Tremazan
Tremazan zo anv ur c'hastell e Landunvez, e Bro-Leon, savet war un duchenn roc'hellek dirak Porsal. Ne chom nemet dismantroù anezhañ, tammoù eus un tour karrezek, aet d'an traoñ tammoù anezhañ e goañvezh ar bloaz 1995.
MONUMANT ISTOREL |
---|
Kastell Tremazan e 1992 |
Daoust d'an tour-meur bezañ kouezhet en e boull, e chom heverk ar savadur : 30 metr uhelder zo dezhañ ha pevar estaj. N'eus nemet tri zour-meur karrezek evel-se e Breizh : emañ ar re all e Hazhoù hag e Klison. Savet e vije bet an tour-meur-se etre 1330 ha 1350, hervez ar studiadennoù nevesañ[1]. Ur voger gentañ a oa bet savet goude, er XIVvet kantved, hag un eil er XVvet kantved.
Istor
kemmañStag eo anv Tremazan ouzh hini sant Tangi, hag e c'hoar Eodez Tremazan. Duchatel pe du Chastel e oa anvet tiegezh perc'henned ar c'hastell, ha Tangi zo bet un anv-badez douget gant meur a vab er familh.
Hervez ar richenn e oa bet savet ar c'hastell gant un aotrou Bernard du Chastel pa oa deuet en-dro eus Brezelioù ar Groaz, e 1248. En hanterenn gentañ ar XIVvet kantved e kaver meneg asur eus ar c'hastell en istor, e-pad Brezel hêrezh dugelezh Breizh : a-du gant Yann Moñforzh e oa ar familh du Chastel ; d'un aotrou anvet Bernard du Chastel ivez, a oa diskennad d'ar Bernez kentañ, e taskoras Charlez Bleaz e gleze en emgann ar Roc'h-Derrien, e 1347. Pa zeuas ar peoc'h en-dro e tostaas ar familh d'ar C'hallaoued, hogen pa zeuas an dug Yann IV en-dro, e 1379, e savjont a-du gantañ adarre.
E dibenn ar XVIvet kantved e tremenas ar c'hastell etre daouarn an tiegezh Reoz (Rieux), hag etre meur a familh all goude, a-raok bezañ prenet gant Louise de Keroual e 1684. Adwerzhet e voe meur a wech goude. Un ti-feurm e oa deuet da vezañ en XIXvet hag en XXvet kantved. E 1999 e voe prenet gant kumun Landunvez. Hiziv e klask ar gevredigezh « SOS Château de Trémazan » lakaat gwareziñ ar c'hastell ha ledañ gouiziegezh diwar-benn e istor.
Levrlennadur
kemmañ- Le Trémazan des Du Chastel, du château fort à la ruine aktaoù kollok Brest e 2004, dindan renerezh Yves COATIVY, CRBC - Association SOS Château de Trémazan, 2006
- Le château fort de Trémazan, Association SOS Château de Trémazan, 1999
Pennadoù kar
kemmañLiammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Le château fort de Trémazan, Association SOS Château de Trémazan, 1999, p. 26