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Sauropsida
Usurzhad : Dinosauria
Urzhad : Theropoda
Uskerentiad : Tyrannosauroidea
Kerentiad : Tyrannosauridae
Genad : Tyrannosaurus
Anv skiantel
Tyrannosaurus rex
Osborn, 1905
Pelec'h e veze kavet
Amerika an Hanternoz
Prantad
Kretase uhel, ~70-65 milion
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


An Tiranosaor (Tyrannosaurus Rex) a oa un dinosaor kigdebrer bras a veve e diwezh ar c'hretase e-pad ar prantad anvet ar Maastric'htian, etre 70 ha 65 milion a vloavezhioù kent hon oadvezh. Ar brasañ kigdebrer eus e amzer e oa war an douar.

Tyrannosaurus zo ur ger latin deveret diouzh ar gresianeg hag a dalvez « glazard tirant », diwar ar gerioù gresianeg τύραννος (Tyrannos, « tirant ») ha σαῦρος (Sauros, « glazard »). badezet e oa bet evel-se gant Henry Osborn e 1912 abalamour ma oa ur preizher fromus gant dent hag skilfoù divent.

Deskrivadur

kemmañ

Unan eus ar brasañ kigdebrerien zo bet biskoazh war an douar eo Tyrannosaurus rex. War-dro 12 pe 13 metrad hed e oa an tiranosaored, ha 4,5–5 m uhelder, en o oad gour, pa vezent deuet d'o ment[1]. A-hed ar bloavezhioù en deus cheñchet kalz soñj an arbennigourien diwar-benn o fouez, eus muioc'h evit 7200 kilo (war-dro 8 tonenn)[2], betek nebeutoc'h evit 4500 kilo (5 tonenn)[3],[4]. Soñjal a reer bremañ e pouezent etre 5400 ha 6800 kilo (etre 6 ha 7,5 tonenn)[5],[6],[7],[8].

1, 5 metrad hed eo ar c'hlopenn Tyranosaurus rex vrasañ a anavezer. Ur gwel daoulagadek en doa moarvat, kalz pe nebeut, rak ledan-kenañ e oa diadreñv ar c'hlopenn ha strizh e oa e vuzell. Kement-se a roe an tu dezhañ da vuchañ pellder ar preizhoù. Lod eus an eskern, evel re ar fri, a oa staget kenetrezo, ar pezh a vire oute a fiñval. Bihannoc'h e oa pouez ar c'hlopenn evit ar pezh a seblante bezañ da gentañ a-drugarez d'an digoroù ledan a oa ennañ hag a bourchase ivez lec'hioù evit stagañ ar c'higennoù. Tev-kenañ e oa an eskern o-unan, evel an dent kranellet, dezho betek 18 santimetrad hed a-wezhioù!!

Stumm an dent a oa hirgelc'hiek pa vez sellet oute a-droc'h. Evel tyrannosauridae all, Tyranosaurus rex en doa dent disheñvel o stumm hervez o implij (hemañ zo ur perzh anvet heterodontiezh), da skouer an dent rakgarvan en tu a-raok eus ar garvan uhelañ, stardet an eil re ouzh ar re all ha dezho stumm un D pa vezont sellet a-droc'h. Roudoù krogadennoù ledan kavet war eskern dinosaored all a ziskouez e c'halle an dent-se sankañ e-barzh eskern solut. T. rex en doa an nerzh kregiñ brasañ e-touez an holl zinosaored hag unan eus ar re vrasañ bet biskoazh d'ul loen. Kavout a reer alies dent uzet pe torret, met pa veze ezhomm e veze kemeret lec'h an dent kollet gant an tiranosaored gant re nevez, a-hed o buhez, er c'hontrol eus ar pezh a c'hoarvez evit ar bronnneged.

Dalc'h

kemmañ

En em zerc'hel a raent war o daou bav a-dreñv. O izili a-dreñv, oute pep a droad gant tri biz skilfek, a oa kreñv-kenañ. Da gentañ e soñje an henvevoniourien en em zalc'hent hogos a-blom en o sav abalamour d'o daoudroadegezh. Met da-heul dizoloadennoù relegennoù all ha studiadennoù bevmekanek graet goude e soñjer en em zalc'hent kentoc'h a-blaen rak mod all ne vije ket bet melloù o c'hein evit herzel ouzh o fouez.

