Volcán de Fuego
El Volcán de Fuego, "Ar Menez-tan Tanek", zo anv ur menez-tan gweleadek lec'hiet e Kreizamerika, e su kreiz Guatemala, e gevred departamant Chimaltenango, tost-tre da vevennoù an departamantoù Sacatepéquez er reter dezhañ hag Escuintla er su dezhañ.
Volcán de Fuego | |
---|---|
Volcán de Fuego e 2012 | |
14° 28' 29" N – 90° 52' 51" K | |
Riez | Guatemala |
Lec'hiadur | Gwareg volkanek Kreizamerika Sierra Madre de Chiapas |
Uhelder | 3 763 m |
Doare | Menez-tan gweleadek |
Statud | Oberiant |
Didarzh diwezhañ |
5 a viz Mezheven 2018 |
Unan eus menezioù-tan meur Kreizamerika eo, ken taer e vez e zidarzhioù. Hep mar ez eo ar menez-tan oberiantañ abaoe alouberezh Guatemala gant Spagn (1524-1697).
Chi'gag "Al lec'h m'emañ an tan" eo e anv er yezh ar vro, ar c'haktchileg.
Da 3 763 metr a-us live ar mor e sav pikern Volcán el Fuego hag en em astenn war-du aod ar su da stummañ troad an aridennad menezioù. Distruzh eo e dor uheloc'h eget 1 300 m, pa ne gaver nemet lava eno. Dindanañ ez eus un uhelgompezenn liesdoare he dezverkoù douarouriezhel.
Un elfenn eus un triad menezioù-tan eo, gant ar Volcán de Acatenango hag ar Volcán de Agua ; unanet e La Horqueta "Ar Forc'hig" eo ar Volcán de Fuego hag ar Volcán de Acatenango dre o zreid, tra m'emañ ar Volcán de Agua pelloc'h en norzh dezho. Los volcanes de Fuego e veze anvet La Horqueta gant an drevadennerien spagnat.[1]
Eus ar menez-tan ez eien meur a stêr war-du ar su hag an aodoù, a-dreuz tachennoù strujus a-drugarez da builhentez an elfennoù maenel enno.
Istor
kemmañEn e lizheroù da Hernán Cortés e kontas ar c'honkistador Pedro de Alvarado (1485-1541) penaos e welas ar Volcán de Fuego o tidarzh e 1524[2].
E 1690 e voe deskrivet ar menez-tan gant an istorour guatemalat Francisco Antonio de Fuentes y Guzmán (1643-1700) :
Unan eus an daou venez hag a zo a bep tu da draoñienn ar Panchoy, ma voe diazezet eil keoded ha kêr-benn Guatemala, teir lev alese, hag a voe anvet evel-se gant ar Spagnoled evit e ziforc'hañ diouzh ar Volcán de Agua, pa'z eo eñ hag a vannas ar glav dour-bil a freuzas ar gêr gozh e 1541. E laez ar Volcán de Fuego, petra bennak ma 'z eo izeloc'h eget hini de Agua, e kaouled an erc'h met ar c'hrater ne groz ket, evel a c'hoarvez gant hini Pacaya, hag a zo liammet outañ, heg evel gant ar Sierra de Sinaloa, ur seizh kant lev pelloc'h.[3]
Hervez ur vojenn hag a vez kontet gant tud kêr Alotenango e Sacatepéquez e viras ar menez-tan e anv spagnolek – a oa bet roet dezhañ en abeg d'e zidarzhioù dizehan – abalamour da veleien hag a glaskas e vadeziñ gant an anv Catarina : nac'hañ krenn a reas ar menez, o tidarzhañ ker kreñv ma voe stlapet kuit kroaz ar badeziant betek palez an eskob e Santiago de los Caballeros de Guatemala ; spontet-bras e voe ar velein, ha biken ne glaskjont adenvel ar Volcán del Fuego.[4]
E 1818 e skrivas an istorour guatemalat Domingo Juarres (1752-1820) a-zivout didarzhioù ar menez-tan : gwastus e voe re 1581, 1586, 1623, 1705, 1710, 1717, 1732 ha 1737, tra ma voe dinoaz hini dibenn an XIXvet kantved – nemet ne c'helled ket lakaat ar chatal da dreuziñ unan eus ar stêrioù a ziskenn diouzh tor ar menez, ken tomm-berv e voe devezhioù-pad.[5]
Ergerzhadenn Eugenio Dussaussay e 1881
kemmañE 1881 e kontas ar skrivagner Eugenio Dussaussay penaos e krapas gant ar Volcán de Fuego, na oa ket bet peurweladennet c'hoazh.[4]
Da gentañ e voe ret goulenn an aotre digant pennadurezhioù Sacatepéquez, a roas dezhañ ul lizher da vaer Alotenango evit goulenn ma vije prestet d'an ergerzherien ar rikoù evit ar bignadeg. Dussaussay hag e ambrouger Tadeo Trabanino a venne krapat gant ar c'hern kreiz, na oa bet biskoazh ergerzhet. Ne gavjont heñcher ebet avat ; neuze e voe ret dezho tremen gant ar c'hern oberiant, hag en devoa didarzhet bloaz a-raok.[4]
O heñcher Rudecindo Zul ha daou baotr yaouank eus Alotenango a gasas Dussaussay ha Trabanino betek un uhelgompezenn a gase d'ar c'hernioù, hogen ne c'helljont ket mont pelloc'h en abeg da aon ar yaouankizoù rak ar menezioù-tan. Zul hepken a ginnigas heñchañ, hag an daou all a rankas heuliañ dre urzh ar maer.
