Tour-tan Penfred
Tour-tan Penfred zo un tour-tan savet war Enez Penfred, unan eus inizi Glenan, e Breizh.
Lec’h | Fouenant, Frañs |
---|---|
Daveennoù lec'hiañ | |
Tour | |
Savet | 1837 |
Emgefreekaet | 30 Ebrel 1993 |
Uhelder | 24,25 metr, 24,2 metr |
Uhelder diwar live ar mor | 38 metr |
Statud gladel | monumant istorel enskrivet |
Gweladenniñ | ne reer ket |
Annezet | n’eo ket |
Gouloù | |
Enaouet evit ar wech kentañ | 10 Here 1837 |
Uhelder fokalenn | 36 metr (ruz), 34 metr (gwenn) |
Diraez | 21 mil-mor (ruz), 11 mil-mor (gwenn) |
Doareenn ar sinal | Fl R 5s, Q W |
Un tour karrezek eo tour-tan Penfred, dreist ur savadur mein savet e-kreiz ur c'hreñvlec'h eus 1812. Pelloc'h en enezenn edo ti-annez gwarded an tour-tan.
Ken abred hag an XVIIIvet kantved e oa bet tud o c’houlenn ma vije savet un tour-tan en inizi Glenan, rak en amzer-se ne oa tour-tan ebet etre Beg Penmarc'h hag aber al Liger. E 1826 e voe divizet gant "Bodad an tourioù-tan" lakaat sevel un tanlec’h e biz Penfred. E 1836 e voe kroget gant labourioù an tour-tan, a voe savet gant mein tennet eus an enezenn, hag echuet e voent e 1838. D’ar 1añ a viz Here er bloaz-se e voe enaouet an tan e beg an tour.
Adalek 1937 e voe enaouet ar gouloù gant gaz e-lec'h tireoul. E 1951 e voe erlerc'hiet an tredan ouzh ar gaz. Abaoe miz Ebrel 1993 eo emgefreek an tour-tan ha kontrollet e vez gant ur skipailh tud a zo diazezet e Konk-Kerne.
Liammoù diavaez
kemmañ- Ministrerezh ar Sevenadur, base Mérimée, fichenn niv. IA56000334
- Tour-tan Penfred e lec’hienn DIRM NAMO (Direction Interrégionale de la Mer Nord Atlantique-Manche Ouest)
- Fichenn e lec'hiennn DDTM 29
- Phares à travers le monde Skeudennoù
- Pennad "Au phare de Penfret", gant Jean Puloc'h