Vikram Chandra (New Delhi, 1961) a zo ur skrivagner indian en deus bet tapet meur a briz ha meleudi ar vurutullerien evit e romantoù hag e zanevelloù. Dimezet eo gant ar skrivagnerez Melanie Abrams. An daou anezho a gelenn ar sevel skridoù faltazi (creative writing) e skol-veur Kalifornia, Berkeley. Chandra a vez o chom etre Mumbai hag Oakland, (Kalifornia).


E familh

kemmañ

Chandra a zo ganet e New Delhi e 1961. E vamm (Kamna Chandra) he deus skrivet meur a film hindi (en o zouez Prem Rog ha 1942: A Love Story) ha pezhioù-c’hoari ivez. Unan eus e c’hoarezed, Tanuja Chandra, a zo sevenerez filmoù, ha meur a film he deus sevenet, en o zouez Sur ha Sangharsh. Anupama Chopra, ur c’hoar all dezhañ, a zo burutellerez sinema ha skrivañ a ra evit NDTV.

Deskadurezh

kemmañ

Chandra a zo bet skoliataet e lise Mayo College (Ajmer, Rajasthan), hag e St. Xavier’s College (Mumbai). Pa oa studier ez eas d’ar Stadoù-Unanet, hag e aotregezh a dapas e Pomona College (Claremont, Kalifornia), tapout a reas ivez e aotreegezh saozneg war ar sevel skridoù faltazi gant meneg mat-tre. Chandra a yeas goude-se da skol sinema Columbia University (New York), met chom a reas a-sav gant e studioù evit gellout skrivañ e romant kentañ. E vestroniezh a dapas goude bezañ heuliet stalioù skrivañ (Writing Seminars) e skol-veur Johns Hopkins e 1987.

E oberenn

kemmañ
  • Red Earth and Pouring Rain eo titl romant kentañ Vikram Chandra. Diazezet eo war skridbuhez James Skinner, ur soudard saoz-indian eus an XIXvet kantved.

Meur a vloavezh en deus bet ezhomm Chandra evit e skrivañ, e-keit ma oa e skol-veur Johns Hopkins hag e skol-veur Houston. Diazezet en an titl diwar ur barzhoneg tennet eus Kuruntokai, un dastumadeg barzhonegoù karantez tamoul. Embannet eo bet e 1995 gant Penguin Books (India); Faber and Faber (Rouantelezh-Unanet) ha Little, Brown (Stadoù-Unanet). (Prizioù : the Commonwealth Writers Prize for Best First Book, David Higham Prize for Fiction)

  • Love and Longing in Bombay a zo bet embannet e 1997 gant ar memes tiez-embann ha Red Earth and Pouring Rain. Un dastumadeg danevelloù eo.(Priz : the Commonwealth Writers Prize for Best Book)
  • E 2000 en deus Vikram Chandra kensinet gant Suketu Mehta ur film doare Bollywood anvet Mission Kashmir. Sevenet eo bet gant e vreur-kaer, Vidhu Vinod Chopra e anv.
  • Sacred Games, romant diwezhañ Chandra, a zo bet embannet e 2006. E Mumbai e c’hoarvez an istor, ha heuliañ a reer enklask ar poliser Sartaj Singh, unan eus tudennoù Love and Longing in Bombay.

Liamm diavaez

kemmañ