E-mesk pourvezioù an ergerzherien e oa aguardiente – gwin-ardant – evit an heñcher hag ar baotred yaouank (an diviz nemetañ evit ambroug an ergerzherien), binvioù evit en em lec'hiañ hag armoù evit en em zifenn diouzh an tigred hag a anneze ar vro d'ar mare-se.
Adalek Alotenango e voe ret kerzhout a-hed peder lev (war-dro 16 km) en ur gompezenn kent tizhout ar c'hrav kentañ, anvet Cuesta del Castillo pe Gajoteachucuyo, anezhi skoazenn izelañ ar menez-tan. Souezhus e oa struzh ar c'horn-bro : gwez-derv, glasten karget a vez, gwez-avoukez ha gwez-amate (Ficus insipida) e-touez kalz gwez all. Pelloc'h e stankaas ar strouezh : izeloc'h e oa ar gwez, hogen kalz niverusoc'h ha dre ma ne oa bet den ebet o pignat betek eno abaoe eizh mizvezh e rankas Zul hag e yaouankizoù digeriñ ur wenodenn a-daolioù machete.
A-feur ma pignent e krogjont da welout melloù tolzennadoù burezh o vout kaset da bep tu gant an avel, tra ma chome ar re stankañ war tor ar menez, ma astennent war hedoù hir. Pan errujont el lec'h anvet El Cipresal – rak c'hwec'h siprezenn a oa eno – en em gavjont paket en ul latar fetis, a weled ar pluennoù anezhañ o nijal gorrek en aer hep kouezhañ war an douar gwech ebet.[4] Daou zerez a-us zero e oa ar gwrezverk pan e vuzulias Dussaussay; nebeut goude e c'hlizhennas al latar hag e troas d'ur barrad glav pil.
Goude El Cipresal e kemmas ar struzh adarre, ar gwez-kistin o c'hounez tachenn peogwir e kreskont gwelloc'h en douaroù uhel. Tremen an nozvezh eno a reas an ergerzherien, goude bout savet lochennoù diwar skalfoù, skourroù ha delioù ha skubet al lava a oa war al leur ; antronoz da veure, eus al lec'h m'edont e c'helljont gwelout kêr Escuintla hag ar Meurvor Habask er su, ar Volcán de Agua er reter, kerioù Antigua de Guatemala ha Ciudad de Guatemala er gwalarn. Stanket e oa ar gwel en norzh gant kern kreiz ar Volcán de Fuego end-eeun.[4]
Kenderc'hel da bignat a reas an ergerzherien, betek erruout el lec'h anvet "an uhelgompezenn gentañ" gant tud Alotenango. An heñcher Rudecindo Zul a baouezas eno, hag ur paotr youank hepken a ambrougas Dussaussay ha Trabanino a-dreuz tachennoù diloen ma ne greske nemet gwez-pin krabosek ; a-feur ma pignent e rouesae ar struzh, ha da get e oa aet pa dizhjont "an eil uhelgompezenn", an hini a gase da grater ar menez-tan.[4]
P'en em gavas an ergerzherien en o unan neuze e komprenjont perak ne yae ket tud Alotenengo pelloc'h : ne oa eno nemet ur rizenn un troatad he ledander, gant islonkoù war an daou du dezhi, ha ker kreñv e oa an avel ma stlapas an dud war an douar.
Kerzhout a-hed ar rizenn a reas Dussaussay ha Trabanino, ha stroñs-distroñs e tizhjont troad ar roc'hell hag a verke diaz ar pikern ; diaes-bras e voe dezho tostaat d'ar c'hrater, hogen ne c'helljont ket e welout abalamour ma oa a-veskell hag izeloc'hik eget kern ar menez-tan. Ar pezh a verzjont e voe dev ar mein dindan o zreid en desped d'an eizh derez dindan zero, ha c'hwezh soufret ar moged tufet gant ar menez-tan.
