Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 06, bloaz 2014
03/02/2014 — 09/02/2014
kemmañ- Skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhun eus 2014 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
F. Morvan war France-Inter
kemmañFrançoise Morvan war France-Inter hiziv (abadenn "Là-bas, si j'y suis", 15:00-15:55). Selaouit 'ta ar pezh he deus lavaret — Sad Edgar (kaozeal) 3 C'hwe 2014 da 18:24 (UTC)
- Anavezet eo an abadenn hag an itron, netra nevez , netra souezhus. D'ar bolitikerien d'ober o labour. Efedus -bras e vezont pa vez lamet abadennoù skinwel, kouda? Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 C'hwe 2014 da 14:32 (UTC)
Etrewiki
kemmañDa betra e servij c'hoari tennañ an etrewiki ha lezel ar pennadoù hep liamm etrewiki? N'eus ket labour krouiñ d'ober ken, na reizhañ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 C'hwe 2014 da 14:30 (UTC)
- Tennañ etrewiki, ha terriñ liammoù mat : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Dyffryn&diff=1554189&oldid=1380986 . Un tamm poell mar plij Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 C'hwe 2014 da 16:17 (UTC)
- Ne oa ket mat al liamm, Dyffryn ha cy:Dyffryn zo daoù dra disheñvel (cy:Dyffryn zo liammet gant Saonenn dija). A galon, VIGNERON (kaozeal) 6 C'hwe 2014 da 19:38 (UTC)
- An drailher oc'h anzav e dorfed: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer%3ASad_Edgar&diff=1554232&oldid=1552404 Bravat! Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 C'hwe 2014 da 17:35 (UTC)
- N'eo ket ur wir torfed. Gwir eo « Ret eo lemel doare kozh al liammoù etrewiki. » Lâret eo oa dit meur a wezh gant meur a zen abaoe mizioù ! Met ur fazi vez graet gant Sad Edgar ivez : ret eo implij WikiData bremañ ; erlerc'hiañ neuze ha pas nemet tennañ an « doare kozh ». A galon, VIGNERON (kaozeal) 6 C'hwe 2014 da 19:48 (UTC)
Fentus: gwechall e veze difennet terriñ al liammoù. Bremañ e c'haller ober kant kwech, digastiz. Ha me, pa lakaan, a vez gourdrouzet! Mat -kaer. Evit plijout d'ar politikerezh nevez ne lakin ket ken. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 C'hwe 2014 da 06:47 (UTC)
- N’eo ket fentus tamm ebet. War a seblant t’eus treuzkomprenet tout, n’e oa ket bet cheñchet ar politikerezh estreget ar sistem. Evel m’eus lâret a sizhun paseet « Poent eo dit deskiñ penaos a zay en-dro Wikipedia… »
- A galon, VIGNERON (kaozeal) 7 C'hwe 2014 da 12:42 (UTC)
Ma fell dit ober ur gentel diwar-benn ar mont en-dro e vo mat ober unan evit ar Sadedgarour goude e zevezh-labour dec'h hag e c'hevier db tagadennoù ijinet. A galon. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 C'hwe 2014 da 15:25 (UTC).
Gwallgomzoù
kemmañ- Setu pezh a lennan: . Ne oan ket e soñj "lezel al labour-se gant ar re all", gant Bianchi-Bihan ne lavaran ket, pa 'z eo e zoare a zegas kement a labour... d'ar re all. — Sad Edgar (kaozeal) 6 C'hwe 2014 da 17:28 (UTC)
- Ma respont:
- Ma kav da hini pe hini e " tegasan kement a labour d'ar re all" (sic) n'en deus nemet lavarout amañ, petra ha penaos.
- Anzav a ra hon SadedGarour e ra labour drailhañ evit hegasiñ (ac'hanon-me, un dra ken a bouez dezhañ, evel d'ar Meven er bloavezhioù tremen). Setu ur spered kaer a wikipedour, a sonj er gumuniezh. Gwir eo eo aesoc'h drailhañ eget sevel.
