Wilhelm Falley, ganet d'ar 25 a viz Gwengolo 1897 hag aet da Anaon d'ar 6 a viz Even 1944, a oa bet ar c'hentañ jeneral alaman o vezañ lazhet e-kerzh Dilestradeg Normandi e Bro-C'hall. Penn an 91vet divizion troadegiezh e oa.

Devezh an D-Day, Falley a oa o tistreiñ eus Roazhon, ma oa bet ur "c'hoari-brezel" (alamaneg : Kriegsspiel) aozet gant an Oberkommando der Wehrmacht, betek pennlec'h an divizion e Picauville. Falley a oa bet lazhet en un trap aozet gant harzlammerien an U.S. 82nd Airborne Division, nepell diouzh moger pennlec'h an 91vet divizion troadegiezh, Kastell Bernaville, e Picauville, er gevred da Sainte-Mère-Église e Normandi. N'eo ket sklaer penaos e oa marvet : daoust ha lazhet e oa bet war an taol, pe lazhet pa oa bet gloazet ur wech chomet e garr a-sav [1].

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