Emgann Brest (1944)
Emgann Brest zo un emgann hag a oa c'hoarvezet e-kerzh an Oberiadur brezel Cobra, an toullañ gant ar Gevredidi en Normandi hag a oa kroget d'ar 27 a viz Gouhere 1944, e-kerzh Emgann Normandi. Padet e oa an emgann betek an 19 a viz Gwengolo 1944.
Rann eus | oberiadur Overlord |
---|---|
Stad | Frañs |
Lec'h | Breizh |
Daveennoù douaroniel | 48°23′24″N 4°29′11″W |
Deiziad | 19 Gwe 1944 |
Deiziad kregiñ | 7 Eos 1944 |
Deiziad echuiñ | 19 Gwe 1944 |
Perzhiad | Trede Reich, Stadoù-Unanet, Rouantelezh-Unanet, Troy H. Middleton, Hermann-Bernhard Ramcke |
Steuñv aloubiñ Europa gant ar Gevredidi a oa, evit ul lodenn, diazezet war krabanata buan porzhioù didorr evit kas pourvezioù d'ar soudarded niverus a gemere perzh en oberiadur. En holl e oa e-tro 37 divizion gevredet war kevandir Europa e miz Gengolo 1944. Soñjet e oa e oa ezhomm 26 000 tonenn pourvez bemdez. Ar porzh a oa bet lakaet da bal pennañ e oa hini Brest e Breizh.
-
bombezadenn Beg ar Spagnoled
-
Ar gêr a oa bet un dachenn emgann taer
-
18 a viz Gwengolo 1944, ofiserien alaman prizoniet.
-
E fin an emgann, an distrujoù a oa ramzel.
Disoc'h
kemmañUr wech aloubet Brest goude un emgann taer, pennoù bras ar Gevredidi o devoa roet an urzh da gelc'hiañ ar porzhioù gall all dalc'het gant an Alamanted. Ar porzhioù a oa tu da dapout buan ha buan a oa aotreet met ar re difennet mat gant soudarded mennet a ranke bezañ troc'het diouzh ar peurrest eus ar vro. N'eus nemet An Havr-Nevez, hag a oa bet aloubet gant an Eil lu saoz e fin miz Eost 1944 hag a oa bet aotreet, ar pezh a oa bet graet gant ur 80% eus kêr distrujet. Lod peus porzhioù Breizh a oa chomet dalc'het gant an Alamanted betek an 9 a viz Mae 1945, an devezh war-lerc'h kodianañ Alamagn an Trede Reich.
Disheñvel mat e oa bet endroadur an Oberiadur brezel Overlord diouzh ar pezh a oa bet rakwelet. Pelloc'h ha kaletoc'h e oa bet stourmet en Normandi, toullañ Avranches hag ar fiñvadenn bliv gant an trede arme stadunanat renet gant Patton a oa bet o tieubiñ Pariz abretoc'h evit rakwelet. Siwazh eviti, e miz Gwengolo 1944, e oa re verr ar pourvezioù evit kenderc'hel gant al lañs. Ar porzh nemetañ a oa bet adsavet hag implijet e oa hini Cherbourg. Ne oa tu da ziskargañ nemet 2 000 tonenn bemdez e kreiz miz Gouhere 1944, ret e oa bet gortoz miz Eost evit tizhout 12 000 tonenn.