Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 05 bloaz 2007

29/01/2007 — 04/02/2007

kemmañ
skrivañ un dra bennak er pempvet sizhun eus 2007An ti-chopin

Patrom nevez evit ar stadoù

kemmañ

Ur patrom nevez 'zo bet savet ganin evit stadoù ar Bed (graet e veze beteg hen en un doare artizanel). Tu zo deoc'h kavout ar framm amañ. Ha sellet penaos ec'h implij war pajennoù Etiopia ha Kameroun. Benoni 3 C'hwe 2007 da 17:44 (UTC)[respont]

Ma ne vez degaset un tammig urzh gant ar verourien, piv a raio?

kemmañ

Un tammig hegaset on pa welan kemennadennoù degaset war bajennoù personel pa n'eo ket o lec'h  : pe kemennadennoù d'un nebeut tud (merourien) pe kemennadennoù e-keñver ar skridaozañ.
Pep a gaser kemenn a dle prederiañ ha klask gouzout ma n'eo ket un dra a-bopuez evit an holl wikipedourien. Ma 'z eus un diforc'h etre daou wikipedour, an dra-se a zo da lakaat war ar pajennoù foran.
Gwelet em eus ez eus war wikipediaoù all moaienoù kaout divizoù etre ar verourien dwb traoù teknikel. Ha n'hon eus ket un dra-evel-se.
Bez ez eus pajennoù evit ar verourien ha ivez an Ti-Chopin ha n'eus ket mui anv eus outi war ar bajenn degemer. Ret e vo adlakaat anezhi en he flas : an hini gentañ.
Degas a ran amañ kemennadennoù a oa da gas da bep a wikipedour. Diverket int bet war ma fajenn gaozeadenn.--Ch. Rogel 4 C'hwe 2007 da 14:34 (UTC)[respont]

etrefas

kemmañ
  • Keloù evit ar verourien : Setu a-benn ar fin, echuet eo treiñ an etrefas ganin. Adveret em eus tost pep tra hag adtroet tout ar pezh a oa bet kollet er bloaz paseet. A-benn ar fin, n'eus ket kalz yezhoù eo klok o etrefas! Kavet em eus un doare da labourat war-eeun gant un diorrour. Aesoc'h eo, met pebezh labour torr-penn ! En devezhioù a zeu e tlefe an traoù dont war wel. Klask a rin gwelet penaos gwellaat ar bloc'had skridaozañ bremañ. Fulup 24 Gen 2007 da 21:59 (UTC)[respont]

Kudenn gant un implijer hag a zo merour en degouezh

kemmañ

Salud dit. Neal, merour, en doa skrivet kement-mañ din an deiz all : «(...) Setu e kinnigan kregiñ ar vloavezh-mañ gant ur spered kenlabour pozitivel: pa vez kemmet titl ur pennad pe c'hoazh ar c'heriaoueg bet implijet gant unan bennaket bet krouet ur pennad gantañ/i (da lâret eo an aozer-pennañ), ha dreist-holl m'eo bet savet meur a bennad ganta/i war an dachenn-se, kentoc'h evit mont diouzhtu da digemmañ-adkemmañ titl ar pennad-se e vefe gwelloc'h mont da displegañ perak n'eur ket a-du gant ar c'hemm war ar bajnn gaozeal stag ouzh ar pennad-se ha/pe mont e darempred gant an hini en/he doa kemmet ar pennad oc'h eilañ war e bajenn gaozeal an evezhiadennoù-se. Bewech ma sav ur gudenn a-seurt-se e c'heller mont e darempred gant ur merour evit goulenn e ali digantañ, met fur e vefe chom a-sav da gemmañ-adkemmañ an traoù keit ha ma ne deuer ket a-benn da dizhout ur c'henemglev. (…) » Mat eo din ober hervez e soñj ha tremen dre ar verourien pa sav kudennoù met penaos e rin-me bremann, pa'z eo ur merour end-eeun a ya da cheñch an titl diouzh e intrudu e-unan (evit Ceres en degouezh-mañ), a-us d'an implijerien all emañ ar verourien eta ? Dizale moarvat ez ay Nix da Noz evit bezañ diboell da vat hag heuilhañ dibab ur pennad nevez savet gant unan amañ. Goulenn a ran ganit e vefe distroet d'ar stumm Ceres evit ar blanedenn, pa ne gavan ket sirius an arguzenn "anv an doue a zo evel-se neuze e vo anv ar blanedenn evel-se" (n'eo ket reolennoù aozadur ofisiel anvadurioù an egor, n'eus forzh penaos). A galon. Iskomandant Marc'heg 30 Gen 2007 da 15:41 (UTC)[respont]

