Wikipedia:Kumuniezh/An ti-chopin/Dielloù/2006-A

Ur seurt bilañs hag hetoù evit ar Wikipedia brezhonek kemmañ

Daoust-hag eñ e vo ur gwir Wikipedia brezhoneg? Boulc'het hon eus gant sevel anezhañ, met chomet eo ur babig. Koulskoude ul lañs nevez a zo bet roet gant ur strollad tud, re nebeut pa n'eus ket ouzhpenn un dousennad o labourat ingal. Hiziv e weler 168 implijer enskrivet, met ezhomm hon eus eus 300 o labourat bemdez. Tizhet hon eus 3500 pajenn pe dost, met, marteze, un hanter a zo dereat e-keñver palioù ur c'helc'hgeriadur.
Ezhomm hon eus ma vo savet ur spered a diviz evit ober an dibaboù, rak m'eo posubl ober gant ur c'heriaoueg ledan, a-wechoù gant blaz ar gwenedeg, ret eo dibab rummadoù ha liammoù boutin d'an holl (hep disoñjal m'eo posubl implij an adkasoù evit mirout an daou stumm).
Ne vo ket aes kompezañ an traou, met evel m'eus skrivet meur a wech, ret eo ober gant ar gerioù implijet en deskadurezh. Mat e vije kaout alioù ar gelennerien hag an diskibien war ar gerioù a vez implijet er skolioù, skolajoù ha liseoù. Ne welan ket c'hoazh tud a zo bet diskibien en deskadurezh divyezhek, met spi em eus e teuio ur bochad dindan mizioù.
Ur resisadenn : ne m'eus ket lakaet ar peurunvan er wiki evel 'meus lennet war ur bajenn implijer : o welout an tabutoù diehan war an doareoù-skrivañ a veze renet e-pad ar fall-amzer em oa embannet e chomfec'h hep skridaozañ betek ma vije siouloc'h an traoù. Pa m'eus gwelet ar bajenn-degemer lodennet e daou (e miz C'hwevrer a gavan) em eus dalc'het da wellaat anezhi ha sevel un endro evit ar skridaozerien (Portal ar gumuniezh, pajennoù skoazell).
Ret e vo sevel portalioù p'eo ar moiaen a-feson evit aesaat implij ar Wiki. Implij a ran portal p'eo ar ger a gaver e meur a yezh hag e vije plijet ma vije respontet d'am arguzennoù.

Trugarez d'an holl ha pa vijent o c'hinnigoù divoaz. Hetoù gwellañ evito hag o familh ha ma vo tizhet an 10 000 pajenn a-raok dibenn ar bloaz a zeu !

Roll ar yezhoù a zo re hir... kemmañ

Daoust hag eñ e vefe moaien d'e rummañ diouzh ar c'hevandir pe diouzh ar familh ?

Dilenn merourezed ha merourion kemmañ

Dilenn merourezed ha merourion kemmañ

kalz eo aet war gresk an niver a bennadoù war a wiki e brezhoneg abaoe bloaz ha niverusoc'h-niverusañ eo deuet da vezañ ivez an dud o kenlabourat warnañ. me 'gav din eo arru ar poent da dilenn un nebeut merourezed ha merourion a-benn lakaat an traoù da vont war-raok ar gwellañ posubl hag ivez evit klask diskoulmañ kudennoù a bepseurt a sav muic'h-mui. n'eo ket diktatourion eo a fell din krouiñ, evel.just, met tud a bepseurt (dilennet e vezont gant an holl...). petra eo soñj an dud all? Neal 22 Gen 2006 da 19:38 (UTC)[respont]

