Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 08 bloaz 2007

19/02/2007 — 25/02/2007

kemmañ
skrivañ un dra bennak en eizhvet sizhun eus 2007An ti-chopin | sizhun a-raoksizhun a zeu

Egiptopedia

kemmañ

Salud. Lakaet on un tamm diaes gant gerioù zo a gaver e frammoù an Egiptopedia. Lenn a ran er frammoù-se : Rouantelezh kozh/nevez/krenn evit prantadoù Istor an Egipt. Kavout a reer avat Nevezimpalaeriezh, Krennimpalaeriezh ha Henimpaleriezh gant Diwan ha TES. Marteze e vefe gwelloc'h mont da heul ar pezh zo bet graet el levrioù Istor brezhonek dija?

E-lec'h "tiernelezh" (troet "dignité de prince" e geriadur ar Glev (galleg principat) ; -elezh a verk ur perzh : breizhadelezh, madelezh, padelezh, broadelezh) e lennan "tierniezh" (dornlevr Diwan p. 43) ha Geriaoueg Ofis ar Brezhoneg (Gwelet o lec'hienn). --Kadwalan 20 C'hwe 2007 da 16:29 (UTC)[respont]

Dont a ra ar c'hemm eus ar fed eo bet troet levrioù TES diwar ar galleg a ra gant "empire" hep mont da welet petra a oa er yezhoù all. Padal war ar wikipedia brezhonek eo bet savet ar pennadoù kentañ diwar-benn Egipt diwar ar saozneg, a ra gant "kingdom". An dalc'h eo gouzout hag-eñ e seller ouzh Egipt evel ouzh ur rouantelezh kentoc'h pe evel ouzh un impalaeriezh. Techet e vefen da genderc'hel d'ober gant "rouantelezh" dre ma oa savet ar stad en-dro da galonenn sevenadur Egipt hepken (ha pa oa en em ledet un tamm er reter-nesañ ivez). --Fulup 22 C'hwe 2007 da 17:56 (UTC)[respont]
Kompren a ran mat. Ne glaskan ket abeg e labour ar saver(ien) pennadoù. Evidon-me, an dalc'h a vefe kentoc'h klask heuliañ ar muiañ a c'haller an nebeud a draoù zo bet graet en dornlevrioù istor pa vez graet mat ha pa vez a-du TES ha Diwan ouzhpenn. Ne'm eus netra a-enep implij rouantelezh. En degouezh-mañ koulskoude ez eo disheñvel ar gerioù a vez desket gant ar skolajidi er c'hlasoù diyezhek (ha Diwan). Unan a glaskfe titouriñ en dije un tamm diaezamant o kavout ar pezh a fell dezhañ. Bugale int pas tud deuet. Diaesoc'h eo implij al labourioù dave evito ha ne dalv ket ar boan kreskiñ an diaesterioù.

Evit ar pezh a sell nevezimpelaeriezh er yezhoù all e kavan e wikipedia : alamaneg :Neues Reich (Ägypten), spagnoleg :Imperio Nuevo de Egipto ; galleg :Nouvel Empire égyptien ; portugeg :Império Novo

ha diouzh an tu all : saozneg :New Kingdom ; italianeg :Nuovo Regno dell'Egitto.

Setu ez on ali cheñch keit ha ma n'eus ket kalz a dra d'ober. --Kadwalan 23 C'hwe 2007 da 14:13 (UTC)[respont]

Evit tierniezh/tiernelezh e vijen bet techet implij tierniezh ivez, met heuillhet 'm eus an dibab graet gant Fulub war ar bajenn Roll Faraoned Egipt, hag a zo unan eus ar re gentañ savet war Henegipt. Ma vez divizet cheñch e vije ret goulenn digant Yunbot ober war-dro, peogwir e vije ur sapre labour: savet 'm eus degadoù a bajennoù gant ar gêr "tiernelezh". Evit Impalaeriezh pe Rouantelezh e kavan poellekoc'h (ha simploc'h) chom gant Rouantelezh. Hag a dra sur, e keñver yezh, ez on kentoc'h a enep furmoù evel "Nevezimpalaeriezh", re bounner ha diaes da gompren. Mod all, ma fell d'ar muiañ niver lakaat "Impalaeriezh nevez", why not? Benoni 23 C'hwe 2007 da 14:43 (UTC)[respont]
1)Direizh eo implij Tiernelezh en degouezh-mañ. Ret eo cheñch ar ger-se er pennadoù. Evit a sell Yunbot, n'ouzon ket penaos ez a en-dro evit c'hoazh... Gwelloc'h 'vefe da unan boazetoc'h ober ar goulenn war-eeun marteze.

