Waxianghuaeg
yezh
Ur yezh direnk komzet e menezioù Wuling e kornôg proviñs Hunan eo ar waxianghuaeg. En he zachennad emañ kontelezhioù Yuanling, Chunxi, Jishou, Guzhang, ha Dayong.
Waxianghuaeg | |
---|---|
Diasur | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Sina |
Rannved : | Azia |
Komzet gant : | 300.000 (1995) |
Renkadur : | Goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù direnk
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | WXA |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Disheñvel eo ar waxianghuaeg diouzh ar rannyezhoù sinaek komzet tro-dro dezhañ met n'eo ket sklaer hag-eñ eo ur rannyezh sinaek pe ur yezh distag. Ne vez ket komprenet gant komzerien ar yezhoù arall implijet er vro. N'o deus ket ar waxianghuaegerien un identelezh distag hag en em lakaat a reont da Haned.