Daoust-hag eo poent dilenn melestrerien? kemmañ

Fulup en deus sachet ac'hanon da sellout ouzh an diviz war ar verourien/melestradurien a zo bet war bajenn ar c'hembraeg peogwir eo bet freuzet (pe skrivet en ur brezhoneg ijinet?).
Da gentañ holl ec'h implijan ar ger melestrer/melestrerien peogwir eo izeloc'h eget merour/merourien (ar ger orin saoznek a zo sysop = oberier sistem). Mat e vije sevel ur votadeg war ar poent-mañ.
Koulskoude eo pouezusoc'h respont d'ar goulenn war an ezhomm eus melestrerien a vije.
Ar pal pennañ a vije stourm ouzh ar re a sil ur brezhoneg diresis pe re c'hallek pe ijinet (an holl draoù asambles peurvuiañ) hag a nac'h dibaboù evit an termenoù skiantel a gaver e meur a levr pe gelaouenn.
Koulskoude evel ma ouzer eo simpl awalc'h adsevel an doare kent reizh. Ma ya ar brizhskridaozer da adlakaat an doare difeson en-dro, ret eo d'ar skridaoazerien all harpañ evit ma chomo ar skrid en e sav.
Ha gwir eo e c'hell ar velestradurien stankañ an tremen d'un den a ra freuz er wiki, met goude ur c'hendiviz etre an holl hag ur c'hendiviz etrezo. Met daoust-hag eñ eo darev skridaozerien ar wiki brezhonek da zilenn melestrerien? N'eus ket bet kalz a freuz er wiki nemet gant un nebeut tud. Met n'eus ket trawalc'h a skridoazerien d'am meno. Hervez stadegoù Kerzu n'eus nemet 14 den oberiant-tre, 20 pe 25 d'ar muiañ bremañ (diwar 178 enskrivet). Ha dilennet e vije ur skipailh 6 pe 7 ezel evit kement a dud? Evel am eus skrivet dija, pa vo tostoc'h da 300 den enskrivet (ha 50 oberiant) e vo poent marteze.
Kudennoù a sav diwar saviad ar brezhoneg ha n'eo ket kelennet er skol-veur ha setu perak e weler tud oc'h ijinañ o geriaoueg diwar veur a batrom. Ret eo bezañ aketus war an doare da ziskouez pehini eo ar brezhoneg skiantel gouest da vastañ ezhommoù an deskerien hag int-i eo a zo dazont ar brezhoneg. Ma teufe da vezañ un diktatorelezh e vije dañjerus.
Evit diskouez ha darev eo ar skridaozerien e vije mat sevel kendivizoù ha kemer divizoù war dibaboù yezh'zo :

  • Ober a ran gant portal, reoù all gant porched hag un all gant porrastell. Pa n'eus ket kendivizet ebet e weler daou ger war ar memes pajenn !
  • Merour pe v/melestrer pe v/melestrour? Lavaret em eus ar perak evit ar ger disteroc'h

Bez 'ez eus ur bajenn kendivizoù reolata. It da ginnig ha savboentoù. Dre ar votadegoù e teuio ur wiki propr ha nompas eus divizoù bihan. --Ch. Rogel 22 Gen 2006 da 19:16 (UTC)[respont]

Dilenn merourezed ha merourion kemmañ

kalz eo aet war gresk an niver a bennadoù war a wiki e brezhoneg abaoe bloaz ha niverusoc'h-niverusañ eo deuet da vezañ ivez an dud o kenlabourat warnañ. me 'gav din eo arru ar poent da dilenn un nebeut merourezed ha merourion a-benn lakaat an traoù da vont war-raok ar gwellañ posubl hag ivez evit klask diskoulmañ kudennoù a bepseurt a sav muic'h-mui. n'eo ket diktatourion eo a fell din krouiñ, evel.just, met tud a bepseurt (dilennet e vezont gant an holl...). petra eo soñj an dud all? Neal 22 Gen 2006 da 19:38 (UTC)[respont]

  • Gwir eo n'eus ket kalz a genlabourerien, n'eus ket a-walc'h, met ne c'heller ket gortoz da viken a-raok dilenn merourien. Ezhomm zo eus merourien da glask lakaat un tammig urzh ha da virout ouzh istrogelled da blantañ reuz.--Llydawr 29 Gen 2006 da 16:33 (UTC)[respont]