2)N'on ket sot gant ar gerioù goveliet met ne gavan ket nevezimpalaeriezh pounneroc'h pe diaesoc'h da gompren evit nevezamzer. Hag ouzhpenn eo soñj din n'eo ket hon soñj diwar-benn ar gerioù implijet eo ar pouezusañ da'm meno met an implij a vez graet eus unan pe egile gant ar muiañ niver. Pa n'eus ket, ha Doue 'oar ez eus tachennoù difraost a-vostad e brezhoneg, e c'hallomp choaz hardizh met mod all eo ve emsavoc'h chom hep direnkañ ar pezh zo graet hag implijet gant ur bern tud. --Kadwalan 24 C'hwe 2007 da 06:15 (UTC)[respont]

Lakaomp emañ Fulub o labourat e Ofis ar brezhoneg ha fiziañs em eus en e ali war ar poent-mañ...Benoni 24 C'hwe 2007 da 23:25 (UTC)[respont]

Meurgann/Meurzanevell

kemmañ

Daou bennad heñvel zo bet krouet dindan anvioù disheñvel : Meurgan, savet d'ar 1 a viz C'hwevrer gant Bianchi-Bihan, ha Meurzanevell, krouet d'an 3 a viz C'hwevrer gant Ch. Rogel. Ret e vo dibab an eil titl pe egile...--Llydawr 21 C'hwe 2007 da 18:42 (UTC)[respont]

An daou c'her a gaver e geriadur RHemon (FB, épopée). Gwelloc'h ganin meurgan pa vez kaoz eus barzhoniezh. Meurzanevell ne vefe ket barzhoniezh. Evel-se on bet techet a-viskoazh da welout an traoù-se. Alioù all zo? Bianchi-Bihan 22 C'hwe 2007 da 18:32 (UTC)[respont]

a-du penn-da-benn ganit. Evidon, "meurzanevell" = saozneg epic (barzhoneg pe get - tostoc'h ouzh ar ger saga...) keit ha ma talvez "meurgan" kement hag epic poem. Neal (Kaozeal) 22 C'hwe 2007 da 18:37 (UTC)[respont]

Broioù/Stadoù

kemmañ

Daou rummad damheñvel a gaver : Rummad:Stadoù Azia ha Rummad:Broioù Azia. Unan re ? --Llydawr 21 C'hwe 2007 da 22:35 (UTC)[respont]

Ya, ret vije diverkañ ar rummad "broioù", stadoù o vezañ ur gêr resisoc'h eget broioù. Benoni 22 C'hwe 2007 da 19:15 (UTC)[respont]

Dereat e vije bet, a gav din, gortoz ma vije bet meur a hini o reiñ o soñj war an dra-se, a-raok dibab diverkañ unan eus an daou rummad. Talvoudus e vije bet kaout soñjoù an dud o deus krouet hag implijet an eil rummad hag egile.--Llydawr 26 C'hwe 2007 da 21:55 (UTC)[respont]

Demat d'an holl dud. Marsen 'vehe gwell' gober gant Katar... galon. Klaod. Kadbzh 23 C'hwe 2007 da 13:00 (UTC)[respont]

Ya, a-du penn-da-benn. Ha gant Monako... Benoni 23 C'hwe 2007 da 13:26 (UTC)[respont]
A-du me ivez. Sellit ouzh ar pajennoù-mañ ivez:
Treuzlizherennadur arabek
Kaozeal:Roll riezoù ar Bed
Neal (Kaozeal) 23 C'hwe 2007 da 13:30 (UTC)[respont]
A-du emaon evit ar C'hatar ivez --Kadwalan 23 C'hwe 2007 da 14:23 (UTC)[respont]

Taolennoù

kemmañ

Div daolenn a vije da adsevel er pennadoù

. ...ma c'hall unan sikour.

Katar, ha n'eo ket ar C'hatar neuze, evel ne larer ket ar Monako.Bianchi-Bihan 25 C'hwe 2007 da 14:10 (UTC)[respont]