Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 03 bloaz 2008
14/01/2008 — 20/01/2008
Un impalaer zo Claudius e anv latin orin: lakaet e vo Klaoda e brezhoneg? Unan a zo Caligula: lakaet e vo Kaligula? Gwelet em eus tu bennak: Reolenn 1: Ret eo derc'hel da furm orin an anv... Reolenn 3: Brezhonekaet e vo anv an impalaerien roman pa vez ur furm testeniekaet stank, ha mod-all e vo doujet d'ar furm latin: Vespasian met Decius, hag all. Piv a zibab pegoulz eo " testeniekaet stank"? Bianchi-Bihan 14 Gen 2008 da 17:12 (UTC)
- Ur c'hendiviz reolata a zo bet war anvioù an impalaerien roman. Lenn ar reolenn 3 amañ hag ar vot amañ. Benoni (Kaozeadenn) 14 Gen 2008 da 17:48 (UTC)
- Mat e vije lenn ar reolenn 1 a-raok ar reolenn 3. Bianchi-Bihan 17 Gen 2008 da 14:20 (UTC)
Sioul
kemmañO labourat sioul e oan ha setu unan bennak o tont da c'hwezhañ an tan adarre e-kreiz ma labour. Piv a lavaro dezhañ paouez?
- (diforc'h) (ist) . . Claudius; 23:20 . . (+14) . . Bianchi-Bihan (kaozeadenn | degasadennoù) (diforc'h) (ist) . . Claudius; 23:18 . . (+13) . . Benoni (kaozeadenn | degasadennoù) (Patrom digejañ ur wech ouzhpenn-Mat vefe da vBianchi-Bihan kompren n'eo ket ar merourien mevelien a gempenn ar pajennoù war e lerc'h!!!) (diforc'h) (ist) . . Claudius; 23:16 . . (+176) . . Bianchi-Bihan (kaozeadenn | degasadennoù)
Bianchi-Bihan 14 Gen 2008 da 23:30 (UTC)
- 4 pennad ha 2 borched a zo war ar renk evit dont da vezañ ur pennad pe porched eus an dibab. N'eus nemet 2 pennad eus ar feson evit poent war ar wikipedia brezhonek. Kit da deurel ur sell da skouer war ar pennad Mec'hiko hag ar porched Babel.
- 12 pennad ha 5 porched a zo war ar renk evit dont da vezañ ur pennad pe porched mat. N'eus pennad mat ebet evit ar mare war ar wikipedia brezhonek. Kit da deurel ur sell da skouer war ar pennad UNIX ha porched ar bed sinaat.
Pedet oc'h da reiñ hoc'h ali. Trugarez. Benoni (Kaozeadenn) 15 Gen 2008 da 14:50 (UTC)
Votiñ ur reolenn war ar c’hemmadurioù
kemmañ
Adlec'hiañ ar votadeg-mañ N'eo ket hemañ al lec'h dereat evit kinnig ur votadeg. Adlec'hiet e rank bezañ d'ur bajenn gouestlet dezhañ. |
Kinniget en deus Neal din-me, en un doare hegarat, serriñ ma c’hont tri devezh evit pep “titl amreizh”, emezañ : em eus divizet e vo serret e da gont ouzhit adalak hizv e-pad tri devezh pe wezh ma savez ur pennad war an dachenn-se gantañ un titl amreizh e-keñver ar reolenn resis-se (http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer%3ABianchi-Bihan&diff=281846&oldid=281346). N'eo ket ur eta.
Awenet on bet gant ar spered digor-se ha deuet d’am soñj kement-mañ.
Gouzout a ran n’eus ket votet gwech ebet diwar-benn ar yezhadur brezhonek, evel ma’z eus bet votet diwar-benn an doare da skrivañ e brezhoneg an anvioù gregach (“i” pe “y”, hag all ), war an doare da lakaat krommellennoù e-lec’h virgulennoù, ha me oar petra c’hoazh.
