Trenioù a levitadur magnetek

Ur stumm disheñvel eus an trenioù boaz eo an trenioù a levitadur magnetek. Implij a reont perzh ar sustentadur magnetek, dre-se n’o deus tamm frotadurioù ebet gant ar railhoù. An trenioù-se, anvet d’un doare boaz Maglev (Magnetic Levitation Train) a zo anavezet evit o tizh brasoc’h eget ar re elektrek a-stumm gant an TGV gall pe an ICE alaman. Rekord ar Maglev a zo 581 km/e (e 2003), 6,5 km/e muioc'h eget an TGV.

Ezhomm zo da vrezhonekaat ar pennad-mañ : treiñ an traoù manet en ur yezh all, pe lakaat en doare-skrivañ peurunvan ha netra ken, pe ober gant gerioù brezhonekoc'h ivez ouzhpenn.
An tren a levitadur magnetek japanat JR-Maglev e 2005.
Ar Transrapid 09 war al lec'h esaeañ Emsland en Alamagn.

Istor an trenioù

kemmañ

Penn kentañ an enklaskoù war an trenioù a levitadur magenek o deus kroget e 1922 gant labourioù an alaman Hermann Kemper. Ur brevet vo lakaet ar 14 a viz Eost 1934. Met paouezet vo al labourioù abalamour d’an eil brezel bed.

  • 1962 : Kroget vez an enklaskoù war un tren a levitadur all, anvet maglev, gant ar japaniz.
  • 1973 : Adkroget vez an enklaskoù gant an alamened e Technische Universität eus Braunschweig ;
  • 1979 : An Transrapid 05 an tren a levitadur magnetek kentañ er bed o tougenn beajourien e-pad an diskouezhadenn liesvroadel eus an transportoù e Hambourg
  • 1983 : Krouadur ul linenn 1,6 km e Berlin, evit servichoù tip métro (Kabinentaxi). Met sarret e 1992.
  • Eus 1984 betek 1995, ul linenn eus 600m etre aerogar pennañ aerborzh liesvroadel Birmingham. Paouezet eo bet abalamour d'e bouezh re uhel.
  • 1984 : Lakaet da servij al linenn klask evit an transrapid en Emsland (Bro an Ems), (Saks-Izel, Alamagn);
  • 2003 : Lakaet da servij en un doare kenwerzh an transrapid e Shanghai.
  • 22 /09/ 2006 : gwallzarvout war al linenn klask eus Lathen e Alamagn ; Skoet en deus an tren da 200km/h ouzh ur gweturage all. 23 den war an 31 a oa eno. Ne oa ket abalamour d’an teknologiezh met tud an ti gar n’o deus ket meret an afer. Padal n’en deus ket direilhet an tren.
  • 27/03/2008 : Raktres divezañ an transrapid e bro Alamagn, krouiñ ul linenn etre ti-gar talvoudusañ ha aerogar München, a zo bet paouezet gant choaz gouarnamant kevreadel Alamagn ha gouarnamant Bavaria. War lec'h ThyssenKrupp ha Siemens ho deus choazet distruj kevredigezh kenwerzh Transrapid International.

Ur projet war un transrapid all n'eo kat c'hoaz gortozetDigomprenus.

Teknologiezh

kemmañ

Div stumm trenioù a sustentadur magnetek a zo, diforc’hiet gant o stummoù mont en-dro. An hini genta anvet Maglev a implij perzh ar sustentadur elekrodinamik (EDS) gant perzh bras dreiskondüsted enno. Ar Maglev dioroet ar muiañ a zo Maglev Japan, bez’zo bet outañ e Londrez, etre aeroborzh ha ti-gar Birmimgham, Rouantelezh-Unanet eus 1984 betek 1995Digomprenus.

An eil a zo anvet an Transrapid. Implij a ra perzh ar sustentadur elektromagnetek (EMS). Kavet ‘vez ennañ solenoïdoù, implij a ra aplikadenn nerzh Laplace, an elektromagnetezh. An Transrapid dioroet ar muiañ a zo an hini alaman hag hini Shangai.

An tip a sustantantadur elektrodinamik (E.D.S), Implijet vez ganto magnetoù dreistkonduster, bobinoù dreiskondust zo lakaet barzh an trein ha elektromagent war hed ar railhoù. Pa vez an tren oc'h en em diblasañ, ur red a zo lakaet barzh an hent. Nerzh Laplace a lak an tren da levitañ. Diblasadur an tren a grou ur stlejadenn elektromagnetek bras, ha gant se un dispign bras a energiezh. Ar Maglev ez eo an tren a levitadur magnetek aboutis e bro japan.

An trenioù a-stumm EMS a zo un tren a-stumm gant an Transrapid. Nerzh disoc’h Laplace a lak an trenioù Transrapid da levitañ. Da lavaret eo kenglokaûster an elektromagnetoù ebarzhiet en tren hag er railh a lak an tren da levitañ. Da c’houde eo disoc’h ur c’heflusker lineel sinkron a propusl an tren. Ebarhiet eo bobinoù (stator) ar c’heflusker er railh hag e solenoïdoù (rotor) en tren.

Ar Swissmetro hag an tren isveurvorel

kemmañ

E soñj e oa gant bro Suis degas da benn ur raktres a drenioù a levitadur magnetek en ur ouzhpennañ ribouloù di-aer mod-se ne vefe (tost) tamm frotadurioù ebet. Ar memes raktres a vefe gant ar Stadoù-Unanet ha Sina. Un tren a sustendadur magnetek a-stumm EMS e vefe, liamm a rafe etre Beijing ha Washington gant un tizh a 6 000km/e !

Perzhioù

kemmañ

Perzhioù mat

kemmañ
  • Un tizh brasoc’h a zo gant an trenioù-se.
  • Ur buanadur fonnusoc’h.
  • Gouestl da dreuziñ pantennoù sonnoc’h.
  • Gouestl da gemer troioù-korn startoc’h.
  • Dispign a reont nebeutoc’h a energiezh, dreist holl evit ar re a vefe er ribouloù di-aer, un dekvedenn eus energiezh ur c’harr-nij.
  • Kalz didrouzoc’h int gant ar fed n’o deus ket a frotadurioù gant ar railh, ouzhpenn n’eus ket trouz spontus ar stardañ en ti-gar.

Perzhioù fall

kemmañ
  • Gant ar sistem a levitadur elektrodinamek, prizh krouidigezh ar railhoù a zo ker-ruz. Implijet vez gant ar Maglev evit levitañ magnetoù staget war ar wagonoù ha bobinoù konduktivelez lakaet war ar railhoù. Ar magnetoù se a zo graet gant niobium ha titane ha lakaet da yenaat betek -269 _C (4,15 K) gant heliom dourennek evit derc'hel anezho et supraconductivelezh
  • Padal an trenioù boutin gant tizhioù huel (LGV) o deus ivez hentoù houarn koustus da gempenn
  • Rediet e vo adkrouiñ hentoù-houarn nevez evit an trenioù-se ; diposupl eo implijout ar re voutin.
  • Dibosubl dougen ur garg re bouner.
  • Kizidik ouzh an avel.