Urvoas
Urvoas zo un anv-tiegezh brezhonek hag a zeufe eus daou c'her : an iwerzhonek orb hag a dalv hêrezh ha voa hag a dalv galloudus, stoñs, pinvidik.
Urvoaz hag Urvoa zo stummoù all. Urvoy, Urvoix, Urvois, Urvoit hag Urvoi zo stummoù gallekaet gant marilh gall ar boblañs. Un h zo bet ouzhpennet gantañ er penn-kentañ a-wechoù.
Tud
kemmañ- Jean Urvoas (1922-1988), beleg-micherour
- Jean-Jacques Urvoas (1959- ), gwiraour ha politikour
- Ned Urvoas, rezistant hag emsaver
- Jean Urvoy (1898-1989), livour hag engraver
- an tiegezh Urvoy, familh nobl breton he deus roet kalz ofisourien, en o zouez :
- Jean Urvoy, peurwiriekaet gantañ eil Feur-emglev Gwenrann e 1381
- Victor Désiré Jean Urvoy de Closmadeuc, chouan hag ofisour
- Victor Urvoy de Closmadeuc, brigadennour en arme Napoleone Buonaparte
- Jacques-Olivier Urvoy de Saint-Bedan, (1780-1858), politikour ; e anv zo bet roet d'an ostel Urvoy de Saint-Bedan ha d'ar straed Urvoy-de-Saint-Bedan e Naoned
- Yves Urvoy de Portzamparc (1885-1965), amiral
- Christian Urvoy de Portzamparc (g. e 1944), savour ha kêraozour
- Yves Urvoy (1900-1944), ofisour, istorour ha kenlabourer