- Ma kav d'ar SadedGarour e rin labour war e lerc'h emañ tostoc'h e benn ouzh e revr eget ouzh e gazeg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 C'hwe 2014 da 17:50 (UTC)
Lec'hiañ
kemmañWar a seblant ne blij ket ar gerioù implijet da lec'hiañ kêrioù: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Buenos_Aires_(Pernambuco)&diff=1554113&oldid=710623. pedet eo an dud da reiñ o ali. Da c'hortoz e vo adlakaet ganin seul wech ma vo kemmet hep abeg. Traoù pouezusoc'h a vefe d'ober marteze, met da bep hini e vlaz . Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 C'hwe 2014 da 15:20 (UTC)
Gevier
kemmañE-keit m'emañ Edgar o trailhañ liammoù (un devezhiad hir en do graet) em eus taolet ur sell ouzh e bajennad kaozioù, ha kavet un toullad gevier. Amañ : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer:Sad_Edgar&diff=prev&oldid=1543956 Lenn a ran:
- "Na emellout er pennadoù postet gant Bianchi-Bihan, e forzh pe stad e vent, pa'z eo anat ne oar ket kenlabourat hep klask tabut feuls ha tagañ en un doare pilpous."
- Gevier, rak hiziv n’en deus graet nemet drailhañ liammoù er pennadoù m’am boa labouret". Na emellout? emezañ. Tud zo a lar un dra hag a ra ar c'hontrol kenkent.
- Diwar ma fenn : “pa'z eo anat ne oar ket kenlabourat hep klask tabut feuls ha tagañ en un doare pilpous.” N’eo ket gouest da brouiñ pelec’h ez eus “tabut feuls” ha “tagañ pilpous” evel-just. Marteze n’eo ket gouest da gompren an dislavar all a zo c'hoazh er pezh a skriv: etre "feuls" ha "pilpous". Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 C'hwe 2014 da 18:11 (UTC)
Liammoù etreWiki
kemmañPoent eo stagañ gant ur pezh mell labour sirius : reizhañ al liammoù etreWiki fall ha neuze skarzhañ an doubladurioù.
Graet em eus war-dro A ! vous dirai-je, maman a zo un doubladur eus Twinkle Twinkle Little Star. Lavarit din ha mat deoc'h eo al labour am eus graet ; mard eo fall, displegit din an doare reizh, ma c'hallfemp kempenn an 393 pajenn a chom.
Trugarez deoc'h ! — Sad Edgar (kaozeal) 9 C'hwe 2014 da 14:10 (UTC)
- Mat eo da'm soñj. Hag evel ma lavarez war ar bajenn gaozeal e vefe dav bodañ an doareoù er yezhoù all dindan ar memes tog. Ma vefe eus un doare brezhoneg (marteze 'zo? gant Roparz Hemon?) e vefe neuze an traoù dindan an titl brezhonek.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 9 C'hwe 2014 da 15:04 (UTC)
Un ali eo, re all zo. Hemañ eo ma hini: Div ganaouenn zo, daou bennad eta. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 C'hwe 2014 da 14:52 (UTC)
- E brezhoneg, war an ton A ! vous dirai-je, maman, ez eus div rimadell da vihanañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 C'hwe 2014 da 15:12 (UTC)
- Lavar dimp 'ta neuze, pere, pelec'h int bet embannet, savet gant piv, ha kement 'zo da c'houzout.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 9 C'hwe 2014 da 15:16 (UTC)
Div rimadell saoznek (da vihanañ), hep kontañ kan al lizherenneg, zo bet tennet eus an ton gall orin: Twinkle Twinkle Little Star, ha Baa, Baa, Black Sheep, ha pep a bennad evel-just o deus er wiki saoznek, ha bremañ ivez er wiki brezhonek. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 C'hwe 2014 da 15:27 (UTC)
Un emglev zo eta etre un dornad tud db al liammoù etrewiki. Koulskoude eo bet graet hep kaozeadenn ebet amañ. D'am meno n'eo ket d'ar wiki brezhonek da zougenn samm ar c'hempenn liammoù, a vez graet bemdez gant robotoù. Ur c'holl amzer pa chom pennadoù da sevel. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 C'hwe 2014 da 15:53 (UTC)
- N'houllez ket kompren an traoù anat eo. Ar pezh a zo ur c'holl amzer eo dresañ an traoù war da lerc'h. Keit ha ma vez an dud o klask dresañ al labour moc'het ganit n'hellont ket ober traoù all.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 9 C'hwe 2014 da 16:17 (UTC)
Piv a oa o komz eus "tuf" dec'h? (: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia%3AGoulenn_ouzh_ar_verourien&diff=1554459&oldid=1554445) Da re-te zo dizehan. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 C'hwe 2014 da 16:21 (UTC)
Kaozedannoù zo bet, pa 'z eus bet tamallet din ober forzh petra kent ma vije anavezet e oa ar gwir ganin. Un taol-arnod am eus graet, ha goulennet ali an dud — 1 respont am eus bet.
