Brezhoneg Treger

(Adkaset eus Tregerieg)

Perzhioù dibar zo da vrezhoneg Treger (pe tregerieg), en distagadur, er yezhadur, er c'heriaoueg, goude ma kaver disheñvelderioù etre an daou benn eus ar vro.

Distagadur

kemmañ

Vogalennoù

kemmañ

Distaget e vez

  • [o] al liester skrivet "où" (nemet un ou a vefe dija er ger : poulloù...)
  • [ə] e-lec'h [e] pa ne vez ket taolmouezhiet :
    • e-barzh "ket" (a vez taolmouezhiet e leoneg) : 'oaran ket [wa'rãk:ət]
    • en anv-gwan-verb : lonket ['lɔ̃ŋkət]
    • en dibenn-verb skrivet it, evel e-barzh sellit : ['sɛl:ət]
    • el liester en [ed] : merc'hed ['mɛrɤət]

Vogalennoù friet:

Kensonennoù

kemmañ

Distaget e vez

  • /h/
    • e deroù ar gerioù evel hanter, hent, hir nemet pa vez ar ger-mell dirak;
    • er raganvioù-diskouez (hemañ, hennezh, hag ar re all), gant se e klever ha hemañ ha neket hag hemañ;
    • e deroù gerioù all : ad-, anv,
  • /z/ e-lec'h /s/ e deroù ar gerioù : Se zo sur a glever /zezo'zy:r/
  • implijet e vez ec'h e-lec'h ez dirak ar verboù bezañ ha mont: ec'h on, ec'h an...)
  • /w/
    • ar "v" e-barzh gerioù evel : avel, 'vit, pevar, nevez, devezh; war, '
    • hag ar "w" diwar gemmadur: da wreg,
  • [r] ne vez ket distaget evel e galleg, ha n’eo ket unvan an distagadur anezhañ :
    • ruilhet (teod ouzh diaraog ar staoñ) e kornioù zo (hogen dousoc'h eget e Leon) (klevet fraezh pa glever mouezh Maria Prat,
    • pe distaget gant beg an teod ouzh kreiz ar staon (an distagadur a vez kavet "amerikan" gant lod).
  • /j/ eo distagadur al lizherenn lh er gerioù evel drailhañ, sailhat, dilhad, ruilhal, ...

Kensonennoù aet da get

kemmañ
  • b, e-barzh ober alies, distaget /'ɔ:r/, evel e Kerne-Izel,
  • d, e-barzh -adenn alies, distaget /'a:n/,
  • g, e-barzh digor alies, distaget /'di:ɔr/, digarez distaget /'dja:re/,
  • r etre div vogalenn e gerioù evel c'hoari, Mari, arri (erru) /aj/; dibriñ
  • z (diwar un d kozh)
    • etre div vogalenn (bezañ, anezhañ)
    • pe e fin ur ger, evel e kerneveg, e gerioù evel: nevez, bemdez, karantez,...
    • e liester an anvioù-kadarn tiez, aelez, aotrounez;
      • a-wechoù e vez distaget [x] e gerioù evel bazhad, lazhañ, razhed.

Kemmadurioù

kemmañ
  • Ne vez ket graet kemmadur dre vlotaat /d/ e /z/ (da vihanañ a-reter d'ar stêr Leger): daou den, da dorn, da dont
  • Den a dro da an nen pa dalv kement hag on e galleg: skuizhañ buanoc'h a ra an nen ...

Gwir eo ivez n'eo ket "peurunvan" ar rannyezh, ha traouigoù disheñvel a c'haller kavout e pevar c'horn ar vro:

  • pop e-lec'h pep
  • para pe p'ra evit petra
  • petore (peto'e), e-lec'h peseurt (pe seurt).

Yezhadur

kemmañ

Gerioù yezhadurel

kemmañ
  • en e-lec'h e: mont en kêr, kanañ en brezhoneg;
  • hon, e-lec'h hor pe hol;
  • kenkent, e-lec'h kerkent, kenkoulz e-lec'h kerkoulz;
  • lakaet e vez kentoc'h n eget d war-lerc'h ne pe na dirak ur vogalenn. Skrivet e vez neuze an n-se ouzh dibenn an nac'henn ha neket ouzh penn ar verb;
Nen/nan eus ket en Breizh, nen eus ket unan,
Nen/nan eus ket ur sant evel Sant Erwan!... (Kervella (1947:§232.II)
  • lavaret e vo ken bras evel hemañ, e-lec'h ken bras ha hemañ.
  • e-lec'h peseurt e vez implijet ivez
    • petore den
    • petra den
  • e-lec'h petra e vez klevet ivez peseurt[1] .

