Troll (Douar ar C'hreiz)

An Trolled zo ur ouenn euzhviled eus bed Douar ar C'hreiz e skridoù J. R. R. Tolkien, ha gwelet e vezont e filmoù hag e c'hoarioù aozet diwar e romantoù. Deskrivet int evel euzhviled ramzel damheñvel ouzh tud, dezho kalz nerzh ha nebeut a spered. En Hobbit, e rankont distreiñ dindan an douar a-raok ar sav-heol, evel ar c'horr Alviss e mitologiezh Lec'hlenn, pe e troont e maen, e-skoaz en Aotrou ar Gwalennoù ez eo gouest an "Olog-haied" da c'houzañv gouloù an deiz.

Unan eus an tri zroll troet e maen : Tom, Bert, ha William, evel ma c'haller o gwelet er Weta Cave e Wellington, e Zeland-Nevez.

Lakaet eo bet war wel an implijoù disheñvel-kenañ a ra Tolkien eus an trolled, eus ar gomedienn e barzhoneg Sam Gamgee , ha d'ar pouez-mouezh Cockney hag eus an doareoù ouzh taol a aparchant ouzh renkad al labourerien zo roet gant Tolkien d'an trolled e An Hobbit, d'an aergelc'h ifernus a gaver er Moria pa da an harozed ouzh an deñvalijenn hag ouzh an euzhviled. Tolkien, ur c'hatolik roman anezhañ, ne felle ket dezhañ reiñ ar gomz d'an trolled, evel m'en doa graet e-barzh An Hobbit, rak evitañ e talveze o dije bet eneoù. Abalamour da se e reas eus an trolled e The Silmarillion hag Aotrou ar Gwalennou boudoù duoc'h ha chatalekoc'h. Sañset e oant bet desavet gant an aotronez teñval Melkor ha Saoron da sikour anezhe da gas o raktresoù da benn[1].

Evel perzhioù pe personajoù all eus skridoù Tolkien ez int awenet kalz gant mitologiezh Lec'hlenn.


An Hobbit

kemmañ
"Kig dañvad dec'h, kig dañvad hiziv, ha ra vo daonet chipod holen ma c'hazh, ma n'eus ket feson kig dañvad warc'hoazh", eme unan eus an trolled. "N'hon eus ket bet ur c'hozh tamm kig den abaoe gwall bell", eme un eil.

— "Rost kig dañvad" e-barzh An Hobbit[T 1]


E-barzh An Hobbit, Bilbo Sac'heg hag ar Gorred en em gav gant tri zroll, Tom, Bert, ha William, e-pad o beaj etrezek Erebor. Tapet eo ar Gorred gant an trolled hag en em bourchas a reont da zebriñ anezhe. An hudour Gandalf avat a zeu a-benn da abuziñ anezhe betek ar sav-heol, ha troet int e maen gant gouloù an heol.

Doareoù ober gros o deus ouzh taol, dibaouez e tabutont hag e stourmont an eil gant egile, komz a reont gant ur pouez-mouezh cockney, hag anvioù eus renkad al labourerien saoz o deus : Tom, Bert, ha William[T 1][2].

Aotrou ar Gwalennoù

kemmañ
'My lad,' said Troll, 'this bone I stole.
But what be bones that lie in a hole?
Thy nuncle was dead as a lump o' lead,
Afore I found his shinbone.
Tinbone! Skinbone!
He can spare a share for a poor old troll,
For he don't need his shinbone.'

—from "An troll maen" e Kompagnunezh ar Walenn[T 2]

E-keit ha ma treuz kompagnunezh ar Walenn an "Trollshaws" da vont etrezek Rivendell, ha Frodo bet kontellet gant an Nazgûl gant ur gontell eus Morgul, en em gavont gant an tri zroll o doa kejet gant Bilbo hag ar Gorred kalz bloavezhioù abretoc'h hag a oa bet troet e maen da c'houloù-deiz. Sam Gamgee a zanevell neuze ur varzhoneg fentus, "An troll maen", diwar-benn an dañjerioù zo, sañset, da reiñ taolioù botez d'an trolled, dezho peñsoù "kaletoc'h evit maen", [T 2][3]. Emañ ar varzhoneg-se e The Adventures of Tom Bombadil ivez. Hervez komzoù Paul H. Kocher ez eus aze ur farsadenn euzhus[3].

Hervez Tolkien, Saoron en doa desavet trolled eus ar menezioù hag eus ar c'hevioù[4] ha diorroet en doa ur ouenn trolled nevez speredekoc'h anvet Olog-hai er yezh du hag a oa gouest da c'houzañv sklêrijenn an heol gant ma vefent broudet gant youl Saoron. Komz a raent nebeut ha yezh du Barad-dûr e oa ar yezh nemeti a anavent[5][T 3][6]. O anv a laka unan da soñjal e anv an Orked a ouenn nevez, brasoc'h ha kreñvoc'h evit ar re all, a weler en Aotrou ar Gwalennoù hag a vez graet Uruk-Hai anezhe.