Soñjet em eus ne oa ket re ziwezhat evit ober, rak mantrus e kavan ar mank bras digomprenus-se : ne welan ket perak e vije stanket ur gont abalamour da anvioù gregach, ha ne vije ket graet heñvel abalamour da c’herioù brezhonek en ur wikipedia brezhonek. Brezhoneg da gentañ!
Setu perak e kinnigan d’an dud votiñ ar reolennoù-mañ :
1 Stanket e vo kont ur c’henlabourer e-pad tri devezh pa en devo graet ur fazi kemmadur e titl ur pennad.
- A-du
- A-enep
- Neptu
Evit ar re a gav ne ya ket pell a-walc’h ar reolenn e kinnigan:
2 Stanket e vo kont ur c’henlabourer e-pad tri devezh pa en devo graet ur fazi kemmadur e-barzh ur pennad.
- A-du
- A-enep
- Neptu
Evel-just, ma ne vez ket degemeret ar reolennoù-se gant an dud , e c’hallo pep hini ober fazioù kemmadurioù forzh pegement … gant ma ne vo graet hini ebet gant ar c'hrommellennoù, nag en anvioù gregach, traoù a zo kalz pouezusoc’h evel-just, hervez ar reolennoù votet betek-hen.
Marteze e kavo ivez d’an dud eo un tammig re strizh an dibab. Neuze e kinnigan votiñ ivez war ar reolenn-mañ:
3 Ne vo stanket kont ebet (nag un devezh na tri) war-zigarez ur fazi, pe en un titl, pe e korf ur pennad.
- A-du
- A-enep
- Neptu
Me gred eo sklaer ar c'hinnigoù. Bianchi-Bihan 17 Gen 2008 da 14:20 (UTC)
Respont: evit kompren gwelloc'h eus petra ez eus kaoz
kemmañEilet diwar Kaozeadenn Implijer:Bianchi-Bihan [1]: Ec'h an da sklaeraat an traoù evit ma komprenfes perak e vo serret da gont ouzhit ganin ma kendalc'hez da glask chom hep doujañ d'ar reolenn resis-mañ (ha serret e vo raktal en degouezh-se):
- Da gentañ: reolenn implij an y evit treuzskrivañ an upsilon gresianek a denn d'ar reolenn bet degemeret dre votadeg gant ar gumuniezhh ha lakaet e vo e plesutr daoust ha ma c'hell bezañ bet votet a-du pe a-enep d'an dibab-se gain pe ganit pe gant n'eus forzh pesuert implijer all;
- Da eil: am tabut ganit war ar c'hraf resis-se ne denn ket d'ar fed ma c'hell implij al lizherenn "y" evit treuzlizherenniñ ar gresianeg plijout din met pas dit. Tennañ a ra d'ar fed m'eo evel-hen ma oa bet dibabbet ober dre votadeg hag evel-se e ranko ober an holl betek ma vo kemmet ar reolenn dre votadeg adarre mar bez ezhomm;
- Da drede: ne vo ket serret kont un den bennak abalamour da fazioù bizskrivañ pe yezhadur. Serret e vo avat kontoù ar genlabouererion a glask mont e-bioù da reolennoù anavaezet mat gante en un doare reoliek evel en degouezh-mañ. N'eo ket dre fazi an hini 'oa ma oa bet implijet ganit "i" e lec'h "y" eveit treuzskrivañ anvioù divoutin gresianek rak anaout mat-tre a rez a reolenn-se ha goulennet eo bet ouzhit nouspet gwezh doujañ outi;
- Da bevare: n'eo ket afer treuzskrivañ gant "i" pe "y" a zo kaoz amañ met ar fed ma ne deuez ket a-benn da doujañ d'ur reolenn eeeun bet degemeret ha lakaet da ofisiel dre votadeg zoken peogwir ne blij ket dit. Ober heñvel a rez gant an holl reolennoù all na blijont ket dit hag evel-se n'haller ket kas war-raok al labbour a-troll ha kollet e vez ur bern amzer o vont war da lerc'h o renkañ an traoù ha ganin-me ne vo ket asantet ken ouzhit kenderc'hel gant ar c'hoari-se;
- Da diwezhañ: n'eo ket bezañ dineptu eus perzh ur merour lakaat da dalvezout ar reolennoù bet degemert dre genemglev pe dre votadeg ha lakaet da ofisiel - dever ar verourion eo. Klask cheu an hini eo, avat, klask mont-ebioù d'ar reolennoù-se bewezh ma c'heller en ur lakaat ar verourion da goll o amzer o renkañ an traoù war da lerc'h hag o respont d'az koulennoù ha d'az klemmoù diehan o tisplegñ ar memes tra dit gezh ha gwezh all. Kemeret am eus un diviz ha laket e vo e plesutr ganin neuze, fdaosut ha ma c'hell plijout dit pe get, evit ma vefe kollet nebeutoc'h a amzer gant ar verourion abalamour d'az emdalc'h hag evit gallout kas war-raok ar raktres-mañ en un doare siouloc'h.
