Vizon Europa


En arvar (EN)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Mustelidae
Iskerentiad : Mustelinae
Genad : Mustela
Anv skiantel
Mustela lutreola
Linnaeus, 1761
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Vizon Europa (Mustela lutreola) zo ur bronneg e kerentiad ar mustelideged a vev e rannvroioù 'zo eus Spagn, Frañs, Roumania, Sveden, Polonia hag en darn vrasañ eus Rusia.

N'a ket e diriad en tu all eus ar menezioù Oural. Gwechall e veve er c'hevandir a-bezh met aet eo da get en darn vrasañ eus Europa. Heñvel a-walc'h eo ouzh vizon Amerika.

Pouezañ a ra ar parezed war-dro 600 g hag ar pared war-dro 900 g.

Lakaet eo en arvar dre ma vez aloubet e diriad gant vizon Amerika, ul loen brasoc'h hag a neuñv gwelloc'h. Degaset ez eus bet hiniennoù war inizi pell diouzh ar c'hevandir gant ar pal gwareziñ anezhañ.

Liammoù diavaez kemmañ

Vizon Europa war animal diversity web