Ur c'hendiviz a oa bet war bajenn kaozeal Keres (planedenn gorr) e pad pell, hag e oa sklaer ali ar muiañ niver. Siwazh da Iskomandant Marc'heg ne oa ket a-du ar muiañ niver gantañ. Gortozet 'm eus dek devezh goude fin an divizoù kenkas na vije deuet war well alioù nevez. Ne welan ket petra a c'hellfe Iskomandant Marc'heg rebech din e gwirionez, pe neuze e rank lavar eo arabat da virviken kemm anv ur pennad...Benoni 30 Gen 2007 da 16:09 (UTC)[respont]

Daoust hag eñ en deus Benoni roet un abeg sklaer (daveoù? plijadur un den n'eo ket an abeg solutañ) da gemmadur talbenn ar pennad pe lañset ar c'haoz war ar c'hemmadur? Lavaret eo bet ne c'heller ket kemm an talbennoù a-daol-trumm. (NB : plijadur = décision evel e galleg kozh "tel est mon bon plaisir"). --Ch. Rogel 4 C'hwe 2007 da 14:34 (UTC)[respont]

Implijerien faos

kemmañ

Kalz tud a c'hoari krouiñ ur c'hont war ar wikipedia brezhoneg just 'vit ober un dastumadeg kontoù, met hep kemer perzh gwech ebet: ne ouezont ket brezhoneg zoken. An hini diwezhañ : Implijer:Scooter. Daoust hag e vez dalc'het seurt kontoù faos? Pe daoust hag-eñ ne vije ket gwelloc'h o diverkañ?Benoni 3 C'hwe 2007 da 18:40 (UTC)[respont]

Ne gav ket din eo posubl mont a-enep an enskrivadurioù-se. Daoust hag eñ e vez aotreet o diverkañ hep un abeg gwir? Diwar ar stadegoù e c'heller sellout outo amañ e welimp kresk ar wikipedourien oberiant. Siwaz eo kozh ar stadegoù-se (Du 06).--Ch. Rogel 4 C'hwe 2007 da 14:34 (UTC)[respont]
Marteze e krouont ur gont evit lakaat an etrefas en o yezh, ar pezh n'heller ket ober pa ne vezer ket enskrivet. --Yun (kaozeal) 10 C'hwe 2007 da 12:49 (UTC)[respont]

A-enep kemm reolennoù ar skritur war-zigarez tostaat ouzh yezh kozh an anvioù-se

kemmañ

Klemm a savan dirak ar gumuniezh a-enep ar c'hoant zo peg e kroc'hen lod eus ar verourien da derriñ lezenn ar peurunvan, a boan savet gant ur vot 8 den, evit lakaat reuz er 120 pennad bennak savet diwar-benn Hellaz kozh (pezh ne vern ket kalz), ha dreist-holl lakaat reuz er skritur (pezh zo un tamm mat gwashoc'h).

  • Goulenn a ran digant an dud votiñ amañ
    • Peseurt kemm skritur? Ne ouien ket e oa reolennoù er peurunvan o tennañ d'an treuzskrivañ. Ha pelec'h e vezont kavet? Hag a arabat lakaat an dud da grediñ eo bet implijet galloud ar verourion evit lakaat ar gumuniezh d'ober tra pe dra - aozañ ur votadeg vo graet ha neuze e tivizo an implijerion/ezed a fell dezhe kemer perzh (ar verourion en o zouez. N'eus bet divizet ober kmm ebet gant ar verourion. Ret eo anzav ivez marteze eo gant unan eus ar verourion m'eo bet stourmet abaoe ar penn-kentañ evit ma vefe degemeret ar peurunvan evel doare-skrivañ ofisiel nemetañ ar Wikipedia-mañ.

Merour (Neal) (Kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 07:51 (UTC)[respont]

Ne servij da netra lakaat ur reolenn da vezañ degemeret mar deo evit mont a-enep dezhi.
Ne gomprenan mann ebet: ur wezh all, e pelc'h e kaver daveoù er skritur peurunvan o tennañ d'an doare da treuzskrivañ gerioù etren (ha n'eo ket gerioù a orin estren bet degemeret evel gerioù brezhoneg)?