A galon, Merour (Neal) (Kaozeal) 17 Gen 2008 da 10:54 (UTC)
Me garfe kompren da betra servij seurt divizoù. Ma ne fell ket dezhañ BB ober gant un y evit an titloù gant anvioù gresianek, reizhet e vo dre un adkas pelloc'h (atav mirout ar furmoù all). Ouzhpenn-se, ijinañ reolennoù kastiz ha n'int ket bet votet a zo direizh ivez, ha pa vije graet traou direishoc'h (amañ n'eus ket un abeg splann).
Ur wech all e c'houlennan ma vo displeget ar rebechoù en un doare berr ha sklaer. Ha ne welan ket ket perak e vez anv eus ar stankañ pep sizhun. Ma 'z eus abegoù evit enebiñ ouzh traou dichek pe direizh, ret eo sevel un diviz ispisial war an dra pell a-raok ma vo kaoz eus ur c'hastiz bennak.
Ret eo degemer ma vo amparfal ar pennadoù. Ma 'z eus fazioù a-enep ar reolennoù, n'eus nemet goulenn ma vint reizhet dre vroudañ an dud d'e ober. Ma ya ar skridaozer d'ober ur brezelig-skrid, plas a zo evit un diviz hag ur c'hastiz m'eo a-du an dud (implijerien ha merourien asambles).--Ch. Rogel 28 Gen 2008 da 18:04 (UTC)
- C'hoazh gant an dra-mañ... Da gentañ ne'o ket ijinañ ur c'hastiz rak n'eo ket ur c'hastiz ha n'eo ket bet ijiniet. N'eo nemet lakaat e pleustr ar reolennoù mont-en-dro bet votet ha lakaet da ofisiel war un dachenn resis. War an dachenn-mañ en deus dikwelet an implijer-mañ na fell ket dezhañ doujañ ouzh ar reolenn-se. Stanket e vo e gont outañ neuze ma kendalc'h da glask mont e-bioù d'ur reolenn anavezet mat gantañ ha betek lakaet da ofisiel goude ur prantad hir a gaozeadennoù ha da heul ur votadeg. Da betra e talvez? Evel merour ma'z on eo ma dever lakaat an dud da anavezout ha da doujañ ouzh seurt reolennoù ha da eil, en ur gas da benn ma labour evel merour war an dachenn resis-mañ em eus bet kollet ur bern amzer (ha Benoni ivez) o sevel adkasoù, diverkañ pennadoù doubl ha bezañ taget ha rankout respont diehan evit diplegañ perak ha penaos eo bet diverket ha/pe kenteuzet ar pennad-mañ'r-pennad. N'on ket evit koll ma amzer ken gants eurt traoù. Ne gomprenan ket tre da betra e talvez flepiñ, arfuzenniñ, klask kenemglevioù ledan, sevel votadegoù hag all ma ne evzont ket lakaet da dalveout da c'houde. N'eo ket afer un "y" pe un "i" daoust d'ar fed ma klask B-B lakaat an dud da grediñ nag afer stankañ kontoù abalamour da fazioù reizhskrivañha/pe yezhadur. Tennañ a ra d'ar fed m'eo bet kollet ur bern amzer gant meur a hini evit dont a-benn da dizhout un emglev hag evit ma ne chomfe ket e kaozioù toull eo dever ar verourion (an holl merourion) lakaat seurt politikerezhioù ofisiel da dalvezout. Kollet e evz ur bern amzer o skubañ war-lerc'h B-B abalamour d'ar fed ma ne vez ket doujet gantañ ouzh ar reolennoù bet degemeret dre votadeg a-seurt-se. Mar fll dit skubañ war e