Trotskiouriezh

(Adkaset eus Trotskiourien)

An drotskiouriezh (Trotski-ouriezh) pe, aliesoc'h trotskouriezh[1], a zo anezhi un ideologiezh politikel bet savet ha diorroet gant Lyev Davidovitch Trotski. Skarzhet e oa bet Trotski eus Strollad Komunour Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel (URSS) e 1927 ha ranket dezhañ tec'hel eus ar vro e 1929.

Trotskiouriezh
ideologiezh politikel, Marxist school of thought
Iskevrennad eusLeninism Kemmañ
Anvet diwarLyev Trotsky Kemmañ
Dizoloer pe ijinerLyev Trotsky Kemmañ
Roll elfennoùlist of Trotskyist organizations by country Kemmañ

Mervel a reas Lenin hep bezañ disklêriet a-ouez d'an holl piv an hini a felle dezhañ gwelout war e lerc'h e penn ar Strollad hag e penn an Unaniezh Soviedel. Zinoviev, Kamenev ha Jozef Stalin a savas o-zri a-enep da dTrokski pa fellas dezhañ kemer lec'h Lenin kerkent ha 1924.

Mont ar reas ar maout gant Stalin dre glask bezañ skoazellet gant Zinoviev ha Kamenev da gentañ ha gant Bouc'harin da c'houde. Bouc'harin a save a-du gant Stalin evit harpañ tezenn ar sokialouriezh da sevel en ur vro nemetken evel diazez ofisiel politikerezh an Unaniezh Soviedel. Gant Trotski, avat, e veze difennet an dezenn gontrol, da lavaret eo e oa ret skignañ an dispac'h er bed a-bezh a-raok gallout kregiñ da sevel ar sokialouriezh.

Goude bezañ klasket, en aner, sachañ war an IIIe Etrebroadel evit mont war-du e dezennoù politikel, e 1938 e savas Trotski gant un toullad sokialourion ha komunourion all ar IVe Etrebroadel e Bro-C'hall.

E varv

kemmañ

Daou vloaz war-lerc'h, d'an 20 a viz Eost 1940 e voe muntret Leon Trotski e Mec'hiko gant Ramón Mercader o labourat diwar urzhioù Stalin. Implijout a reas ur bigell-skorn evit skeiñ gant penn Trotski e-keit ma oa oc'h ober ur weladenn dezhañ a-hervez.

Barnet rust e oa bet politikerezh hag ideologiezh Stalin gant Troski a lavare difenn muioc'h a zemokratelezh e diabarzh ar Strollad Komunour. Koulskoude en doa bet Trotski skarzhet diouzh ar Strollad an holl re na savent ket a-du gant tezennoù ar volchevouriezh er bloavezhioù kent.

Hiziv an deiz e vez kavet Strolladoù trotskiourien a bep seurt dre ar bed a-bezh hag e-barzh ouzhpenn 50 bro disheñvel. Kreñvik a-walc'h int deuet da vezañ e Bro-C'hall, da skouer ar c'hKevre Komunour Dispac'hel (LCR)[2].

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
  • [2] Kreizenn studi hag enklask war al luskadoù trotskour ha dispac'hel etrebroadel
  • [3] Oberennoù Trotski (ha skrivagnerion komunour all a-bep tu) e meur a yezh
  • [4] Roll ar strolladoù trotskour dre ar bed a-bezh

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Palantines, 2012
  2. [1]