Goude bout pignet gant diaesterioù e-pad c'hwezek eurvezh e tiskennas an ergerzherien, ha peder eurvezh hepken goude en em gavjont en Alotenengo en-dro.[4]
En e unan ha didrouz e chomas ar Volcán de Fuego e-pad unnek vloaz.
Ergerzhadenn Alfred Maudslay e 1892
kemmañD'ar 7 a viz Genver 1892, an henoniour saoz Alfred Percival Maudslay (1850-1931) hag an doktor Otto Stoll eus Antigua Guatemala a guitaas Alotenango war-du ar Volcán de Fuego en ur gas ganto – dre un hent disheñvel diouzh hini Dussaussay unnek vloaz kentoc'h – seitek paotr yaouank, kezeg, muled, boued, dilhad ha rikoù evit kampiñ.
Goude un eurvezh marc'hegañ war-du ar menez ne c'hallas mui ar muled kenderc'hel, hag ambrouget e voent gant un Amerindian betek kêr. Aes a-walc'h e voe ar grapadenn e-pad an div eurvezh kentañ, met pounner e oa ar c'herzhed war an delioù marv en ur zigeriñ un hent a-dreuz ar goadeg stank. Kenderc'hel a rejont gant ar wenodenn serzh betek an uhelder a 2 900 m ; alese e c'helljont gwelout kern ar menez-tan evit ar wech kentañ. Distruzh e oa e dor ; goloet a ludu hag a vein teuz e oa ar c'haniennoù tost.[6]
Kenderc'hel da bignat a reas Maudsley ha Stoll betek 3 425 m ; eno e oa bet kempennet ul leurenn 100 m² he gorread gant an Amerindianed, ma tivizas an ergerzherien tremen an nozvezh. Ar baotred a fardas ur speurenn gant skourroù pin evit gwanaat nerzh an avel, met ker yen e oa ma voe diaes d'an dud kavout ar c'housk.
Antronoz e pignjont adarre hag e tizhjont La Meseta, an uhelgompezenn hag a zo barr an torosad e oan o sevel gantañ, da 3 700 m. En norzh edo kern ar Volcán de Acatenango, an hini uhelañ eus an tri, goloet gant gwez-pin hogosik betek e varr ; er su edo kern ar Volcán de Fuego.[6]
Pa nac'has ar yaouankizoù mont pelloc'h e kendalc'has Maudsley ha Stoll en o unan dre ribl an uhelgompezenn ; ledan a-walc'h e oa evit reiñ tremen d'un den, met ur speurennad reier ha mein volkanek a oa ouzh he c'hornaoueg hag un islonk ouzh he reter. Ken diaes e voe pignat war-du ar c'hrater, 150 m uheloc'h, ma rankjont mont en harp ur vazh hag ehanañ alies.
En diwezh e tizhjont ar c'hern hag e weljont ar c'hrater, a voe deskrivet evel-mañ gant Maudsley :
Un toull hogos kant troatad e zonder e oa ar c'hrater, hogos gronnet gant reier torr ha mogedek, goloet gant gweleadoù sulfurus ha war zinaou war-du takadoù donoc'h diouzh an tu enep d'an hini m'edon, na c'hellen ket gwelout avat a-ziwar ar rizennoù meinek hag a sparle ma selloù. An dra souezhusañ marteze a-zivout ar menez eo e sav reoliek-kenañ hag a-nebeudoù betek ur poent begek ma'z ejomp en hor c'hoazez ha ma c'helljomp gwelout pep tra tro-dro dimp. Displijus-kenañ e oa ar gazoù hag a zeue eus ar menez-tan, met dre eurvad e oa an avel a-du ganimp.[6]
Goude ur pennad diskuizh berr war an uhelgompezenn e tistrojont da Alotenango ma'z errujont goude un nebeud eurvezhioù.
Oberiantiz
kemmañUnan eus menezioù-tan oberiantañ Guatemala ha Kreizamerika eo ar Volcán de Fuego. Heverk eo dre e zidarzhioù taer, a zo bet enrollet abaoe ar bloaz 1524 ; an hini ziwezhañ a c'hoarvezas d'ar Meurzh 5 a viz Mezheven 2018, nepell goude hini an 3 a viz Mezheven.
Tremen 60 didarzh a voe abaoe 1524, gant krenoù-douar da heul a-wechoù ; e 1717 e voe ar c'hren-douar kreñvañ, anvet « Kren-douar San Miguel » peogwir e c'hoarvezas d'an 29 a viz Gwengolo, ur mizvezh goude didarzh diwezhañ ar Volcán de Fuego. Peuzdistrujet e voe kêr Santiago de los Caballeros de Guatemala ; dilec'hiet e voe kêr e 1776[7].