lerc'h n'ec'h eus ket 'met lâret din rak un tammig skuizh on oc'h ober war-dro ma-unanig-fenn hag a-gvret gant ar merour oberiant nemetañ all, d.l.e Benoni. Ar pezh ne gomprenan ket re vat-me eo da betra e talvez bezañ merour ma'z eo evit chom hep lakaat ar reolennoù da dalvezout evit an holl - da lâret eo, en ur chom hep merañ, rak fiziet eo bet er verourion kas da-bnn suert labourioù pa oant bet dilennet. A galon, Neal (Kaozeal) 28 Gen 2008 da 18:21 (UTC)
Heugus
kemmañ- Lenn a ran: Kollet e evz ur bern amzer o skubañ war-lerc'h B-B (sic).
- N'eus ket gwelloc'h doare da c'hwezhañ tan, da ziskouez kasoni ouzh un den, da zismegañsiñ e labour. Difennet eo kontañ viloni diwar-benn ar genlabourerien. Wikipedia:pajenn gaozeal: Pajennoù kaozeal ur pennad a rank bezañ implijet da reiñ alioù ha kendivizout war an doareoù da wellaat ur pennad. N'int ket graet evit pizmigañ eta, na tagañ ar pennad, na labour ur c'henlabourer (ha pa vefe bet graet ur fazi gant unan bennak).
- Goulenn a ran , evit an nouspetvet gwech, ma vo paouezet gant seurt tagadennoù vil, ha ma vo kastizet a-benn ar fin ar re a ra fae ar c'henemglev, an doujañs ouzh an dud, a zo diazezoù gwir wikipedia, ha n'eo ket c'hoari gourdrouz stankañ kont un den a ankoua krommellennoù amañ pe un y" ahont. Bianchi-Bihan 28 Gen 2008 da 18:49 (UTC)
- Skubañ war da lerc'h a dalvez en degouezh resis-mañ kement ha rankout koll ma amzer (ha hini ar merour Benoni) o reizhañ titloù pajennoù bet savet en un doare amreizh hag a-ratozh-kaer (rak anavezout mat ar reolenn a rez - n'eo ket dre fazi...), sevel adkasoù, kentueziñ diverkañ hag adenvel pajennoù doubl bet savet dija gant an titl reizh. Skubañ eo al labour-se. N'eo ket dismegañsus hen lâret - ur fed an hini eo, rak sklabezañ a rez a-ratozh: "sklabezañ" - ur ger implijet ganit evit deskrivañ daore ober ar re all - a dalvez amañ kment ha sevel pennadoù doubl a-ratozh-kaer p get dre chom hep doujañ d'ur reolenn sklaer hag eeun anavezet mat ganit gwezh ha gwezh all.
- Tagadenn ebet: ne blij ket dit ar doser bet savet diwar da benn marteze peogwir e laka splann hag a-wel d'an holl ar fed ma klaskez mont e-bioù d'an holl reolennoù, zoken ar re eeunañ hag ar re sklaerañ bet degmeret dre votadeg zoken. N'eo ket un afer kromelloù p fazioù yezhadur ha/pe bizskrivañ. Ur gudenn emdalc'h an hini eo. N'eo ket da dagañ eo a ran rak proiuennoù a-leizh ez eus o tiskwel n'out ket gouest da doujañ d'ar reolenn eeun-mañ daoust ha m'eo bet pedet ha goulennet groñs ouzhit hn ober. Hag evel ma rez gant ar reolenn resis-mañ e rez war bp tachenn, rak evidout ec'h eo ar wikipedia ur park peuriñ prevez ha gallout a rez ober diouzh da c'hoant-te en desped d'an divioù a-stroll. Fedoù eo n'eo ken.
