Y Berwyn
Un aradennad hir a dorgennoù etre Bwlch y Groes, e-kichen Aran Benllyn, betek ardremez Corwen ha Llangollen eo ar Berwyn. Ober a ra evel un harz naturel etre Edeirnion, pe Penllyn (reter Meirionnydd, Gwynedd) ha Maldwyn, Powys.
Al leinoù uhelañ anezhañ eo Cadair Berwyn (830 m pe 827 m hervez ar c'hartennoù), ha Moel Sych (827 m).
Gerdarzh
kemmañGallout a rafe an anv talvezout kement ha "Bryn(iau) Gwyn (ap Nudd)" (Cymraeg Cynnar, bre, 'tuchenn', o treiñ da ber[1]+ Gwyn), hervez T. Gwynn Jones ha tud arall, diwar anv Gwyn ap Nudd, roue Y Tylwyth Teg[2]. Lavaret ez eus bet ivez e oa kar al lec'hanv brezhonek Berven, e Leon.
Douaroniezh
kemmañKregiñ a ra aradennad ar Berwyn er c'huzh-heol e-kichen Bwlch y Groes, hanter-hent etre kêriadennoù Mallwyd ha Dinas Mawddwy, ha kêriadenn Llanuwchllyn war lez Llyn Tegid. En em astenn a ra war-zu ar biz war-hed un ugent kilometr bennak. Ar menez uhelañ eo Foel y Geifr, a-zreist mirva dour Llyn Efyrnwy ha torgennoù Powys Fadog.
Gouezviled
kemmañBro evned an uheldirioù eo, gant meur a seurt falc'huned. Evezhiet ha diwallet e vezont hag a bell e teu tud d'o studiañ.
Kouezadenn ul lestr-nij dianav
kemmañDa 8:38 noz d'an 23 a viz Genver 1974[3], e voe ur c'hren-douar 3.5 war skeul Richter e norzh Bro Gembre ha betek Liverpool. Krenoù-douar a zo ral er Rouantelezh-Unanet ha dre ma oa bet gouleier en oabl e voe lavaret gant lod annezidi e oa kouezhet ul lestr-nij pe ur maen-kurun. Gouleier a oa bet gwelet ivez war menezioù Y Berwyn, hag a vije bet enaouet gant bigrierien.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Evel e brezhoneg gant Brelevenez/Berlevenez.
- ↑ T. Gwynn Jones, Welsh Folklore and Folk-Custom (1930; arg. new. 1979). E meur a anv arall e kaver an elfenn 'Gwyn' er c'hornad .
- ↑ https://www.dailypost.co.uk/news/north-wales-news/north-wales-x-files-berwyn-11293522
Levrlennadur
kemmañ- T.I. Ellis, Crwydro Meirionnydd (Llandybie, 1954)
- F. Wynn Jones, Godre'r Berwyn (Hughes a'i Fab, Caerdydd, d.d. = c.1952).
- Ioan Bowen Rees, Dringo Mynyddoedd Cymru (Llandybie, 1965).