Trede lizher Sant Yann
Emañ tri Lizher Sant Yann e-touez Lizheroù Katolik an Testamant Nevez. Hervez Maodez Glanndour[1] e vefe bet skrivet al lizheroù-mañ etre 95 ha 105 GJK, war-dro fin buhez an abostol, d'ar mare ma skrive e aviel.
Gant piv eo bet skrivet ?
kemmañ« Gant an abostol Sant Yann, hervez an hengoun, eo bet skrivet al lizher-mañ[...]. » a skriv Maodez Glanndour. « Daoust n'int sinet nemet gant un ano diresis, « an Henaour », ez int bet lakaet a viskoazh dindan ano Sant Yann. E soñjoù, e zoare a gaver enno evit gwir, ha diaes eo krediñ e vefe bet roet ano an Abostol da skridoù ken dister, mar ne vefent ket eus e zorn. »[2] a lavar a-zivout aneil hag an trede lizher.
Da biv e voe kaset ?
kemmañ« Ha piw eo Gaioz, degemerer an trede lizher ? Un diskibl feal d'an abostol. Met peseurt karg en devoa ? N'ouzomp ket. Diotrefez avat, an eneber ouzh urzhioù sant Yann,, a hañval bezañ bzt un eskob, gant ar veli a zo diskouezet dezhañ kaout war an dud.[...] Ha piw c'hoazh Demetrioz ? Moarvat, pennrener ar brezegerion [bet kaset gant Yann] ha war un dro degaser al lizher. »[3]
Danvez trede lizher Sant Yann
kemmañHervez ar pezh a lenner er Bible de Jérusalem[4] e voe kaset al lizher-mañ evit diskoulmañ ur gudenn a veli hag un dizemglev savet en unan eus an ilizoù a oa Yann penneskob warni.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Digoradur d'al Lizheroù Katolik, eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p. 53
- ↑ Maodez Glanndour, Digoradur d'al Lizheroù Katolik, eil lodenn an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p. 535
- ↑ Maodez Glanndour, Digoradur d'al Lizheroù Katolik, eil lodenn an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p. 535
- ↑ (fr) La Sainte Bible, Cerf, 1961, p. 1396