- Kousto be gousto e vi lakaet da c'hoari an hevelep c'hoari evit ar re all.
- Achu ganin gant ar goaz-mañ. Traoù dedennusoc'h ha talvoudusoc'h 'm eus d'ober.
Neal (Kaozeal) 28 Gen 2008 da 20:00 (UTC)
- Klask a ran ur ger bennak diwar-benn al labour krouiñ pennadoù, pal tud wikipedia: netra nemet tamalloù.
- Mil bell omp aze eus al labour holloueziadurel evel-just, met anat eo n'eo ket preder an holl.
- Ur gudenn a emdalc'h (sic) zo pa zeu unan da gomz eus reolennoù ha ne dalvezont ket evitañ.
- Ur park peuriñ prevez (sic) eo pa vez tud o'n em lakaat us d'ar reolennoù (ha d'ar c'hastizoù graet evit ar re all), o tibab peseurt reolennoù a rank ar re all plegañ dezho, hag o louzañ labour ar re all dre gasoni bersonel .
- Labourat da grouiñ pennadoù e brezhoneg evit ar vrezhonegerien a zo marteze ur park peuriñ prevez dit, din n'eo ket. Ne savan ket pennadoù evidon, na da vrudañ ur feiz politikel bennak.
- E n'eus forzh peseurt wikipedia e vije bet kastizet an tagadennoù personel vil-se. Amañ eo an hini an dag an hini a ro kastizoù d'ar re all: evit un "y" amañ, evit krommellennoù ahont. Perak n'en em gastiz ket memes mod pa ra-eñ fazioù kemmadurioù? N'eo ket ur gudenn a emdalc'h (sic) dirak reolennoù ar yezhadur hag ar c'hemmadurioù?
- Distroomp d'al labour holloueziadurel, a vo graet en desped d'an taolioù treitour. Bianchi-Bihan 29 Gen 2008 da 05:42 (UTC)
- Goulenn a rez e vefe "kastizet a-benn ar fin ar re a ra fae [war] ar c'henemglev, an doujañs ouzh an dud, [hag] a zo diazezoù gwir wikipedia"? Ouzhpennañ a rez e vefe bet kastizet seurt emzalc'h war n'eus forzh peseurt wikipedia. A zo gwir! A-du on da 100% ganit. Un emzalc'h par d'az hini a vefe bet kastizet en un doare taer war n'eus forzh peseurt wikipedia all: stanket e vefe bet da gont da viken. Laosk tre omp bet war ar wikipedia brezhonek evit ar mare, met ne bado ket atav dre ma lak seurt laoskded en arvar ar raktres a bez: stanket e vi emichañs a-raok bezañ heuget an holl da genlabourat war ar wikipedia brezhonek! Benoni (Kaozeadenn) 29 Gen 2008 da 19:54 (UTC)
- Goulennet em boa daou dra 1) lezel a gostez, dre urzh , an traoù kozh, evit gwellaat an aergelc'h: sklaer eo ne fell ket d'ar verourien; 2) kastizañ (n'em eus morse lavaret en un doare taer, n'em eus ket ur spered a-seurt-se) an holl dorr-reolennoù, hag ivez re ar verourien a dorr ar reolennoù un tamm re aes. War a welan, n'eo ket war an hent-se emaomp, rak difennet eo gourdrouz an dud. Karout a rafen e c'hallfemp komz eus an torrreolennoù-se hep kunujennoù na gourdrouzoù. Bianchi-Bihan 31 Gen 2008 da 11:31 (UTC)
- Goulenn a rez e vefe "kastizet a-benn ar fin ar re a ra fae [war] ar c'henemglev, an doujañs ouzh an dud, [hag] a zo diazezoù gwir wikipedia"? Ouzhpennañ a rez e vefe bet kastizet seurt emzalc'h war n'eus forzh peseurt wikipedia. A zo gwir! A-du on da 100% ganit. Un emzalc'h par d'az hini a vefe bet kastizet en un doare taer war n'eus forzh peseurt wikipedia all: stanket e vefe bet da gont da viken. Laosk tre omp bet war ar wikipedia brezhonek evit ar mare, met ne bado ket atav dre ma lak seurt laoskded en arvar ar raktres a bez: stanket e vi emichañs a-raok bezañ heuget an holl da genlabourat war ar wikipedia brezhonek! Benoni (Kaozeadenn) 29 Gen 2008 da 19:54 (UTC)
Evit kompren gwelloc'h c'hoazh
kemmañLakaet eo bet amañ gant ar merour Neal eta ar pezh en doa diskarget a-raok war ma fajenn. Serriñ kont un den abalamour d'ur "fazi" amañ pe ahont a gavan spontus a-walc'h. Setu an hent berrañ d'ar respont am boa graet dezhañ: [[2]]. Yec'hed d'an holl.