 

An daou bav a-raok a oa kalz berroc'h evit ar re all. bihan-tre ez int e-keñver ment un tiranosaor. Hañval a reont bezañ dinerzh d'ar c'hentañ gwel met ne oa ket gwir tamm ebet. Kigennoù kreñv o devoa ha pep a zaou viz gant skilfoù lemm oute. Talvezout a raent d'an tiranosaored da zerchel o freizh sur a-walc'h met re verr e vijent bet moarvat evit dastum un dra bennak war al leur. Ret e oa d'an tiranosaored stouiñ evit debriñ o freizh eta.

Evel hini an therapoded all e oa pleget o gouzoug e stumm un S, met berroc'h e oa ha kigennoù kreñv-kenañ a oa ennañ evit dougen o fenn pounner. Hir ha pounner e oa al lost ivez, a-wezhioù e kaver en tu all da zaou-ugent mell ennañ, evit kempouezañ pouez ar c'horf hag hini ar penn. Kalz eskern eus ar relegenn a oa goullo. Bihanaat a rae e-giz-se pouez ar relegenn a chome kreñv-kenañ memes tra.

Studiadennoù bevmekanek o deus lakaet da soñjal ne oant ket evit redek buanoc'h evit 18 km/eur. Lod a soñj abalamour d'ar studiadenn-se e vijent bet kentoc'h gagnaouerien a zebre loened marv rak ne vijent ket bet gouest da redek pell war-lerc'h o freizh. A-walc'h e vije bet marteze evit chaseal war api ha tapout loened goude ur pennad tizh war un dachenn verr evel ar gepared. Diouzh an tu all ez eus bet kavet roudoù karrekaet eus tiranosaored a ziskouezh e oa gouest lod anezhe d'ober stampoù, dezhe 3, 75 metrad hirder. Jedet eo bet e klote gant un tizh a 25 km/eur. Marteze e oa bet lezet ar roudoù-se gant un tiranosaor o plantañ tizh. Diaes eo gouzout d'ar just eta. Kalz goustatoc'h e oa an tiranosaored forzh penaos evit ar re a weler e Jurasssic Park.

Dizoloadennoù

kemmañ

Lakaet e oa al loen-se Tyrannosaurus rex gant Henry Fairfield Osborn, prezidant eus ar Mirdi Istor Naturel Amerikan (the American Museum of Natural History), e 1905. Deveret eo bet an anv-se eus ar gresianeg war-bouez ar ger rex, amprestet digant al latin gant Osborn, a dalvez "roue". (Sellet ouzh deroù ar pennad)

Gallout a reer sellet ouzh ar mell anvet Manospondylus, kavet gant Cope e 1892 evel ar c'hentañ tamm eus Tyrannosaurus rex zo bet dizoloet. Dizoloet e oa an eil relegenn tiranosaor gant Barnum Brown, eilmirour eus ar Mirdi Istor Naturel Amerikan (American Museum of Natural History), er Wyoming e 1900. Badezet e oa da gentañ Dynamosaurus imperiosus er memes pennad-skrid ma oa deskrivet Tyrannosaurus rex. Ma vije bet disheñvel urzh ar pajennoù e vije deut Dynamosaurus da vezañ anv ofisiel ar spesad. Emañ an eskern a oa bet badezet "Dynamosaurus" e dastumadenn ar Mirdi Istor Naturel, e Londrez.

En holl e kavas Barnum Brown pemp relegenn tiranosaor diglok. Dastum a reas Brown an eil relegenn e 1902 hag e 1905 e Hell Creek, e Montana. Hemañ eo an arc'hskouer (holotype) implijet evit deskrivañ Tyrannosaurus rex Osborn, e 1905. In 1941 e oa gwerzhet d'ar "Carnegie Museum of Natural History" e Pittsburgh, e Pennsylvania. Gallout a reer gwelet pevare ha brasañ kavadenn Brown, graet e Hell Creek ivez, er Mirdi Istor Naturel Amerikan e New York.

Henvevoniezh

kemmañ

Ha pluñv o doa?

kemmañ

E 2004 e embannas ar gelaouenn skiant Nature ur rentañ-kont a zeskrive ul loen tiranosaorheñvel kozh, Dilong paradoxus, eus gwiskad brudet Yixian e Sina. Evel kalz theropoded all bet dizoloet e Yixian, e oa bet miret ar relegenn karrekaet gant ur gwiskad frammoù neudennek a seller oute evel diaraogerien ar pluñv peurliesañ. Lod o deus soñjet o doa an tiranosaored, ha tiranosaorided all kerent tost dezhe, kentpluñv eus ar seurt-se. Koulskoude, Un nebeud louc'hoù kroc'hen eus tiranosaorided deuet d'o ment kavet er C'hanada hag e Mongolia a ziskouez skantoù zo heñvel-pakret ouzh re an dinosaored all. Daoust ma'z eo posupl e vije bet kentpluñv war lodennoù eus ar c'horfoù ha n'int ket bet miret, noazhded ar c'hroc'hen zo da dostaat ouzh hini loened bras a-vremañ, dezho meur a donenn, evel an olifanted, an dourvarc'hed hag ar pep brasañ eus ar spesadoù frikorneged n'o deus ket a reun war ar pep brasañ eus o c'horf.

