Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 05, bloaz 2023

30/01/2023 — 05/02/2023

kemmañ
Skrivañ un dra bennak er bempvet sizhun eus 2023 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Mirdioù brezhonek

kemmañ

Souezehet on bet o tizoloiñ pennadoù ar rummad Rummad:Mirdioù brezhonek. N’eus ket eus ar mirdioù-se, savet eo bet ar pennadoù-mañ en ur lakaat livadurioù asambles, brezhonekaet o zitloù. Danvez ur pennad Wikipedia, en esaouenn anv pennañ, a rank bezañ un dra a zo anezhañ. Gallout a ran dilec’hiañ ar pajennoù en esaouenn anv Wikipedia ma fell da dud zo derc’hel anezho, pe c’hoazh diverkañ anezho. Petra a soñj deoc’h? Huñvreüs (kaozeal) 4 C'hwe 2023 da 10:06 (UTC)[respont]

Ne gomprenan ket re vat, met perak distruj un dra hag a zo talvoudus ? Beurleudiskobol (kaozeal) 4 C'hwe 2023 da 11:05 (UTC)[respont]
Peseurt daveoù a c’heller menegiñ a-zivout mirdi brezhonek Caravaggio ? Hini ebet, peogwir n’eus ket eus ar mirdi-mañ. Diret eo distruj ar bajenn, gallout a reer lakaat anezhi en esaouenn anv Wikipedia, da skouer Wikipedia:Mirdioù brezhonek/Caravaggio, evel am eus kinniget. Huñvreüs (kaozeal) 4 C'hwe 2023 da 13:54 (UTC)[respont]
@Lekemok ha VIGNERON: alioù? Huñvreüs (kaozeal) 16 Meu 2023 da 19:40 (UTC)[respont]
Akord on da zilec'hiañ, talvoudus eo an danvez, met pas e-touez ar pennadoù "ofisiel".   Lekemok (kaozeal) 18 Meu 2023 da 21:38 (UTC)[respont]
A-du on ivez evel-just, n’eo ket "hollouezidurel". A galon, VIGNERON (kaozeal) 19 Meu 2023 da 10:25 (UTC)[respont]

Intrudu personel a-berzh un IP, hep emglev ebet. Goulenn a ran ma vo votet. Beurleudiskobol (kaozeal) 25 Meu 2023 da 13:03 (UTC)[respont]

Kinniget am eus dilec’hiañ ar pennadoù-se en esaouen anv Wikipedia, pezh a seblant din diskoulmañ ar gudenn. Mat eo dit? Huñvreüs (kaozeal) 25 Meu 2023 da 14:37 (UTC)[respont]
Emaon o paouez gwelet ar pezh a zo bet skrivet gant un den dizanv (dianav ?) er bajenn Kaozeadenn Implijer:Kirito. Un tamm pell eo mont da skrivañ "selected by the community for speedy deletion". "Selected by himself" e vije kentoc'h. Mat eo din an diskoulm kinniget gant Hunvreüs.
Llydawr (kaozeal) 25 Meu 2023 da 14:42 (UTC)[respont]
Petra eo ar pennadoù "Mirdi brezhonek XXX" ? Eiladennoù eus Commons (!), gant titloù troet diwar anvioù ar restroù ha n'eo ket diwar an anvioù orin ; alies ez eus bet lakaet titloù na dennont ket da dodenn an oberenn. Lod n'int ket bet troet, lod skeudennoù n'o deus alc'hwez ebet, hag arall... Ne zegas ar pennadoù-se netra d'an holloueziadur. Pezh zo bet graet neuze eo lakaat ar skeudennoù er pennadoù diwar-benn an arzourion, en urzh an amzer, goude reizhañ hag astenn ar pennadoù-se. Didalvez e vefe sevel pennadoù anvet "Wikipedia : Mirdi brezhonek XXX*" peogwir ne dennfent tamm ebet da vont en-dro Wikipedia. Ha ret e oa "treiñ" an titloù ? Mard eo mennet an implijer da "dreiñ" anvioù taolennoù, perak ne "drofe" ket anvioù kanaouennoù, evel Honky Tonk Women ? Ha, dreist-holl, perak ne echufe ket al labour ? 2A01:CB08:8919:A500:84CB:3DD0:8D4C:8C5 25 Meu 2023 da 15:41 (UTC)[respont]
Ma n’eus nemet roll an taolennoù emañ gwelloc’h an traoù, a-benn ar fin. Gallout a ra ar pennadoù bezañ adanvet Roll taolennoù XX. Sellit, da skouer, ouzh Liste des tableaux d'Édouard Manet er wiki gallek (ha yezhoù all). Digudenn eo din treiñ an titloù, graet eo bet e yezhoù all (hag ijinet eo bet titloù alies, livourioù zo ne roent titl ebet d’o zaolennoù). Digudenn eo din ivez mard eo diglok ar rolloù, diglok eo Wikipedia. Huñvreüs (kaozeal) 26 Meu 2023 da 13:21 (UTC)[respont]