Kelc'hgeriadur pe holloueziadur kemmañ

War ar bajenn degemer e reer gant kelc'hgeriadur evit treiñ ar galleg encyclopédie. Daoust hag un dibab eo ? Perak ne reer ket gant ar ger all zo e brezhoneg : holloueziadur ? Perzhioù mat zo gant ar ger-se : kalz hesonoc'h eo eget kelc'hgeriadur gant e heuliad -lc'hg- diaes da zistagañ ; heñvel eo ouzh ar gerioù a gaver e kembraeg pe e kerneveg ; savet gwelloc'h eo e-keñver ster ar ger, diwar an elfennoù holl ha gouez-. Ar ger kelc'hgeriadur a lak an dud da gemmeskañ gant geriadur tra ma'z eo un encyclopédie' hag ur geriadur daou dra disheñvel. Ma welan e sav an darn vrasañ eus an dud a-du gant kelc'hgeriadur, ez in da-heul an dibab-se. Met war a seblant ez eo un dibab dre ziouer zo bet graet betek-henn, evit chom hep ober gant añsiklopedi. Ra roio pep hini e soñj !--Llydawr 29 Gen 2006 da 16:40 (UTC)[respont]

ADKASET EO BET AN HOLL DIVIZOÙ A DENN D'AR C'HRAF-MAÑ WAR Wikipedia:Kendivizoù reolata/Kelc'hgeriadur pe Holloueziadur. Digor eo ar votadeg adal bremañ betek ar Yaou 2 a viz Meurzh (19 eur). --Fulup 23 C'hwe 2006 da 19:23 (UTC)[respont]

Ur goulenn da c'houzout muioc'h kemmañ

Abaoe pegoulz e vez "arouezennoù dibar" e traoñ ar pajennoù Kemmañ ? Nevez eo ? MP

  • Ya, nevez eo. Gallet em eus krouiñ anezho abaoe m'eo bet digoret din ar gwirioù merañ. Digoret em eus Kannadig ar verourien evit ma c'hallfe ar verourien reiñ keloù eus o labour. O klask lakaat muioc'h a ginnigoù emaomp c'hoazh (da skouer e vit gallout skrivañ war-eeun en arabeg) met kudennoù teknikel zo evit poent. --Fulup 18 C'hwe 2006 da 11:19 (UTC)[respont]

Bruderezh evit ar Wiki brezhonek kemmañ

Pedet on bet gant Termbret-Ofis ar brezhoneg evit an devezh-studi a vo dalc'het e Gwened d'an 11vet a viz Meurzh. Lakaet e vo ar gaoz war an teknologiezhoù nevez hag ar brezhoneg. E-pad eun eurvezh e ginnigin ar Wikipedia. Pouezañ a rin war un dra am oa skrivet war dalbenn ar Wiki brezhoneg (ha skrivet amañ) : ne vo ket mui a zeskadurezh eil derezh brezhonek ma ne vo ket savet ur c'helc'hgeriadur brezhonek war Internet. Dipitet e vo ar skolajidi hag al liseidi o welout n'int ket posubl sachañ traoù brezhonek diwar an orjal evel ma ra an dud kenoad. Ma ne zeu ket kantadoù a vrezhonegerien evit hon harpañ ne dalvezo ket hol labour deomp. --Ch. Rogel 19 C'hwe 2006 da 22:22 (UTC)[respont]

Krouiñ ur bajenn nevez kemmañ

Perak pa vez klasket ur bajenn na 'z eus ket diouti ne vez ket kinniget deomp sevel ar bajenn-se, evel ma vez graet er yezhoù all? Benoni 20 C'hwe 2006 da 11:37 (UTC)[respont]

Pa glaskan ur bajenn na 'z eus ket diouti c'hoazh e brezhoneg e resevan ar respont a-is:

"N'eus pajenn ebet dezhi an titl-mañ, esaeit gant ar c'hlask klok. Sorry, there were no exact matches to your query."

Met pas glaskan e saosneg (pe e galleg, h.a.) e resevan:

"No page with that title exists.

You can create this article or request it. "

  • Ha trawalc'h eo klikañ war ar "create" e saosneg evit krouiñ ar bajenn nevez. Padal e brezhoneg, evit ar mare, pa 'm eus bet c'hoant krouiñ pajennoù nevez e oa ret din klikañ war ul liamm e ruz (hag a-wechoù krouiñ liammoù e ruz a-ratoz).