Stourm a ra ar Gompagnunezh gant trolled eus ar c'hevioù er Moria. Unan anezhe zo deskrivet gant skant du arwer outañ, gwad du, ha ken kalet ur c'hroc'hen ma oa dantet kleze Boromir pa skoas ouzh e vrec'h. Koulkskoude e teuas Frodo a-benn da dreuziñ troad "diveud" ar memes troll gant e gontell Sting[T 4].

Trolled eus ar menezioù an hini a boulze an dourterez vras anvet Grond da frigasañ dorioù Minas Tirith[T 5]. En Emgann Morannon e stourm lod ivez, armet gant batarazoù ha skoedoù ront[T 6][4]. E film S. Jackson eo taget Aragorn gant un troll hobregonet e-pad an emgann-se.

Menegiñ a reer trolled eus an erc'hegi en istor Helm Hammerhand. Pa'z ae Helm er-maez e-pad ar goañvezh hir, gwisket e gwenn, da stignañ un taol-spi d'e enebourien, e lavaer ez eo heñvel ouzh un troll eus an erc'hegi[T 7].

The Silmarillion

kemmañ

Morgoth, ar Vala diaoulek, a grouas an trolled en Oadvezh kentañ Douar-ar-C'hreiz[T 8]. Kreñv ha drouk e oant met berr a spered ; evel e-barzh An Hobbit, e troent e maen pa'n em gavent dindan sklêrijenn an deiz[4]. E-pad brezelioù Beleriand, Gothmog (aotrou ar Balroged) en doa ur gward trolled. E-doug an Nírnaeth Arnoediad, Emgann an daeroù diniver, ma oa trec'h Morgoth war armeoù unanet an Elfed, an Dud, hag ar Gorred, e stourm ar brezelour bras Húrin, un den, a-enep trolled Gothmog da wareziñ tec'hadenn ar roue elf Turgon. An urzh roet gant Morgoth da c'hGothmog da gemer Húrin ez-vev a roas tu da Húrin da lazhañ holl an trolled[T 9]. Mervel a eure kalz trolled e Brezel ar gounnar, met chom a reas un nebeud bev ha heuliañ a rejont Saoron, mevel brasañ Morgoth a oa chomet bev[T 10][T 9].

Notennoù

kemmañ

Daveoù

kemmañ
Kavout a reer er roll-mañ lec'h pep arroudenn e skridoù Tolkien.
  1. 1,0 ha1,1 The Hobbit, ch. 2 "Roast Mutton"
  2. 2,0 ha2,1 Kompagnunezh ar Walenn, levrenn 1, pennad 12, "Flight to the Ford"
  3. The Return of the King, stagadenn F, "Of Other Races"
  4. Kompagnunezh ar Walenn, levrenn 2, pennad 5 "Pont Khazad-dûm"
  5. Distro ar Roue, levrenn 5, pennad 4 "Seziz Gondor"
  6. Distro ar Roue, levrenn 5, pennad 10, "Digeriñ a ra an nor zu"
  7. Distro ar Roue, Stagadenn A. II "The House of Eorl"
  8. Distro ar Roue Stagadenn F, "The Languages and Peoples of the Third Age", "Of Other Races"
  9. 9,0 ha9,1 The Silmarillion, ch. 20 "Of the Fifth Battle: Nirnaeth Arnoediad", p. 195
  10. The Children of Húrin, ch. 2 "The Battle of Unnumbered Tears"


Levrioù all

kemmañ
  1. Hartley, Gregory (2014). "Civilized goblins and Talking Animals: How The Hobbit Created Problems of Sentience for Tolkien", in Bradford Lee Eden: The Hobbit and Tolkien's mythology : essays on revisions and influences. McFarland. ISBN 978-0-7864-7960-3. OCLC 889426663. 
  2. (2008) in Harold Bloom: The Hobbit, Bloom's Modern Critical Views. Bloom's Literary Criticism, an imprint of Infobase Publishing. 17–26 p. ISBN 978-1-60413-146-8. 
  3. 3,0 ha3,1 Kocher, Paul (1974). Master of Middle-earth: The Achievement of J.R.R. Tolkien. Penguin Books. 190–191 p. ISBN 0140038779. 
  4. 4,0 4,1 ha4,2 Krege, Wolfgang (1999). Handbuch der Weisen von Mittelerde. Klett-Cotta. 348-349 p. ISBN 3-608-93521-5. 
  5. Tolkien's description of the trolls er stagadenn F "Of Other Races" in The Return of the King
  6. Patrom:Cite thesis