Vieux (Calvados)
Vieux zo ur gumun e Normandi, e departamant Calvados, e Bro-C'hall.
Kumunioù Bro-c'hall | |
Vieux | |
---|---|
| |
Iliz Saint-Laurent | |
Douaroniezh | |
Daveennoù | 49° 06' 27" N – 0° 26' 01" K |
Gorread | 5,50 km² |
Uhelderioù | 25 m
112 m |
Melestradurezh | |
Riez | Bro-C'hall |
Rannvro | Normandi |
Departamant | Calvados |
Arondisamant | Caen |
Kanton | Évrecy |
Etrekumuniezh | Évrecy-Orne-Odon |
Maerez | Sophie Phelipeau (2020-2026 |
Poblañsouriezh | |
Poblañs
hep kontoù doubl |
675 (2020)[1] |
Stankder | 122,7 |
Ditouroù all | |
Kod INSEE | 14747 |
Kod post | 14930 |
| |
Internet | Commune-Mairie |
Douaroniezh
kemmañE kanton Évrecy emañ, nepell diouzh kêr Caen.
Anv
kemmañDont a ra an anv Vieux (Vieux-la-Romaine a-wechoù) eus hini ar bobl c'halian Viducasses.
Dont a rafe anv Vieux eus hec'h anv galianek Aregenua, miret e latin : eus ar gerioù galianek are- ("war"), a gaver ivez en Aremorica, ha gen-ava ("genoù ur stêr"), p'emañ Vieux a-us kember ar stêrioù Guigne hag Orne.
Istor
kemmañXXvet kantved
kemmañEil brezel-bed, 1944: mervel a reas 47 den nann-soudard e Vieux abalamour d'ar brezel, an darn vrasañ anezhe a voe lazhet gant ur vombezadeg d'an 13 a viz Even e-pad Aloubadeg Normandi[2]; dieubet e voe Vieux gant ar 43rd Wessex Infantry Division (Rouantelezh-Unanet) d'ar 4 a viz Eost[3].
Monumantoù ha traoù heverk
kemmañ-
Furchadennoù henoniel e Vieux
-
C'hoariva galian-ha-roman
-
Tammoù eus an delwenn Tutela Aregenua.
-
Dismantoù roman
-
Domus (annez roman)
-
Kouronklec'h
Emdroadur ar boblañs 1962-2008
kemmañMelestradurezh
kemmañMare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
? | Meurzh 2001 | Jacques Saint-James | - | - |
Meurzh 2001 | Meurzh 2014 | Mireille Beuve | digostezenn | |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |