Urban Terror
Urban Terror a zo ur mod evit Quake III Arena, ur stumm en e-bezh a zo bet krouet gant Silicon Ice Development (Frozen Sand) o enbarzhiañ ur c'hoari a den muioc'h d'ar wirionez, ha gant elfennoù c'hoari e skipailh. Goude dieubidigezh lusker c'hoari Quake III hag embannadur ar stumm 4, ar c'hoari a zo ur c'hemmadur eus Quake III hag ur stand-alone diazezet war lusker ioquake3 anvet ioUrbanTerror. Hemañ a zo digoust penn-da-benn ha tu zo e bellgargañ war lec'hienn ofisiel ar c'hoari.
Tachenn | first-person shooter |
---|---|
Bro orin | Rouantelezh-Unanet |
Yezh an oberenn pe an anv | saozneg |
Deiziad embann | 5 Eos 2000 |
Savenn | Microsoft Windows, Linux, OS X |
Lusker grafik | ioquake3 |
Doare c'hoari | c'hoari video liesc'hoarier |
Trobarzhell dont tre | logodenn, touchennaoueg |
Diaz embann | embannadur niverel |
Software version identifier | 4.3.2 |
User manual URL | https://www.urbanterror.info/support/manual/ |
Lec'hienn ofisiel | https://www.urbanterror.info/ |
Aotre-implijout | GNU General Public License, proprietary license |
Statud ar gwirioù-oberour | copyrighted |
Patrom aferioù | Free-to-play |
URL ar forom ofisiel | https://www.urbanterror.info/forums/ |
Ar c'hoari a zo embannet dindan an aotre Quake III Arena Game Source. An destenn hollek a zo roet gant ar c'hoari ur wech staliet.
Gameplay
kemmañAr c'hoari, hep istor gwir, liesc'hoarier nemetken, a eneb daou skipailh : ar SWAT (enep-spontour) hag ar Red Dragons (spontour). Memes ma tenn d'ar wirionez ar freuzoù graet gant an armoù, hag ez eo meret ar skuizhder, tizh ar c'hoari a ra ez eo pell eus an dezrevadurioù arme.
O kemer harp war lusker Quake 3, ar c'hparo a adkemer an doare da fiñval, en ul lakaat e spizverkoù. Posubl eo evel-se lammat o kemer harp war ar mogerioù, riklañ war al leur pe pignat war plaenoù. Teknikoù bunnt jumping zo bet lakaet ivez evel ar circle jump/strafe jump, a lak da gemer tizh evit ar c'hoarierien ampart.
Ar c'hoarierien a c'hell reiñ taolioù troad, ar pezh a vez graet o lammat war un dudenn all. Hennezh a zo neuze taolet en a-dreñv. Ma lamm ur c'hoarier eus ul lec'h uhel war penn ur c'hoarier all e c'hall lazhañ anezhañ en un taol (curb stomp).
Ar pep eus brasañ an armoù, estreget ar greunadennoù hag ar pistolennoù, o deus un eil, pe un trede doare da dennañ.
Doareoù da c'hoari
kemmañUrban Terror a ginnig kalzig a zoareoù da c'hoari. Ouzhpenn d'ar reoù meneget dindan ez eus servijerien ispisial evit ar c'hartennoù a-benn deskiñ teknikoù fiñval ha lammoù (tu zo lavarout ez eo ar "jump" un doare c'hoari en e bezh). Tu zo cheñch an doare a-drugarez da votoù.
- Bomb & Defuse (Bomb mode, Bomb)
- E penn kentañ pep tro, un ezel eus ar Red Dragons en deus ar bombezenn. Ar pal evitañ a zo da lakaat ar bombezenn a-dreñv unan eus an daou poent (anvet Bomb site) war ar c'hartenn. Ur wech lakaet (e yezh ar c'hoari e vez komzet eus "plantet"), ar vombezenn a c'hell bezañ dizarbennet (defuse) gant un ezel eus ar SWAT. Ma varv an hini en deus ar bombezenn, tu zo d'un ezel all eus ar Red Dragons kemer anezhi o vale war-c'horre (ar pezh zo diposupl evit ur SWAT). An dro a echu pa en deus gounezet unan eus ar skipailhoù, gant meur a zegouezhioù.
