Hollveliouriezh
Lakaet e vez perzh an hollveliouriezh (pe totalouriezh) war ar renadoù politikel m'eo deuet ar riez da lakaat ar gevedigezh keodedel da deuziñ gantañ ken ez a e ideologiezh da benngredenn embannet estreget reoù all.
Kontrollet eo ar riez gant ur strollad politikel nemetañ ha diwarno eo kontrollet ar gevredigezh a-bezh, ar vuhez foran, ar sevenadur, an deskadurezh, ar skiantoù, ar vuhezegezh ken n'eo ket anavezet frankiz divoutin ebet d'an hiniennoù, na frankiz komz ebet, na frankiz koustiañs ebet.
Iskevrennad eus | diktatouriezh |
---|---|
Dezverket dre | Forced merger |
Enebet ouzh | anti-totalitarianism |
An diforc'h e-keñver an diktatouriezh a c'heller gwelout e lec'h pe lec'h eo ez eus lakaet ur c'hontrol war oberioù an dud hag ivez war ar speredoù, hag a zeu eus ar striv renet gant ar riez hollveliour evit sachañ an dud da embann ez eont a-du gant an ideologiezh ofisiel. Ha kastizet pe gondaonet da vervel e vezont pa ne reont ket.
Perzhioù ur riez hollveliour
kemmañStudiet eo bet pizh ar reizhiad hollveliour gant ar brederourez Hannah Arendt, da gentañ holl en he levr brudet "Orinoù an hollveliouriezh" (1951). Ennañ e tiskouez eo bet lakaet da vont en-dro an hollveliouriezh e div riez hepken : an Trede Reich alaman dindan ar renad nazi (1933-1945) hag Unaniezh ar Republikoù Skialour ha Soviedel (URSS), dindan Jozef Stalin (1924-1953) dreist-holl.
Skrivañ a ra Hannah Arendt ouzhpenn ez eus bet prantadoù hollveliour pe o deus diorroet techoù hollveliour e broioù all, evel e Bro-C'hall pa oa bet divizet lakaat e kampoù-bac'h repuidi Brezel Spagn pe er Stadoù-Unanet pa vleunie ar vaccartyouriezh e penn ar bloavezioù 1950.
En ur renad hollveliour ne c'hell bezañ nemet ur strollad o kontrollañ ar riez, hemañ a glask kontrollañ ar gevredigezh hag an holl hiniennoù dre vras.
Ne c'hell ket bezañ muioc'h eget ur strollad pa vez embannet gant ar riez hollveliour n'eus nemet ur vro ha dre-se ne dle ket an hinienn klask pellaat eus an Unvezh. Setu perak e vez kredet gant an hollveliourien ez eo tapet an hinienn digredus pe ar strollad disrann gant ur c'hleñved-spered, ar skizofreniezh, pa seblant dezho e kred an disrannerien bezañ meur a hinienn disheñvel o spered pa vezont unan, sañset.
Hervez Hannah Arendt n'eo ket an hollveliouriezh ur renad politikel e-touez ar re all, met ul luskad emzistruj evit ma vo dispennet ar frammoù kevredigezhel.
Skoueroù renadoù hollveliour
kemmañen XXvet kantved
kemmañ- an Trede Reich
- an URSS