Digarez ac'hanon evit ar goulennoù tort a savan ;-) Benoni 20 C'hwe 2006 da 22:09 (UTC)[respont]

  • Evit krouiñ ur bajenn nevez pa n'eus ket e bennger neblec'h, ret eo dibab n'eus forzh bajenn, pouezañ war an ivinig kemmañ, skrivañ ha lakaat ar pennger nevez etre sonennoù, pouezañ war rakweled, krouiñ ar bajenn, enrollañ anezhi hep enrollañ ar bajenn kemeret evit skeiñ ar pennger. En derou, ne gomprenen ket penaos krouiñ "de chic" kennebeut ha setu ar doare ober. --Ch. Rogel 24 C'hwe 2006 da 15:58 (UTC)[respont]

Adenvel ar bajenn Ti-chopin kemmañ

  • Lennet'm eus kinnigoù graet gant Fulup evit reiñ un anv all d'an Ti-chopin (war bajenn Bianchi-Bihan). Un dra vat e vefe.

Degaset en deus poull-kannañ, Kêrflap, met bez ez eus tavarn hag ostaliri da ginnig ivez. --Ch. Rogel 27 C'hwe 2006 da 22:56 (UTC)[respont]

E gwirionez eo deuet gant Bianchi-Bihan en deus lakaet ur c'hemenndin war ma fajenn gaozeal Kaozeadenn_Implijer:Fulup. Kit da welet ma'z oc'h dedennet --Fulup 27 C'hwe 2006 da 23:02 (UTC)[respont]
Keit ma ne vo netra da evañ amañ ne welan ket perak e vije graet gant tavarn pe ostaleri. Met kerkent ha karget ar c'hav kasit kemenn din: gwelet e vin buan o tostaat.
Da c'hortoz an devezh meur-se e kinnigan: 1° dastum anvioù betek ar yaou 30: en arc'h emañ: poull-kannañ, tavarn, ostaleri, Kêrflap,... 2° Votiñ a-benn ar Meurzh 4, marteze dre urzhiañ ar c'hinnigoù (mar dibaber tri anv e vo roet 3 foent d'an dibab lakaet da gentañ, daou d'an eil, tri d'an trede). An doare-se da ober a ginnigan evit ma ne vije ket graet div droiad votiñ. En ostaliri ne vefen ket nec'het: meur a droiad a yafe ganin. Bianchi-Bihan 23 Meu 2006 da 08:42 (UTC)[respont]

Kinnigoù all: "leurgêr" (forom, kea!), Kêrflap, Kêrlatennoù, Plougomzoù, Toull-Kaozioù, Lan-Pil-Begoù, ha Doue 'oar petra c'hoazh.~~

Kas eus ar rummadoù pennañ da rummadoù resisoc'h kemmañ

War bajenn Fulup e lennan un c'hendiviz war petra e dlee bezañ dindan penngerioù ar bajenn Degemer. Me 'm oa graet ur striv bras evit lakaat isrummadoù a-dreñv dezho evel ma vez graet war ar wiki saoznek. D'am soñj, ret eo lakaat ur pennad en derou ha goude pa z' eus bet savet isrummadoù lakaat anezho war-wel. Aesoc'h evit an dud mont diouzhtu d'ar sujed a blij dezho dre ar rummadoù. Ha mat eo lakaat ur portal ma 'z eus unan, met ret eo mirout an darn vuiañ eus ar rummadoù evel titloù pennañ hag ober un adkas da wrizienn ar rummadoù, ar memes hini eget hini ar portal peurvuiañ. --Ch. Rogel 1 Mar 2006 da 20:04 (UTC)

War bajenn ar skrivagner e kavan iskis - lenn "skrivagnerien gall" hep kemmadur -gwelout n'eus anv ebet e rummat ar skrivagnerien vrezhonek, pa'm eus savet meur a bennadBianchi-Bihan 15 Meu 2006 da 14:47 (UTC)[respont]

War bajenn ar skrivagner e kavan iskis:

"An holloueziadur frank” ? kemmañ

Kavout a ran souezhus (ha divalav a-walc'h) an droienn nevez Diwar Wikpedia, an holloueziadur frank a gaver bremañ ouzh krec'h pep pajenn. Kalz gwell oa An holloueziadur digor evel ma vez kavet war al logo. frank a wirioù a gomprener, pe neuze digor ha digoust. Rognogno 21 Meu 2006 da 08:50 (UTC)[respont]

