Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 27 bloaz 2007

02/07/2007 — 08/07/2007

skrivañ un dra bennak er seizhvet sizhun warn-ugent eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun a zeu

POELL-DIBOELL: añforenn hag Amfitrion

kemmañ
An dibab añforenn ne glot ket, evel-just, gant an dibab Amfitrion, Amfitrit, Amfipolis, graet gant ar wikipedia-mañ: un tamm poell ne vije ket falloc'h, hag ober gant Añfitrion, kement hag ober!
Eus an tri ger, amforenn, anforenn hag añforenn, an diwezhañ eo ar gwashañ: n'eus reizhabeg ebet dezhañ nemet klask tostaat ouzh distagadur gallek ar gerioù gregach;
Ma vije kemeret an doare ober-se da skouer e vije skrivet e brezhoneg:
  • kañpiñ e-lec'h kampiñ, lañpon e-lec'h lampon, añresis e-lec'h amresis, añzer e-lec'h amzer,
  • gañtañ e-lec'h gantañ, kañtad e-lec'h kantad,:
  • loñkañ e-lec'h lonkañ,
  • koñtañ e-lec'h kontañ, Moñtroulez, e-lec'h Montroulez

war-zigarez ez eus tud ha n'ouzont ket distagañ "n" pe "m".

AMFITEATR a vo skrivet war salioù zo e skol-veur Roazhon, a zo bet embannet, ha n'eo ket añfiteatr. Pegiz e vo skrivet e Brest? Hag amañ? Bianchi-Bihan 2 Gou 2007 da 08:26 (UTC)[respont]

A-raok klask ar pezh a zo poellekoc'h eo ret klask peseurt furm a zo an implijetañ. Amforenn hag amfiteatr a zo e-barzh Geriaoueg Kreizenn ar Geriaouiñ (Diwan). Er c'hontrol e gaver añfiteatr hag añforenn e Geriadur brezhoneg An Here (2001). Diaes eo dibab etre ar mammennoù-se, kevatal o aotrouniezh. War-du amf- e vijen prest mont. Ret eo ober an adkasoù memestra. --Ch. Rogel 2 Gou 2007 da 13:37 (UTC)[respont]

Estroc'h evit e geriadur an Here e kaver añforenn. E geriadur Favereau, R. Hemon (anforenn avat) hag e levrioù skol TES e vez kavet ivez. Mat e vefe d'ar re o defe c'hoant da reiñ o soñj mont da sellet ouzh an arguzennoù lakaet gant pep hini ac'hanomp war ar bajenn kaozeadenn (amañ). Ali a-walc'h e vefen da genderc'hel gant ar gaoz eno ivez kement ha chom hep ober monedoneoù dibaouez. A galon--Kadwalan 2 Gou 2007 da 13:49 (UTC)[respont]
Ouzhpenn ur fazi zo er geriadurioù (hag e levrioù all), en hini an Here e vo kavet evel en hini Favereau, gallout a rafemp krouiñ ur pennad da glask o lakaat holl.

Sed a vije sklaer:

ha kement-se, n'eo ket hervez distagadur ar galleg, met hervez skritur ha distagadur ar gregach. Ha mat pell zo. Bianchi-Bihan 2 Gou 2007 da 14:00 (UTC)[respont]

Emañ ar wirionez ganit hag ar gaou gant an holl c'heriadurourien a-vremañ neuze? --Kadwalan 2 Gou 2007 da 14:37 (UTC)[respont]

Kerzh da larout kemend-all d'an aotrou Neal da gentañ hag e respontin dit war-lerc'h. Pep hini zo un tamm gwirionez gantañ. Ne gredan ket e vije kemeret poan gant tud ar geriadurioù da studiañ kement tachenn zo a-raok lakaat an holl c'herioù-se en o levrioù. Amañ da vihanañ e vez un tamm kaoz... a-wechoù. Bianchi-Bihan 2 Gou 2007 da 16:55 (UTC)[respont]

Netra da welet me gant an afer-mañ. --Neal (Kaozeal) 2 Gou 2007 da 17:02 (UTC)[respont]
Un tammig bennak memes tra. Ar reolennoù savet amañ da skrivañ an anvioù gresianek n'int ket re ar geriadurioù brezhonek ivez (lakaomp e vije reolennoù enne): Ajaks ha Troja e RH, Aias ha Troia amañ . Ha re all c'hoazh. Bianchi-Bihan 3 Gou 2007 da 06:29 (UTC)[respont]
eus pesuert reolennoù out o komz? n'anavezan nemet ur reolenn war an dachenn-mañ o tennañ d'an anvioù gresianek divoutin. --Neal (Kaozeal) 3 Gou 2007 da 08:24 (UTC)[respont]
Gwir eo, ar skouerioù a roan n'eo ket sklaer a-walc'h int anvioù divoutin, hag ur voger didreuzus zo etre an anvioù boutin hag ar re divoutin.  . Bianchi-Bihan 3 Gou 2007 da 08:34 (UTC)[respont]

Gwezenn al lignez

kemmañ

Siwazh n'haller ket tapout ur wezenn-lignez eus ar wiki saoznek ken plaen ha tra. Un doare zo d'implij an dra-mañ?

 
 
 

Pieter Brueghel the Elder

 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 

 

 
 
 
 


 

Pieter Brueghel the Younger

 

Jan Brueghel the Elder

 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 

 

 
 
 
 


 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 

Jan Brueghel the Younger

 

Anna Brueghel

 

David Teniers the Younger

 


 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 

Abraham Brueghel Bianchi-Bihan 4 Gou 2007 da 01:18 (UTC) Un draen zo gant anv ar rummad-mañ : "Pennlec'hio— departamanto— Bro-C'hall". Urrummad all am eus krouet. Mat pe fall am eus graet? Bianchi-Bihan 5 Gou 2007 da 09:25 (UTC)[respont]

Kudenn gant c'hoarierion echedoù a Lituania

kemmañ

abalamour d'an "Š": Gediminas Šarakauskas Zivilė Sarakauskienė Sarūnas Šulskis Kadbzh 7 Gou 2007 da 16:56 (UTC)[respont]