Wikipedia:Kumuniezh/Degemer/kozh
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Un holloueziadur eo Wikipedia.Ur gumuniezh wiki eo ivez.
Sell ouzh ar c'hemmoù diwezhañ.
A-raok kregiñ gant ar skridaozañ eo gwelloc'h dit deskiñ penaos kemmañ ur bajenn ha sevel ur bajenn nevez. Ma krogez da skridaozañ ur bajenn, diwall ne yafe ar pennad war un hent-dall. Ret eo lakaat ar gerioù pennañ etre krochedoù (pe sonnelloù) karrez doubl [[liamm titl]] hag er mod-se e vo krouet ul liamm davet ar pennad staget outañ (ma'z eus unan). Trugarez vras evit bezañ aketus war ar poent-se. Mar kerez e c'hellez krouiñ da gont : ne dremeni nemet un nebeud eilennoù oc'h ober ha spletus-bras e vo. Gouzout a c'halli petra a zo bet cheñchet er pennadoù skrivet ganit ha gallout a ri votiñ er votadegoù war emdroadur ar Wiki brezhonek. Er bajenn skoazell e kavi an holl bajennoù da heñchañ ac'hanout e-barzh kammdroennoù Wikipedia. Evit kaout respont da'z koulennoù boutin, kerzh da welout ar Goulennoù a vez Graet Alies. Ostilhoù enlinenn evit an termenadurezhkemmañBez e c'hellez implij ostilhoù enlinenn evit klask termenoù. Posubl eo lakaat anezho da vezañ gwiriekaet gant ar Wikipedourien diwar kinnigoù graet war pajennoù kendivizoù reolata
Reolennoù an doujañs hag ar chom neptukemmañN'eo ket dereat diverkañ pe cheñch ar pajennoù pe lod anezho hep displegañ perak war ar bajenn gaozeadeg, rak doujañs e-keñver ar Wikipedourien all eo ar bennreolenn. Skrivañ gant ul lesanv, sinañ ha doareoù evit sinañkemmañN'eo ket ret dit ober gant un anv gwir pe faos : ma ne rez ket ha pa gemmez un dra en ur bajenn e vez miret chomlec'h IP da urzhiataer (un degad sifroù gant poentoù) hag e weler anezhañ pa yaer d'an ivinig "istor". Gwelloc'h eo kemer ul lesanv, rak komprenet e vo diouzhtu emañ ar memes den a-dreñv.
Ouzhpenn-se e c'heller adenvel ar pennadoù ha kemer perzh er votadegoù.
N'eus ket ret kemer un anv splann, met graet e vez gant tud 'zo. Rummadoù hag isrummadoùkemmañPosupl eo krouiñ ar rummadoù hag an isrummadoù dre al lavarenn '''{{Rummad:ma rummad}}''' da vezañ lakaet en ur pennad nevez pe gozh. Un isrummad a vez krouet evel ur rummad, met pa vez skrivet ur rummad uheloc'h war he fajenn e teu da vezañ ur isrummad hag ar rummad uheloc'h a c'hell bezañ war bajenn ur rummad uheloc'h e live, met posupl eo d'ur rummad bezañ war div bajenn rummad disheñvel Pa vez ouzhpennet ur rummad d'ur pennad ez a titl ar pennad-mañ da vezañ skrivet war pajenn ar rummad-se ez-aotomatek. Taol evezh ! Pajennoù adkas (adkasoù)kemmañUr bajenn adkas pe un adkas a zo ur bajenn savet evit kas ar gweladenner d'ur bajenn all ez aotomatek. An ereadur evit un adkas a zo : #REDIRECT [[titl ar bajenn dermen]] Taol evezh ! Evit ma vo graet an adkas, e tle al linenn-mañ bezañ an hini gentañ war ar bajenn adkas. PatromoùkemmañDiwar patromoù e teu frazennoù pe frammoù da vezañ silet ez aotomatek. Amañ emaint. Goulenn ma vo adaozet ur pennadkemmañGallout a rez goulenn ma vo adaozet ur pennad ma'z ez war amañ Heuliañ labour ar verourienkemmañ
Kemer perzh er votadegoù !kemmañWar ar Wikipedia, digor eo an divizoù war ar merañ. Statistikoù war ar wikipedia e brezhonegkemmañ
|