Merour (Neal) (Kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 11:52 (UTC)[respont]

Skrivañ Gandhi, Tony Blair, Cú Chulainn, Owain Glyndŵr a vefe un dagadenn a-enep ar peurunvan? Biskoazh kemend-all.Rognogno 5 C'hwe 2007 da 11:56 (UTC)[respont]

Gwir eo, ha koulskoude n'eo ket ken eeunik an traoù ... tud zo a skriv

  1. Ur wech all e lavaran n'eus ket tu lakaat an dud da blegañ ouzh furm-mañ-furm, dreist-holl evit an anvioù divoutin. Ma vez asantet lakaat ur furm evel talbenn, pep hini a c'hello implij ar furm all (gant daveoù) e korf pennadoù all (gant an adkas ha gant ur furm hepken gant dave ret d'an eil). Ret e vo sevel taolennoù gant daou vann emichañs. N'eo ket an afer hini doujañ da reolennoù ar gumuniezh, doujañ da liestelezh ar soñjoù, ne lavaran ket. Talbennoù unvanet diouzh divizoù ar gumuniezh, gerioù daou pe dri furm dezho dindanno. Ne c'hell ket divizoù ar gumuniezh bezañ reolennoù yezh. Ur momed distabil hepken. --Ch. Rogel 5 C'hwe 2007 da 23:30 (UTC)[respont]

Na brav e vije gwelet ar furnezh-se o trec'hiñ d'ar c'hoant da c'hoari ar reolierien vihan! Bianchi-Bihan 5 C'hwe 2007 da 23:41 (UTC)[respont]

Pa vez meur a furm testeniaet e brezhoneg eo ret doujañ d'ar stummoù-se evel-just (dreist-holl nompas heuilhañ skouer geriadur An Here a dibab nemetken ur stumm hep menegiñ stummoù boutin-tre!!!), met war tachennoù nevez (evel hini treuzkrivadur ar gresianeg e brezhoneg) eo mat sevel reolennoù sklaer. Pouezus-tre eo al labour a gas Neal war-raok, ha mat vije d'an holl kenlabourat gantañ...Benoni 5 C'hwe 2007 da 23:45 (UTC)[respont]
Mar plij striv da virout urzh ar respontoù en urzh : darn ha n'int ket merourien a zeu a-benn. Adlakaet ganin da skrid en e lec'h, hervez an eur.
Gra ivez gant gerioù ar geriadur: testeniekaet.
A-du on ganit 'hed an neudenn: doujañ ouzh ar brezhoneg zo ret: pa vez treuzskrivet gresianeg evel-just, hag e kement degouezh a c'hallfe bezañ a-hend-all: dibab nemet ken ur stumm zo galleg. Met war a seblant n'eus ket ezhomm da ober gant ar brezhoneg evit reoliñ anezhañ e rouantelezh wikipedia. Bianchi-Bihan 9 C'hwe 2007 da 19:49 (UTC)[respont]


Votiñ a ran a-enep kemm reolennoù ar skritur

kemmañ
  1. Bianchi-Bihan 5 C'hwe 2007 da 07:27 (UTC)[respont]


Votiñ a ran a-du gant kemm reolennoù ar skritur

kemmañ

Dibab a ran chom hep votiñ

kemmañ
  • Evit poent.Shelley Konk 5 C'hwe 2007 da 14:02 (UTC)[respont]
  • Ar vot-mañ zo siek anezhañ pa ra van da lakaat an dud da grediñ e vije en em glevet war an doare da dreuzskrivañ anvioù divoutin estren mont a-enep an doare-skrivañ a vez implijet evit skrivañ ar gerioù brezhonek boutin. Kentoc'h eo savet ar vot-mañ evit mirout ouzh an dud a sevel reolennoù stroll a c'hallje dislavaret dibaboù hiniennel an implijer a ginnig votiñ amañ. Fulup 8 C'hwe 2007 da 18:40 (UTC)[respont]

Soñjoù

kemmañ
  • Un evezhiadenn siek eo honnezh. Klask a ra ur merour lakaat an dud da grediñ e c'hall daou verour all pe dri e bedig ar wikipedia, furnez ha deskadurezh gante forzh pegement evel ma tiskouez an holl oberennoù brezhonek embannet gante betek-hen, dibab petra eo ar stummoù a rank an dud all ober gante. Un tamm lorc'h a c'hall bout yac'h, un tamm uvelded a vez gwelloc'h e degouezhioù zo. E-barzh hemañ dreist-holl. Bianchi-Bihan 8 C'hwe 2007 da 20:25 (UTC)[respont]