Gwir a-walc'h. Gwelloc'h eo ober gant an hevelep troienn hag an hini zo dindan al logo. N'em boa ket taolet evezh. Cheñch a ran. --Fulup 21 Meu 2006 da 20:41 (UTC)[respont]
Bez e c'haller ober gant digor-frank.Bianchi-Bihan 22 Meu 2006 da 07:27 (UTC)[respont]

DB MA FENNAD DB SHELLEY kemmañ

Ne blij ket din e vije lakaet fazioù er pennadoù aozet ganin. Goulenn a ran ma vo distroet d'ar furm kentoc'h. "Mont da studiañ e Eton" n'eo ket brezhoneg mat din-me. Gortoz a rin eta a-raok echuiñ ar pennad. Trugarez. Bianchi-Bihan 21 Meu 2006 da 14:55 (UTC)[respont]

D'an holl eo ar pennadoù. Addispleget ar reolenn war pajenn bersonel Bianchi. Ma vez graet fazioù eo ret implijout ar bajenn gaozeal evit klask kompezañ an traoù --Fulup 21 Meu 2006 da 20:39 (UTC)[respont]
Sklaer eo neuze. Displijus, met sklaer. C'hoarvezet eo bet ganin ivez er wikipedia galleg, ha ne oa ket plijusoc'h, ha dilezet em boa an dachenn.

Met da-neuze e vefe gwelloc'h chom hep diverkañ an evezhiadennoù graet er pajennoù "kaozeal" pa ne blijont ket da hini pe hini. Bianchi-Bihan 22 Meu 2006 da 07:25 (UTC)[respont]

  • Hervez ar reolennoù, n'eus ket gwir da ziverkañ an evezhiadennoù skrivet gant ub en ur bajenn gaozeal. Mard eo bet bet graet gant unan bennak ez a a-enep ar reolennoù. Ma vez c'hoant diverkañ tra pe dra eo ret implijout ar bajenn Wikipedia:Pajennoù da nullañ. Reiñ a ra an dud o soñj ha diverket e vez ar pennad da c'houde dre genasant. --Fulup 22 Meu 2006 da 10:22 (UTC)[respont]

Ober gant ar verb "gallout" kemmañ

Degemeret e vez an izili nevez gant ar frazenn: "Tu zo dit en em ginnig" Din-me vije ret lavarout "tu zo dit D'en em ginnig", da vihanañ. Un droienn vodern eo marteze, met n'eo ket blaz ar brezhoneg zo warni. Karout a rafen adlakaat ar verb "gallout" en implij e brezhoneg, ha hunvreal a ran en deiz ma c'hallo pep hini embann amañ: " Gant ar peurunvan hag ar verb gallout e ra ar c'henskriver-mañ". Bianchi-Bihan 22 Meu 2006 da 07:45 (UTC)[respont]

  Mat eo --Fulup 22 Meu 2006 da 10:24 (UTC)[respont]

Gerioù kemmañ

Gant peseurt gerioù e vez graet ganeoc'h amañ da lavarout "négationnisme, révisionnisme"?Bianchi-Bihan 22 Meu 2006 da 07:45 (UTC)[respont]

en ur c'hoût n'eo ket ar memes tra o-daou dre ret... --Neal 23 Meu 2006 da 08:51 (UTC)[respont]
Gant gouzout eo daou dra disheñvel hag ez eus ezhomm daou c'her. Ober rin gant nagennouriezh evit an hini kentañ. Bianchi-Bihan 23 Meu 2006 da 18:34 (UTC)[respont]

Gallout a rafemp gwelout "Page history" troet gant "istor ar bajenn"? |Bianchi-Bihan 22 Meu 2006 da 10:24 (UTC)   graet --Fulup 26 Meu 2006 da 16:04 (UTC) -->[respont]

Dreist! Petra lakaat e-lec'h "discuss this page"? Mar plij, ra ne vo ket troet ger ha ger! Kinnig a ran: -Kenetrezomp -Lavaromp hon tamm. -Pep hini a lavar e damm (re hir moarvat) -Barn ... kinnigoù all?

Ha "move this page"? N'eo ket "lakaat un anv all"? Bianchi-Bihan 30 Meu 2006 da 17:12 (UTC)[respont]