Verboù

kemmañ
  • E liester an amzer-da-zont
    • ne reer nemet gant ar stummoù -fomp, -fet, -font

Verboù direizh

kemmañ
  • Bezañ:
    • Ne vez ket graet gant ez eus, met gant zo
    • Ne vez graet nemet gant emañ hag emaint, e-lec'h ar furmoù all e vez graet gant on, out ....
    • Ledetoc'h a-galz eo avat ar stumm voint, evit trede gour lies ar verb bezañ, hervez an ALBB, met anavezet eo ar stumm vefont[2].
  • Ne vez ket distaget it en eil gour lies, met et.
  • Kaout:
    • graet e vez gant ar stummoù hir en trede gour: en devo, he devoa
  • Gouzout:
    • 'oaran ket, n'ouve'an ket, n'onn ket a c'hall bezañ implijet gant ar memes tud;
    • gouvezet eo an anv-gwan-verb.

Verboù reizh

kemmañ
  • Karout, zo karet, ha graet e vez gant ar stummoù kerez (karez), keret (karit), kerfet (karfet), kere (kare);
  • Lampat, evit lammat, evel en droienn lampat ha sailhat.
  • Lavarout, zo laret, ha graet e vez gant ar stummoù lerez (larez/lavarez), leret (lavarit), lere (lavare)

Araogennoù

kemmañ
  • Da, distaget/də/ peurvuiañ.
  • E-lec'h deomp ha ganeomp e reer gant demp/dimp, ganemp/ganimp.
  • Mesket e vez ouzhin ha diou(zh)in, klevet e vez [di'wi].
  • Komz diou(zh)imp, e-lec'h komz ac'hanomp e yezh Leon.
  • E-maez an ti, e-lec'h er-maez eus an ti.

Gerioù ha troiennoù dibar

kemmañ

Gerioù ha troiennoù zo ha ne gaver ket nemeur e-maez Treger, pe tamm ebet. Darn zo stag ouzh ur c'hornad, evel todion, skribiton, ... evel a c'hoarvez er rannyezhoù all. Geriennoù deuet eus an tunodo, luc'haj ar Roc'h-Derrien, zo en em strewet e brezhoneg ar c'hantonioù tro-dro. Perzhioù heñvel ouzh brezhoneg Leon a gaver a-wechoù e Treger-Izel.

  • aezet : aes
  • arre : adarre
  • awidell : kontadenn (fentus alies)
  • beure : mintin, e Leon
  • boutañ: e-lec'h bountañ
  • chaous : lipig, hag estlammadell
  • c'hoari (al) las : dirollañ, riboulat
  • c'hoari e droad porc'hell : fouzhañ
  • c'hwistim : c'hwi 'istim, c'hwi 'soñj deoc'h
  • (mont) d'an druilh-drast : d'ar pevarlamm
  • difindaoniñ: freuzañ
  • dresañ : renkañ, kempenn un dra bennak torret
  • en em stipañ : en em fichañ
  • en em c'houlenn : klask gouzout
  • evit [wit], araogenn amzeriañ
    • evit an deizioù ([win'dɛ:ju]) : en deizioù-mañ
    • evit ar beure : er mintin-mañ
    • evit ar bloaz : er bloaz-mañ
    • evit ar sizhun : er sizhun-mañ
  • flec'hañ : c'hweseta
  • fontañ arc'hant : dispign n'eus forzh pegement
  • gargal : kelenn
  • gars, garz: genaoueg
  • groñj : elgezh
  • gouermagn : kintus
  • gouerous, gwerouz; gouerouzat : klemmicher; klemmichat
  • gwabrigol : luc'hed
  • kabared* : kanastell
  • klask fret : klask unan bennak (pe 1 evit en em gannañ, pe 2 evit merc'heta pe paotreta)
  • lankon : lampon
  • loukez : genaoueg
  • mat pell zo, netra ken, echu
  • meür : ouesk, e kornad Gwerliskin ha Plouigno
  • mont e galouach : mont e belbi
  • nay : sot
  • ober gwad fall : kaout nec'hamant
  • ober pecheroù da ub : ober flouradennoù da ub
  • paotrez : plac'h (e kornad Montroulez, dianav er peurrest eus ar vro)
  • redek an douilhez : klask paotreta pe merc'heta
  • sof-kont : e-leizh
  • stipet : gwisket brav
  • tiekoù : ardoù;
  • tresenn : garzh

Skrivagnerien hag o deus graet gant tregerieg

kemmañ

Skrivagnerien 'zo o deus graet gant tregerieg e mod pe vod en o skridoù. En o zouez emañ:

Levrioù diwar-benn an tregerieg

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Jules Gros, Le Trésor du breton parlé (Éléments de stylistique trégorroise), peder levrenn (1966-1989) hag ur geriadur galleg-brezhoneg (Emgleo Breiz, 1993). Anat eo eo bet reizhet, d'ur c'houlz bennak gant unan bennak, betek skarzhañ stummoù tregeriek rik evel -fomp, -fet, -font.

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Reter da Wengamp kentoc'h [1].
  2. Kartenn ALBB

Liammoù diavaez

kemmañ