-
Didarzh 1932
-
Didarzh 2012
Bloaz | Evezhiadennoù |
---|---|
11 a viz Gwengolo 1541 | Danevellet ent-ofisiel e 1774 ; deluskañ a reas ur rikladeg douar er Volcán de Agua hag a zeluskas d'he zro liñvadenn ha distruj ar gêr-benn savet ouzh troad ar menez-tan.[1] |
1581 | Didarzhioù danevellet gant an istorour Domingo Juarros ; drastus, ha liammet marteze gant krenoù-douar.[5] |
1586 | |
1623 | |
1705 | |
1710 | |
27-30 a viz Eost 1717 | Didarzh taer kent krenoù-douar San Miguel. |
1732 | Didarzhioù danevellet gant an istorour Domingo Juarros ; drastus, ha liammet marteze gant krenoù-douar.[5] |
1737 | |
circa 1800 | Didarzh dinoaz, met ken tomm e voe an dourioù war tor ar Volcán de Acatenango ma ne c'helled ket o zreuziñ.[5] |
1880 | Didarzh danevellet gant an ergerzher Eugenio Dussaussay.[6] |
1932 | Didarzh taer ; goloet a ludu e voe Antigua Guatemala, Ciudad de Guatemala, Honduras hag El Salvador. Ouzhpenn al ludu e voe krenoù, krozioù ha gwagennoù stroñs. |
1959 | Didarzh kreñv hag a voe gwelet mat eus Ciudad de Guatemala. |
14-21 a viz Here 1974 | Didarzh taer ; kolloù a voe er gounezerezh : teuzredennoù piroklastek a zistrujas ar struzh tro-dro d'ar menez-tan ; damc'holoet a draezh volkanek e voe kêrioù San Pedro Yepocapa ha Acatenango[8]. |
1-6 a viz Gouere 2004 | Tarzhadennoùigoù er Volcán de Fuego a gasas bannoù moged betek war-dro 1 km a uhelder ; diruilhadoù mein teuz a ziskennas gant tor ar menez-tan. |
13 a viz Gwengolo 2012 | Brasañ didarzh ar menez-tan en XXIvet kantved betek-henn, gant bannoù ludu hag a bignas betek 3 km ; degadoù a viliadoù a dud a voe adreñvet[9]. |
8 a viz C'hwevrer 2015 | Etre 4 pa 6 tarzhadenn kreñv dre eurvezh a voe er menez-tan, gant bannoù ludu a bignas betek 4,8 km ; ar pennadurezhioù a embannas ur stad a evezh ; kant den a voe adreñvet ; koumoul kann a nijas tro-dro da Volcán ar Fuego, war-dro 20 km/h o zizh ; entanet e voe koadegi gant al lava hag al ludu[10]. |
5 a viz Mezheven 2018 | D'an 3 a viz Mezheven d'abardaez e voe didarzhioù gwan pe wanoc'h ; betek 10 km e pignas ar bannoù ludu. An didarzh a lazhas 99 den da nebeutañ en Escuintla ; tremen 200 den n'int ket bet adkavet, ha 12 089 a dud zo bet adreñvet[11],[12]. — Darvoud o ren d'ar mare ma skrivomp — |
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 (es) Extracto, o relación . . . de los autos de reconocimiento..., 1774, p. 3.
- ↑ (en) Restall, Matthew & Asselbergs, Florine (2008) : Invading Guatemala: Spanish, Nahua, and Maya Accounts of the Conquest Wars, Pennsylvania State University Press (ISBN 978-0-271-02758-6)
- ↑ (es) Fuentes y Guzmán (de), Francisco Antonio : Recordación Florida. Discurso historial y demostración natural, material, militar y política del Reyno de Guatemala, levrenn II – Lenn en-linenn
- ↑ 4,0 4,1 4,2 4,3 4,4 4,5 ha4,6 (es) Dussaussay, Eugenio (1897) : Impresiones de viaje: el volcán de Fuego, e La Ilustración Guatemalteca – Lenn en-linenn
- ↑ 5,0 5,1 5,2 ha5,3 (es) Juarros, Domingo (1818) : Compendio de la historia de la Ciudad de Guatemala
- ↑ 6,0 6,1 6,2 ha6,3 (en) Maudsley, Anne Cary & Maudsley, Alfred Percival (1899) : A Glimpse at Guatemala
- ↑ (es) Toledo, Melchior & Estuardo, Johann (2011) : El arte religioso de La Antigua Guatemala, 1773-1821
- ↑ (es) Prensa Libre, 21/10/1974
- ↑ (es) MSN Noticias, 14/09/2012
- ↑ (es) Prensa Libre, 08/02/2015
- ↑ (es) CONRED Guatemala
- ↑ (fr) Le Figaro, 07/06/2018 –09:13