Ur banne te d'an eur-mañ. Bianchi-Bihan 18 Gen 2008 da 04:11 (UTC)
Klask al lec'h dereat (adarre): dilec'hiet e rank bezañ ar c'hinnig votadeg-mañ
kemmañMa fell dit sevel ur votadeg e rankez sevel ur pennad nevez gouestlet d'ar votadeg-se - n'eo ket hemañ al lec'h dereat. Neal (Kaozeal) 17 Gen 2008 da 17:24 (UTC)
Ripoarisch ?
kemmañMy taylor is Ripoarisch. Penaos lakaat anv ar yezh frankek-mañ e brezhoneg? Trugarez en a-raok. A galon. Klaod. Kadbzh 17 Gen 2008 da 20:47 (UTC
- "ripouareg" marteze? s.o. Ripuarian (language) ha Ripuarian Franks war ar wikipedia e saozneg. A galon, Neal (Kaozeal) 17 Gen 2008 da 20:52 (UTC)
- Ripoareg, ma ne vez ket ret distagañ "ou". Met platt a vez laret ivez. Bianchi-Bihan 18 Gen 2008 da 04:18 (UTC)
- Ya "Ripoareg" e-giz poa ar gerioù "poazh" pe "poan"--Kadwalan 19 Gen 2008 da 08:42 (UTC)
- Ripoareg, ma ne vez ket ret distagañ "ou". Met platt a vez laret ivez. Bianchi-Bihan 18 Gen 2008 da 04:18 (UTC)
Kinniget evel pennad mat. Bianchi-Bihan 19 Gen 2008 da 22:53 (UTC)
Kemenn
kemmañMat e vije lakaat un c'hemenn war pep pennad mat da c'hervel an dud da votiñ war ur bajenn , evel a weler a-wechoù e wikioù all. Bianchi-Bihan 21 Gen 2008 da 17:15 (UTC)
- 'T eus ket 'met ober. Neal (Kaozeal) 21 Gen 2008 da 17:48 (UTC)
- Kemer a rin amzer da soñjal en ur bedadenn ken hegarat. Bianchi-Bihan 21 Gen 2008 da 17:52 (UTC)
- Gra 'ta. Ne gomprenan ket perak e c'houlennez ouzh ar re all kas da-benn oberoù a c'hellfe bezañ kaset da -benn ganit war-eeun. Neal (Kaozeal) 21 Gen 2008 da 18:14 (UTC)
- Skuizhus. Danvez da gaoz n'eo ket goulenn nag urzh, ha bazh ebet ganin.
- Kemenn tennet evit kaout peoc'h. Bianchi-Bihan 21 Gen 2008 da 18:25 (UTC)
- Gra 'ta. Ne gomprenan ket perak e c'houlennez ouzh ar re all kas da-benn oberoù a c'hellfe bezañ kaset da -benn ganit war-eeun. Neal (Kaozeal) 21 Gen 2008 da 18:14 (UTC)
- Kemer a rin amzer da soñjal en ur bedadenn ken hegarat. Bianchi-Bihan 21 Gen 2008 da 17:52 (UTC)