With a Little Help from My Friends
With a Little Help from My Friends zo titl ur ganaouenn gant ar strollad sonerien saoz The Beatles. 2:44 he fadelezh e teu da eil e-barzh an albom Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band, war-lerc'h ar ganaouenn gentañ Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band hag a-raok Lucy in the Sky with Diamonds. N'eus hogos troc'h ebet etre an div ganaouenn gentañ pa grog Ringo Starr da ganañ evel pa vije Billy Shears, pennkaner strollad diwirion ar Serjant Pebr...
Deuet e oa an albom e-maez d'ar 1añ a viz Mezheven 1967 er Rouantelezh-Unanet ha d'an daou er Stadoù-Unanet.
Istor ar ganaouenn
kemmañAnavezout a c'haller un nebeud titouroù diwar-benn ar ganaouenn-mañ dre m'en devoa ar strollad asantet degemer ur c'hazetenner, Hunter Davies e anv, tra ma oa izili 'zo anezhañ o labourat e ti Paul McCartney d'enderv an 29 a viz Meurzh 1967.
Gwall vuan e oa bet divizet sevel ur ganaouenn hag a vije kanet gant Ringo Starr, dezhi da zereout ouzh mouezh hep he far ar soner taboulin. Eviti da vezañ bet peuzkrouet gant McCartney, John Lennon an hini eo a silas e vije mat sevel ur seurt c'hoari goulennoù-respontoù. Badfinger Boogie hec'h anv kentañ e voe peurechuet ar gerioù anezhi e studioioù EMI e Londrez hag enrollet betek an 30 a viz Meurzh. Ouzhpenn ar pevar ezel boas eus ar strollad en devoa kemeret perzh George Martin (o froduer abaoe 1962) en enrolladenn ivez o seniñ ograou.
Kanet eo bet ar ganaouenn-mañ gant meur a arzour all diwar neuze. Hep mar na marteze ez eo gant Joe Cocker, a-gevret gant e strollad Grease Band, e oa bet savet ar fromusañ doare anezhi d'ar 17 a viz Eost 1969 da-geñver kendalc'h-sonerezh Woodstock.
Ar gerioù e brezhoneg
kemmañPetra a soñjjes ma kanjen faos ?
Dont a rajes ez sav ha mont diouzhin ?
Ro skouarn din ha kanañ a rin ur sonenn dit,
Hag e klaskin chom hep kanañ fall.
O, en em zibab a ran gant un tamm skoazell digant ma mignoned,
Mmm, 'h an da glask gant un tamm skoazell digant ma mignoned.
Petra a ran p'emañ ma muiañ-karet pell diouzhin ?
(Daoubennet out p'emaout da-unan ?)
Penaos emañ kont ganit pa serr an noz ?
(Ha trist out peogwir ez out da-unan-penn ?)
N'on ket, en em zibab a ran gant un tamm skoazell digant ma mignoned.
Mmm, 'h an da glask gant un tamm skoazell digant ma mignoned.
Ezhomm az peus unan bennak ?
Ezhomm am eus unan bennak da garet.
Gallout a raje bezañ n'eus forzh piv ?
Fellout a ra din kaout unan bennak da garet.
Ya, sur on e c'hoarvez a-hed an amzer.
Petra a welez pa lazhez ar gouloù ?
N'on ket evit lavaret dit, gouzout a ran ez eo din avat.