Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 04, bloaz 2016

25/01/2016 — 31/02/2016 kemmañ

Skrivañ un dra bennak er pevare sizhun eus 2016 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h
Un inosant a zo o paouez distrujañ Infoboks Kumunioù Breizh, skrivet "Elzass Frei" e pep lec'h gantañ ... Kadbzh (kaozeal) 25 Gen 2016 da 19:52 (UTC)[respont]
Klaket ganin renkañ an traoù, met drailhet eo memes tra. Piv a c'hello gober un tamm kempenn? Kadbzh (kaozeal) 25 Gen 2016 da 20:02 (UTC)[respont]
Kempennet ganin. OK evit Roazhon ha Brest evit ar mare — betek an dagadenn all moarvat. --90.32.241.250 25 Gen 2016 da 20:03 (UTC)[respont]
Distrujet adarre, kempennet adarre, OK evit Gwened. --90.32.241.250 25 Gen 2016 da 20:11 (UTC)[respont]
Kemper OK evit ar mare. --90.32.241.250 25 Gen 2016 da 20:15 (UTC)[respont]

Penaos adkavout/kemm e ger kuzh disonjet? :) kemmañ

Krouet ganin an implijer LapinNij ur pennadig zo bremañ, ha disonjet krenn peseurt ger-tremen am befe gellet implij. Evel-just, evit aesaat pep tra, n'em eus ket lezet ma chomlec'h mel... Paotr fin betek penn! :D Tapet brav on bremañ pa ne c'hallan ket kevreañ ken. Setu, ar goulenn, a benn ar fin eo : daoust hag ez eus un tu da adtapout ma ger kuzh memestra? Dre oberenn santel ur merour da skouer? :) A hend all e vo krouet un implijer all ganin, met plijet brav et oan gant ma anv-implijer!

Din da c'houzout ne c'hellan ober tra. Da soñj VIGNERON ? --Y-M D (kaozeal) 12 C'hwe 2016 da 17:04 (UTC)[respont]
Siwazh, hep chomlec'h n'eus ket tu da adkavout ar ger-tremen... :( VIGNERON (kaozeal) 12 C'hwe 2016 da 18:39 (UTC)[respont]
Trugarez deoc'h da vezañ taolet ur sell memestra. Un implijer all am eus krouet eta. --LapinSpluj (kaozeal) 18 C'hwe 2016 da 10:16 (UTC)[respont]