Seul vui e kresk ment al loened seul vui e kresk o barregezh da zerc'hel an tommder en askont ma vihana ar feur etre gorread o c'hroc'hen hag o zolzenn. En abeg d'an dra-se pa'n em gav loened bras dindan hinoù tomm, dre m'o deus en em skignet e metoù nevez pe en abeg d'o diorroadur, e paouez ur gwiskad pluñv pe feur da vezañ emsav evite hag e c'hall dilañsañ al loened zoken, dre ma vez dastumet re a wrez abalamour d'an heol, ar pezh a c'hall lakaat gwrez al loened-se da vezañ re uhel.

Gallout a rafe ar c'hentpluñv bezañ bet kollet da-c'houde e-kerzh emdroadur an tiranosaorided bras evel an tiranosaored, en hinoù tomm ar c'hretace peurgetket[9]. Soñjal a ra skiantourien zo e c'hallje an tiranosaored yaouank bezañ bet marbluñv, evel pologed an evned a-vremañ, met ur vartezeadenn n'eo ken.


Ha tomm e oa o gwad?

kemmañ

Bet eo an tiranosaored e-kreiz ar vreutadenn evit gouzout ha tomm pe yen e oa gwad an dinosaored abaoe ma oa roet lañs dezhi gant ar paleologour Robert T. Bakker. Abalamour d'o live obererezh uhel e soñjer e oa tomm o gwad evel hini kalz theropoded all. Da skouer, evit bezañ gouest da bakañ preizhoù en un doare oberiant e vije bet mat dezhe kaout gwad tomm. Perzhioù zo eus anatomiezh an tiranosaored zo heñvel ouzh re al laboused o deus gwad tomm. koulskoude, abaoe ma soñj lod ne oa an tiranosaored ken gagnaouerien, e tizfizier war deorienn an tiranosaored o gwad tomm. Daoust ma'z eus bet pourchaset un nebeud arguzennoù a-bouez gant Bakker n'eo ket ali an holl baleologourien war ar c'hraf-se[10] [11].

An tiranosaored er sevenadur poblek

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Brochu, C.R. 2003. Osteology of Tyrannosaurus rex: insights from a nearly complete skeleton and high-resolution computed tomographic analysis of the skull. Memoirs of the Society of Vertebrate Paleontology 7: 1-138.
  2. Henderson, D.M. 1999. "Estimating the masses and centers of mass of extinct animals by 3-D mathematical slicing". Paleobiology 25: 88–106.
  3. Anderson, J.F., Hall-Martin, A. & Russell, D.A. 1985. Long bone circumference and weight in mammals, birds and dinosaurs. Journal of Zoology 207: 53–61.
  4. Bakker, R.T. 1986. The Dinosaur Heresies. New York: Kensington Publishing. 481pp
  5. Farlow, J.O., Smith, M.B., & Robinson, J.M. 1995. Body mass, bone "strength indicator, and cursorial potential of Tyrannosaurus rex". Journal of Vertebrate Paleontology 15: 713-725.
  6. Seebacher, F. 2001. "A new method to calculate allometric length-mass relationships of dinosaurs". Journal of Vertebrate Paleontology 21(1): 51–60.
  7. Christiansen, P. & Fariña, R.A. 2004. "Mass prediction in theropod dinosaurs". Historical Biology 16: 85-92.
  8. Erickson, G.M., Makovicky, P.J., Currie, P.J., Norell, M.A., Yerby, S.A., & Brochu, C.A. 2004. "Gigantism and comparative life-history parameters of tyrannosaurid dinosaurs". Nature 430: 772-775.
  9. Xu X., Norell, M.A., Kuang X., Wang X., Zhao Q., & Jia C. 2004. "Basal tyrannosauroids from China and evidence for protofeathers in tyrannosauroids." Nature 431: 680-684.
  10. Williams, P. (1997). Bob Bakker. Dinosaur Cards. Orbis Publishing Ltd. D36044608.
  11. Evans, J. (1998). Ultimate Visual Dictionary - 1998 Edition. Dorling Kindersley Books. 66-69. ISBN 1-871854-00-8.