Tragedien sacr – Meditasion war pep mister a Basion hor Salver Jezuz-Krist zo ur skrid relijiel, hanter komz-plaen, hanter barzhoneg, diwar-benn an oferenn ha marv Jezuz.

Savet e oa bet gant Yann Kadeg, eus Pleuzal, e Treger, ha moullet div wech (an eil gwech e 1688) er XVIIvet kantved.

Daou dra heverk a lavarer diwar-benn an oberenn : an oberenn diwezhañ savet hervez doare-gwerzaouiñ ar c'hrennvrezhoneg eo, hag ar c'hentañ skrid o tiskouez perzhioù dibar yezh Treger.

Doare ar skrid

kemmañ

Ouzhpenn ar c'hlotennoù e dibenn ar gwerzennoù e ranker teuler pled ouzh ar c'hlotennoù e diabarzh ar gwerzennoù.

Ma Jezuz c'hwi hoc'h eus douget gant ur reuz bras
Ur gurun spern divlaz evit kreskiñ ho kloazioù
Grit din da virviken dougen pinijenn vras
Evit dellit ur plas en neñvoù dre ho kras.

Levrlennadur

kemmañ