Wikipedia:Degemer/Pennad ar miz/Genver

Prosez Hélène Jégado

Hélène Jégado (180326 a viz C'hwevrer 1852) a oa ur vuntrerez vreizhat hag a lazhas 36 den e-kreiz an XIXvet kantved.

Ganet e voe Hélène Jegado en un ti-feurm e Pleheneg. Goude marv he mamm, e 1810, e voa kaset da labourat evel matezh da bresbital Bubri. Labourat a reas e-giz matezh evit beleien all eus Bro-Gwened hag e tiez tud all c'hoazh. E kement lec'h ma tremene e varvas tud, ar re gentañ anezho e 1833, war a seblant. N'eo nemet e 1851 e voe sachet evezh ar polis gant marvioù iskis div vatezh e ti Théophile Bidard, kelenner e skol-veur Roazhon.

Diskred a savas pa grogas Hélène Jegado da embann e oa didamall a-raok ma vije bet goulennataet gant ar polis, ha harzet e voe d'ar 1añ a viz Gouere 1851. Goude enklaskoù all e voe liammet he anv ouzh marvioù iskis all, bet c'hoarvezet etre 1833 ha 1841. Ampoezonet e oa bet an holl dud-se gant arsenik. Barnet e voe Hélène Jegado e miz Kerzu 1851 e Roazhon. Kondaonet e e voe d'ar marv ha dibennet e voe d'ar 26 a viz C'hwevrer 1852 er Champ-de-Mars e Roazhon.

(muioc'h...)