Ar robotoù o deus graet o labour, ganto eo bet diskoachet kudenn an doubladurioù.
Dwb ar pezh a lennan amañ a-uc'h :
- Div ganaouenn, daou bennad : daou bennad a oa, met ur ganaouenn hepken pa 'z eo TTLT doare saoznek AVDM a zo koshoc'h, evel zo bet skrivet e pep pennad end-eeun ; an doubladur-se eo ar pezh en deus savet ar gudenn emeur o klask dirouestlañ : 1 liamm etreWiki hepken dre zodenn. Mar bez miret an 2 bennad, unan a ranko chom hep liamm eW. Setu perak em eus lakaet TTLT e rann saoznek AVDM e-lec'h kas an dud d'ur pennad all evel ma oa bet graet.
- Rimadelloù brezhonek : koulz o lakaat e rann "E brezhoneg" A ! vous dirai-je, maman, neuze, peogwir eo chomet goullo. Daveoù a vo ezhomm, evel-just.
Emichañs ne vo ket ret breutaat evit pep unan eus an 393 pajenn a chom da reizhañ, anez ne vo fin ebet d'an abadenn... OK, ret e vo breutaat : kinnig a ran sevel ur rann "Laour reizhañ al liammoù etreWiki" e pajenn ar verourion da skouer, pe sevel ur bajenn dibar mar galler, evit ma c'halljed heuliañ araokadennoù ar reizhañ, breutaat mar bez ret, divizout diouzhtu ha mont war-raok kent ober labour propoc'h war-lerc'h. Un ali n'eo ken, evel-just : d'ar gumuniezh da zivizout.
- Liammoù etreWiki reizh am eus lakaet da Baa, Baa, Black Sheep, a gas d'ar bajenn saoznek titlet heñvel (e-touez yezhoù all).
Sad Edgar (kaozeal) 9 C'hwe 2014 da 16:29 (UTC)
- Ma skrivez evit an holl, e c'halli marteze lakaat anvioù ar c'hanaouennoù en o hed, aesoc'h eo evit kompren eus petra zo kaoz. Div ganaouenn a oa evel-just, ken disheñvel an danvez anezho, anat, n'eus nemet lenn an daou bennad. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 C'hwe 2014 da 16:43 (UTC)
- A-du on gant Bianchi-Bihan : « div ganaouenn, daou bennad » ha « teir c’hanaouen, tri pennad »… Evit bezañ resisoc’h, ma zo traoù diheñvel da lâr, gwelloc’h da sav pennadoù disheñvel. Amañ, diwar ar memes son zo bet skrivet kannaouennoù disheñvel gant pozioù disheñvel. Arabat implij WikiData eget un abeg evit kenveriañ pennadoù ; goulennet m’oa kroadur elfennoù.
- Benn ar fin, m’eus nemet daou c’houlenn : perak eo anvet ar pennad A ! vous dirai-je, maman ha pas Ah ! vous dirai-je, maman ? Bez ez eus kanaouenn war ar memes ton e brezhoneg pe ket ?
- A galon, VIGNERON (kaozeal) 11 C'hwe 2014 da 20:00 (UTC)
gwir! Fazi gallek adal ar penn kentañ: Ah a ranker skrivañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 C'hwe 2014 da 06:40 (UTC)