U-Boot-Bunker
Ur goudor U-Boot (U-Boot-Bunker en alamaneg) a oa un doare bunker savet evit gwareziñ listri-spluj diouzh tagadennoù dre an aer.
Iskevrennad eus | arsanailh, bazenn listri-spluj, Bunker |
---|---|
Implij | Lestr-spluj |
An droienn a vez implijet evit ober anv eus ar bazennoù listri-spluj alaman savet e-kerzh an Eil Brezel-bed en tiriadoù aloubet ganto.
Ar c'hentañ gwarezioù evit al listri-spluj a oa hanter-digor ha savet gant koad e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed. Ar goudorioù-se a oa bet savet en ur mare ma oa izeloc'h galloud ar bombezennoù, bannet gant an dorn deus ar c'hockpit. Erruet er bloavezhioù 1940, an armoù evit ar stourm-nij a oa bet gwellaet kalz hag aes e oa bannañ bombezennoù lies pe reoù kalz ponnneroc'h.
E Breizh
kemmañE Breizh e oa bet meur a vazenn : bazenn Brest, bazenn Lannarstêr, bazenn an Oriant ha bazenn Sant-Nazer a oa bet savet gant an nazied.