Vaulx-Vraucourt
kumun Bro-C'hall
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Kumunioù Frañs | |
---|---|
Anv | Vaulx-Vraucourt |
Riez | Frañs |
Rannvro | Hauts-de-France |
Departamant | Pas-de-Calais |
Bro hengounel | |
Arondisamant | Arras |
Etrekumuniezh | Communauté de communes de la Région de Bapaume |
Kanton | Croisilles |
Kod INSEE | 62839 |
Kod post | 62159 |
Maer | Christian Hémar |
Amzer-gefridi | 2008-2014 |
Gorread | 14,11 km² |
Led | 50° 08' 50" Norzh |
Hed | 02° 54' 34" Reter |
Uhelder kreiz | 112 m |
Uhelder bihanañ | 83 m |
Uhelder brasañ | 122 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 1 062 (2007) |
Stankter | 75 a./km² |
Lec'hienn ar gumun |
Vaulx-Vraucourt a zo ur gumun eus departamant Pas-de-Calais (Bro-C'hall).
Istor
kemmañXXvet kantved
kemmañ- Brezel-bed kentañ: kemeret e voe Vaulx-Vraucourt gant luioù ar C'hommonwealth en nevez-amzer 1917, kollet gante e miz Meurzh 1918 goude emgannoù start hag adtapet e miz Gwengolo 1918[1]. Distrujet razh e voe ar gêriadenn. Roet e voe ar Groaz Brezel 1914-1918 d'ar gumun e 1920
[2].
Monumantoù ha traoù heverk
kemmañ- Iliz katolik Sant Varzhin, adsavet goude ar Brezel-bed kentañ.
- Dismantroù ur c'hastell.
- Ur c'houldri, XVIIvet kantved.
- Bered ar C'hommonwealth:Vaulx Hill Cemetery
Bro | Niver a soudarded | |
---|---|---|
Aostralia | 110 | |
Kanada | 1 | |
Rouantelezh-Unanet | 687 | |
Zeland-Nevez | 58 | |
Hollad | 856 |
Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo[3]. Digoret e voe e miz Gwengolo 1918 enni. Goude an arsav-brezel (miz Du 1918) e voe bodet enni korfoù eus an tachennoù-emgann en-dro d'ar vered hag eus beredoù bihan. 258 korf a zo chomet dianv, 29 anezhe o vout en ul lec'h bennak er vered (pe kredet e vez emaint enni) pe bet distrujet gant tennoù kanol e beredoù all[1].
- Bered ar C'hommonwealth:Vraucourt Copse Cemetery
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Aostralia | 33 |
Rouantelezh-Unanet | 65 |
Dianv | 6 |
Hollad | 103 |
Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo[4].
Douaroniezh
kemmañEmdroadur ar boblañs 1793-2007
kemmañMelestradurezh
kemmañTud
kemmañLiammoù diavaez
kemmañDave ha notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Pages 14-18
- ↑ WW1 Cemeteries
- ↑ Peters War
- ↑ Cassini hag EBSSA