Wikipedia:Degemer/Pennad ar miz

Pennad ar miz, Du

Galileo Galilei,
poltred gant Justus Sustermans

Galileo Galilei a oa ur matematikour, fizikour ha steredoniour, a voe pouezus e labour evit istor ar brederouriezh.

Ganet e oa Galileo Galilei e Pisa d’ar 15 a viz C’hwevrer 1564, en ur familh nobl a orin, hogen ne oa ket pinvidik. Mab e oa da Vincenzo Galilei, soner ha sonaozer eus Firenze, ha Giulia Ammannati. Un deskadurezh klasel a dapas o mab Galileo gant menec’h manati Vallombrosana, e-kichen Firenze. Deskiñ a reas seniñ er skol-se ha studiañ a reas gregach ha latin.

E 1581 e voe kaset gant e dad da studiañ medisinerezh da skol-veur Pisa. Met ur bern traoù a oa ha ne zedennent ket kaer Galileo eno, ha gwelet a reas er c’hontrol e plije dezhañ ar matematik hag ar fizik. N’echuas ket e studioù medisinerezh ha kregiñ a reas da studiañ matematik gant Ostilio Ricci, ur matematikour italian ha ne ouzer ket kalz a dra diwar e benn. E 1583 e verzas Galileo e oa keit-ha-keit lusk-dilusk momederioù hag a oa disheñvel o fouez. Deskiñ tresañ a reas ivez. E 1589 e voe anvet da gelenn matematik e skol-veur Pisa.

Galileo Galilei a selle ouzh an anadennoù fizikel en-dro dezhañ, met sevel taolioù-arnod a ouezas ober ivez. Gant e gavadennoù e lakaas en arvar ar skeudenn eus ar bed a oa betek neuze gant skiantourien Europa. Sellet a reer outañ evel unan eus diazezerien ar fizik modern.

(lenn hiroc'h...)