- Capture & Hold (C&H)
- Des drapeaux sont disposés sur la carte, toucher ces drapeaux permet de les capturer. Chaque minute, les deux équipes gagnent un point par drapeau en leur possession. Très peu de serveurs proposent ce mode.
- Capture the Flag (CTF)
- Un doare ordinal a-walc'h eo er c'hoarioù FPS : pep skipailh en deus un diazez lerc'h m'eo ar banniel, gant liv ar skipailh. Pal pep skipailh a zo mont da gerc'hat ar banniel enebour a-benn kas anezhañ en-dro en e ziaz. Ar skipailh en deus kemeret ar muiañ a vannieloù e fin ar c'hrogad a c'hounez. Pa 'z eo lazhet an hini gant ar vanniel e gouez war al leur. Ar c'hoarierien a c'hell neuze dastum anezhañ. Poentoù a zo dasparzhet d'ar c'hoarierien hervez ar pezh o deus graet. Echu a ra ar c'hrogad pa 'z eo tizhet bevenn ar poentoù pe fin an amzer.
- Follow the Leader (FTL)
- Ur c'hoarier eus pep skipailh a zo al leader hag a rank touchañ ar banniel er c'hamp enebour.
- Free For All (FFA)
- N'eus skipailh ebet, ar pal a zo lazhañ ar c'hoarierien nemetken. Ar c'hoarierien a "respawn" en ul lerc'h ankivil war ar gartenn.
- Team Deathmatch (TDM)
- Pep enebour lazhet a lak ur poent d'ar skipailh. Ar c'hentañ skipailh a dizh an niver a boentoù resis pe an hini en deus ar muiañ a boentoù e fin ar c'hrono.
- Team Survivor (TS)
- Un tamm evel an Team Deathmatch, nemet e vez deuet en-dro er c'hoari nemet pa vez echuet ar c'hrogad, da lâret eo pa 'z eo marv holl izili ur skipailh.
- Jump
- Un doare "Jump" a zo bet diskleriet evit stumm 4.2 Urban Terror. Tu vo neuze d'ar c'hoarierien o deus c'hoant "jumpañ", kaout kartennoù graet evit-se, ha gant ur pal da dizhout.
Ekipamant
kemmañEkipamant Urban Terror a zo awenet gant ar wirionez. Tu zo neuze kemer pemp objed er penn-kentañ, o c'houzout ez eo rediet ar c'hoarier dougen un arm pennañ, ur bistolenn hag ur gontell. Meur a rummad a zo : fuzuilhoù-argad, fuzuilhoù-resisted, fuzuilhoù-mindrailher, pistolennoù-mindrailher, fuzuilhoù-pomp, pistolennoù, greunadennoù-tarzh, greunadennoù-moged ha kontell.
Ar c'hoarier a c'hall ivez dougen objedoù : roched ha tokarn kelvar, lunedoù gweled en teñvalijenn, reduer-son, bizer lazer, boest medisin ha munisionoù.
Stamina
kemmañAr stamina a glot gant an energiezh en deus ar c'hoarier, hag a servij d'ober fiñvoù ispisial evel redek pa lammat. E live maksimum a zo hervez live buhez ar c'hoarier hag e ekipamant.
Diorroadur
kemmañStumm nevez Urban Terror, ar stumm 4.2 a zo o vezañ diorroet. Armoù nevez, skinoù (neuz an tudennoù) nevez ha fiñvoù nevez a vo neuze kavet.
An armoù nevez a vo liesseurt, ar pezh a zo sur a zo e vo deus ar fuzuilh-pomp Benelli M4 Super 90. An FN P90 a vo ivez kavet. Ar fuzuilh-pomp gall (ar Franchi S.P.A.S) a vo galloudusoc'h dre ma denne er stumm 4.1 40% eus an energiezh zoken pa veze peget ar c'hanol war bruched an enebour. Ar Bennelli M4 Super 90 hag an FN P90 a vo armoù a-eil.
Posupl e vo c'hoari gant lunedoù 3D war ar stumm nevez.
An teksturoù a vo adnevesaet evel, da skouer, ar mogerioù a vo glebiet pa raio glav pe an dour a denno muioc'h d'ar wirionez.
An deiziad embann n'eo ket bet disklêriet met ar pezh a zo e-barzh a zo eus mammennoù sur (Frozen Sand, produerien Urban Terror).