Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 26 bloaz 2007

25/06/2007 — 01/07/2007

skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhun warn-ugent eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun a zeu

Krist marv

kemmañ

Graet. "Kenlabourat" a blij din. Kadbzh 26 Mez 2007 da 09:44 (UTC)[respont]

Laromp kenskoazellañ neuze. Ne blij ket d'an holl. Bianchi-Bihan 26 Mez 2007 da 09:57 (UTC)[respont]

Kudenn

kemmañ

... gant ur skeudenn png war Gioacchino Greco. Kadbzh 26 Mez 2007 da 09:45 (UTC)[respont]

An arc'hwel Klask

kemmañ

Demat deoc'h,
Savet em eus meur a bennad dija. Klask a ran da c'houzout, da skouer penaos lakaat an enklask "Granvilladez" war ar bajenn degemer mont war eeun d'ar pennad "Ar C'hranvilladez". Pe an enklask "Roueri" mont war eeun d'ar pennad "Armand Tuffin ar Roueri". Trugarez, Arko.

Goulenn digant Llydawr. Bianchi-Bihan 26 Mez 2007 da 09:58 (UTC)[respont]
Krou pajennoù adkas.  Benoni (Kaozeadenn) 26 Mez 2007 da 14:18 (UTC)[respont]

hem... penaos krouiñ pajennoù adkas 'ta? Arko

Sell ouzh ar bajenn displegadennoù e saozneg amañ pe e galleg amañ. A galon--Kadwalan 26 Mez 2007 da 21:55 (UTC)[respont]
Digor kof ar pennad Roueri, hag e weli penaos ober evit ar vag. Bianchi-Bihan 27 Mez 2007 da 03:28 (UTC)[respont]

Distruj

kemmañ

Ar rummadoù: kanaouenn vrezhonek ha Kanaouenn-bobl vrezhonek zo goullo, mat da zistruj: Rummad: kanaouennoù brezhonek zo bremañ en o lec'h. Bianchi-Bihan 27 Mez 2007 da 07:34 (UTC)[respont]

Ret eo distruj : Donna nuda su una poltrona rossa, pennad diezhomm krouet enep ar skiant vat evit lakaat mesk. Bianchi-Bihan 28 Mez 2007 da 06:36 (UTC)[respont]

Ur pennad a zo evit goulenn ma vo distrujet pennadoù : Wikipedia:Pajennoù da nullañ

Paotr

Tonioù

kemmañ

Kavet em eus ar rummadoù : Tonioù hir fisel | Tonioù diwezhañ plin | Tonioù doubl gavotenn. Tonioù zo amañ? bouzar on neuze!  . E-lec'h klask laou e kement penn ha pennad a zo, a boan skrivet al linenn gentañ, e vije mat lakaat urzh e-lec'h zo ezhomm, evit abegoù holloueziadurel, hag aesaat implij ar benveg. Bianchi-Bihan 27 Mez 2007 da 07:57 (UTC)[respont]

En em glevet eo adarre ar verourien etrezo evit diskar ur pennad savet ganin, e galleg da gentañ (eno e vez kavet mat a-walc'h) hep derc'hel kont eus ma labour, hep goulenn ma ali.

  • Diaesoc'h ober brasoc'h fae war ar genlabourerien.

Neuze, diwar-vremañ, e-lec'h sevel etre 3 ha 10 pennad bemdez (25 en deiz all) evel abaoe miz, e paouezin gant ar c'hrouiñ, hag e rin ivez troioù pourmen evit klask pennadoù da skejañ ha diskejañ. Bianchi-Bihan 27 Mez 2007 da 17:33 (UTC)[respont]

1. Roet e oa bet da ali dija war ar bajenn gaozeal. 2. Kenlabourerion eo ar verourion ivez. 3. Ne dalv ket muioc'h dre ret ali an hini bet savet pe labouret war ur pennad gantañ/i evit ali tud ll 4. Goulennet e oa bet ali ar verourion da gentañ a-raok digeriñ d'ar gumuniezh dre vras war-eeun (digor d'ar gumuniezh ar goaz dija war ar bahjenn gaozeal evel-just) evit klask un diskoulm etre tud neptu kentoc'h evit lakaat a netra da dont da vezañ ur gwall gudenn. --Neal (Kaozeal) 27 Mez 2007 da 17:43 (UTC)[respont]

Hervez un doare-spered on krog d'anavezout eo ar pennadoù ar c'hudennoù: aes eo an diskoulm neuze: dispenn ar gudenn. Bianchi-Bihan 27 Mez 2007 da 17:51 (UTC)[respont]

n'eo ket bet dispennet netra. A galon, kloz ar gaoz ganin da vat war an tem-mañ. --Neal (Kaozeal) 27 Mez 2007 da 18:20 (UTC)[respont]

Ur wech ouzhpenn, n'eo ket ar wirionez a deu gant an aotrou merour. Diverket ez eus bet, ur wech ouzhpenn, danvez holloueziadurel: merket em boa broadelezh an holl dud meneget er pennad, taolet eo bet el lastez. Goulenn a ran ma vo adlakaet an danvez distrujet gantañ. Pe e savin klemm abalamour d'an distruj danvez holloueziadurel. Bianchi-Bihan 27 Mez 2007 da 22:04 (UTC)[respont]

Deiz ha devezh

kemmañ

Faziañ war ar gerioù-se a vez graet a-wechoù: piv a c'hall mont/ a oarfe an tu da reizhañ ha lakaat skeudenn an deiz (e-lec'h an devezh) er bajenn Degemer Wiki Commons? Trugarekaat. Bianchi-Bihan 1 Gou 2007 da 01:17 (UTC)[respont]