Vita Merlini, Buhez Merlin , zo ur varzhoneg latin 1 529 linenn enni skrivet war-dro ar bloaz 1150 gant ar c'hloareg kembreat Sieffre o Fynwy. Savet eo diwar mojennoù hag a veze kontet en amzer-se diwar-benn an diouganer Merlin.

Merlin ar VIvet kantved eo diazez Vita Merlini. Klask a reas an aozer diskouez e oa Myrddin Wyllt ("Merlin Gouez") ur pennkadour hag un hudour, disheñvel diouzh ar Merlin a guzulie Vortigern, Ambrosius Aurelianus hag Uther Pendragon. E meur a lodenn en e weler, kollet e spered gantañ, o vevañ evel ul loen gouez, evel Naboukadnesar II e Levr Daniel an Tanac'h.
Meur a zen all zo meneget er varzhoneg : ar roue Gwenddoleu ap Ceidio, Taliesin, hag an hudourez Morgen evit ar wech kentañ en Istor al lennegezh.

Anv a ra an oberour eus ar roue Arzhur hag eus e varv evel en e oberennoù skrivet dek vloaz a-raok : Prophetiae Merlini, a vije un dastumad eus e ziouganoù, ha Historia Regum Britanniae, ar c'hentañ oberenn ma'z eo kenliammet Merlin hag Arzhur.

Levrlennadur kemmañ